Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

plat

plad

Gwelet an tem Ar pladoù

  • 👂 🔗 Ya neuze e c'hallez degas un dra bennaket din da lakat anezhañ warnañ. Abalamour dit da gas da blad ganit d'ar gêr.

    Ya neuhé c’hallès diès ’n dra bennaket tin da lakat néañ warnañ. Bañw tit te gas de blat kenit te gêr.

    Oui alors tu peux m'apporter quelque chose pour mettre dessus. Pour que tu puisses ramener ton plat chez toi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

plat

  • 👂 🔗 Met a-hend-all evit ober krampouezh, Maman 'nea ur pezh billig plat, ha honnezh a vije pozet war an trebez, hag aze e vije graet tan dindan goude.

    Mé hèndall wid or krampous, Maman néa pés pillik plat, a hoñ vijé pozet war ’n trébé, ag ahé vijé gwèt tan dinan goudé.

    Mais sinon pour faire des crêpes, Maman avait une grande galetière plate, qu'elle posait sur le trépied, et ensuite elle faisait du feu dessous.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 platoc'h

    ['plɑ:tɔh]

    plus plat

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 War bennoù he daoulin eno war... war ar c'hased, a vije graet dezhi da vont war bennoù he daoulin, ha neuze e vije... e lakae ur min plat eno a-raok. Ha feiz war hennezh e ganne quoi. Ba ar stank quoi.

    [waʁ ’bɛno i ’dɔwlin eno waʁ – waʁ ə ’hasət viʃe gwɛt ’tɛj də ’võn waʁ ’bɛno i ’dɔwlin – a nœhe viʒe – ’lake ə min’plat eno ’ʁok – a fe waʁ ’hẽs ’gãne kwa – bah ’stãŋk kwa]

    Sur ses genoux, sur la caisse qu'on lui faisait pour s'agenouiller, et elle mettait une pierre plate devant. Et c'est sur ça qu'elle lavait le linge, dans le lavoir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

plaen

Gwelet an tem Ar plaen

  • 👂 🔗 war ar plaen aze

    [war'ple:n ɑhe]

    sur le plat là

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Lakat an traoù plaen.

    Lak trèw plén.

    [lak tʁɛw plen]

    Mettre les choses à plat. [mettre les choses propre ou mettre les choses au point]

    Gant : Mariannick ar Bihan, o chom e Bear.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'eo ket plaen da lakat da revr.

    N'è keu plén de lak te rèr.

    [nɛ kø plen də lak tə ʁɛʁ]

    Ça n'est pas plat pour mettre ton derrière. [Tu ne vas pas être à l'aise en te mettant là.]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ne vije ket plaen plaen ordin kwa

    [vi'ʒekə ple:n ple:n ɔɹ'din kwa]

    ce n'était pas toujours très plat

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi