Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
vouloir
c'hoant (kaout –)
-
👂 🔗 Ah ya, se 'ma c'hoant d'ober. Se an hini 'ma c'hoant d'ober.
A ya, zé ma hoan t'or. Zé ni ma hoan t'or.
Ah oui, c'est ça que je voulais faire.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma 'tez c'hoant da gas un tamm gachenn d'unan bennak e vi kat d'ober. Peogwir 'to da asied d'ober.
Ma té c'hoan te gas tamm gachenn d'un bénnak vi kat t'or. Pugur to de asiet t'or.
Si tu veux apporter un morceau de gâteau à quelqu'un, tu pourras le faire. Parce que tu auras ton assiette pour ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Maman 'na c'hoant da welet ac'hanon o vont aze, met ne oa vann d'ober, me 'ma ezhomm da chom er gêr, e oan chomet er gêr da bevarzek vloaz .
Maman na hoan te wéled añoñ von ahe, mè oa vann d'or, mé ma émm de chom gêr, oan chome gêr de barzêg la.
Maman voulait que j'y aille, mais il n'y avait rien à faire, moi je voulais vraiment rester à la maison, j'étais restée à la maison à quatorze ans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me 'ma lavaret, 'meus soñj, da Maman, me 'ma lavaret da Maman, 'ma ket c'hoant da chom e-barzh ar skol ken.
Mé ma lât, meus choñch, de Maman, mé ma lât te Maman ma ke hoan te chom bah skol kén.
Je me souviens que j'avais dit à Maman que je ne voulais plus rester à l'école.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 An hini 'neus ket c'hoant da vezañ re bourdet gante e vez ret dezhañ ober kement all, kement bemdez ha kement...
Ni neus ke hoan te véañ ré bou(r)det gantè vé rét téañ or kémènd all, kémèn bañwdé a kémèn...
Celui qui ne veut pas être débordé à cause d'eux, il faut qu'il en fasse autant chaque jour.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Na ket tamm c'hoant ebet da c'horo, nann. Gwel a-walc'h a raen warnañ 'na ket.
Na ke tamm hoan bét te horo, nann. Gwèl wah rèn warnañ na ket.
Il n'avait aucune envie de traire, non. Je voyait bien à sa mine qu'il n'avait pas envie.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Piv na c'hoant kaout banann ?
[piw na χwɑ̃n kaːd baˈnan]
Qui voulait une banane ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne teus ket c'hoant da c'hoari ?
[ˈtøs kə χwɑ̃n də χwɑːj]
Tu n'as pas envi de jouer ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ma 'dez c'hoant da dont
[ma de hwɑ̃n də dɔ̃n]
s'ils veulent venir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'na c'hoant da welet ac'hanon o lesken...
[na hwɑ̃n tə wɛld ’ɑ̃nɔ̃ ’lɛskən]
il voulait me voir laisser...
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 C'hoant neus da vreinañ.
[χwɑ̃n nøs də ˈvʁɛɲã]
Il est prêt à pourrir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ar bugel bihan a blije dezhañ kregiñ ba ar c'hoef quoi. Ha ne vije ket c'hoant kaer da welet anezhañ oc'h ober met bepred e vije boutet warnañ a-wechoù, oc'h esa lakat ampich anezhañ d'ober quoi. Neuze e c'harme.
[ˌbuːgəl’biən ’bliʒe ’deã ’kʁiːgĩ bah ’hwef kwa – a viʒe kə hwãn’kɛːʁ də ’weːlə ’neã ’hɔːʁ – mɛdø ’bɔpət viʒə ’butə ’waʁnã ’we̞ʒo – ’he̞sa ’lakə ’hãmpiʃ ’neã ’dɔːʁ kwa – nœhe ’haʁme]
Le petit enfant [en général] aimait bien attraper la coiffe. Et on ne voulait pas trop qu'il le fasse, mais en tout cas, on le repoussait parfois, pour essayer de l'empêcher de le faire. Alors il pleurait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
goulenn
-
👂 🔗 Ha feiz neuze 'ma tremenet ma certificat, ha bet ma certificat ganin, ha goude e oan chomet er gêr peogwir n'houlennen ket mont d'ar skol.
A fé neuhé ma tréménet me certificat, a bé me certificat genin, a goudé oan chome gêr, pegur n'oulènn ke mon te skol.
Et alors j'avais passé mon certificat, et j'avais eu mon certificat, et ensuite j'étais restée à la maison, parce que je ne voulais pas aller à l'école.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Konduiñ an trakteur 'ma graet ivez. Peogwir Papa ne gleve ket ha n'houlenne ket mont gant an trakteur er-maez.
Konduiñ ’n trakteur ma gwèd ie. Pegur Papa glèwè ket, a n’oulè ke mon gan trakteur mès.
J'ai conduit le tracteur aussi. Parce que Papa n'entendait pas, et il ne voulait pas sortir avec le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me a oa bet o kerc'hat anezhañ e-barzh Bear, kar X n'ae ket war an hent dre an avani ne gleve ket. N'houlenne ket mont war an hent gantañ.
Mé oa bé kèrhet néañ ban Béar, ka X n’ê ke war ’n èn navèin glèwé ket. N’oulé ke mon war ’n èn gantañ.
J'avais été le chercher à Bégard, car X ne le conduisait pas [le tracteur] sur la route, du fait qu'il était sourd. Il ne voulait pas aller sur la route avec.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Gant n'houla ket gwelet e rez.
[gɑ̃ ˈnuːl kə gwɛs]
Puisqu'elle ne veut pas, tu vois bien.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'houlez ket c'hoari ?
[nuˈles kə χwɑːj]
Tu ne veux pas jouer ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Hañ ? N'houlfe ket d'ober ?
[ɑ̃ nulˈfe kəd oːʁ]
Hein ? il ne voudrait pas faire ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 pa c'houllo e gousko
[pe ’hulo ’gusko]
quand il voudra il s'endormira
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houlen ket ober dirake
['nu:lɛn kəd o:r dirakɛ]
je ne voulais pas marcher devant eux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hag e dad n'houl ket ober jistr
[a i da:d nul kəd o:r ʒist]
mais son père ne voulait pas faire de cidre
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 mat eo, n'houl ket kafe
[mɑ:d ɛ nul kə 'kafe]
c'est bon, il ne veut pas de café
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houla ket
['nula kət]
il ne veut pas
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houl ket dioute hañ
[nu:l kə dɔ̃n'tɛ: ɑ̃]
il n'en veut pas [des Anglais]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'da ket c'hoant da vervel
[da kə hwɑ̃n də 'vɛrwəl]
elle ne voulait pas mourir
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma ket c'hoant da welet anezhe dont amañ
[ma kə hwɑ̃n də 'wɛ:lə nɛ: dɔ̃n 'ɑ̃mɑ̃]
je n'avais pas envie de les voir venir ici
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houlla ket dioutañ
[nu'la kə djɔ̃ntɑ̃]
il n'en veut pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houla ket
['nula kət]
elle ne veut pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houl ket dioutañ
[nu:l kə 'dɔ̃ntɑ̃]
elle n'en veut pas [de lui]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 den ebet n'houll diouzhoc'h
[den bed nul diwah]
personne ne veut de vous
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'na ket goulet
[na kə 'gu:lət]
il n'avait pas voulu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houllan ket deus ar restajoù
[’nulɑ̃ kəd døz res’tɑ:ʒo]
je ne veux pas des restes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Maryvonne 'c'houlla ket kement
[ma’rivon hu'la kə ’kemən]
Maryvonne ne demande, ne s'enquiert pas autant
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma c'houll demarriñ
[ma hul de’mɑrĩ]
s'il veut bien démarrer
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 If n'houle ket deus kezeg
[i:f 'nu:lɛ kə dəs 'ke:zɛk]
Yves ne voulait pas des chevaux
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 den ebet n'houlfe dioutañ
[de:n be 'hulfe 'dɔ̃ntɑ̃]
personne n'en voudrait
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houlfe ket kas anezhañ dezhi
[’nulfe kə kɑs ’neɑ̃ dɛj]
elle ne voudrait pas le lui envoyer [enfant à garder]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houlan ket lakat ma dok
[’nu:lɑ̃ kə ’lɑkad mə dok]
je ne veux pas mettre mon chapeau
Gant : Marivon ar Bihan, ganet e 1947 e Bear, o chom e Charentes.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... 'neus ket goulet
[nøs kə 'gu:lət]
... n'a pas voulu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha den ebet 'c'houll bezañ 'ba Kernev
[a de:n be hu:l 'beɑ̃ ba 'kɛrnɛw]
et personne ne veut être en Cornouaille
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eus ket goulet lâret
[nøs kə 'gu:lə 'lɑ:rət]
il n'a pas voulu dire
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'houlent ket diouzhin, hañ feiz , neuze emezon-me, 'meus ket nemet chom er gêr d'ober
[nu'lɛɲ cə diwĩ hɑ̃ fe: 'nœ:he 'mɔ̃mɛ møs kə mɛ ʃɔm ge̞:r do:r]
ils ne voulaient pas de moi, hein ma foi, dis-je, je n'ai plus qu'à rester à la maison
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houlfen ket bezañ hep goût brezhoneg
['nulfɛn kə 'beɑ̃ heb gu:d bre'zɔ̃:nək]
je ne voudrais pas être sans savoir le breton
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'houlfe ket kas anezhañ dezhi
['nulfe kə kɑs 'neɑ̃ dɛj]
elle ne voudrait le lui envoyer [enfant à garder]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Anna 'blij ket dezhi gwelet tud evel-se, 'blij ket se dezhi hañ ! n'eo ket bet plijet... pa vije 'ba ar gouent e oant bet tout, sell, un devezh o welet anezhi, ha 'deva repouset anezhe tout, kuit da lakat ac'hanon da sellet xxx ( ?), ha n'houll ket gwelet den ebet
[ana ˈ biʃ kə tɛj ˈgwe̞ːlət tyt viˈse̞ - ˈbiʃ kə ze dɛj ɑ̃ - ˈne̞kə be ˈpiːʒət - pa ˈviʃe bah ˈguːən wɑ̃ɲ be tut sɛl ˈndewəs ˈwe̞ːl nɛj - a deva ʁœˈpusəd ne̞ tut - kwit tə ˈlɑkə hɑ̃w də ze̞l ? - a ˈnulkə gwe̞ːl ˈden bet]
Anna n'aime pas voir des gens comme ça, elle n'aime pas ça hein ! elle n'a pas apprécié... quand elle était au Couvent, ils étaient tous venus, regarde, une journée la voir, et elle les avait tous repoussés, pour ne pas que je regarde xxx ( ?), et elle ne veut voir personne
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
kaout [amzer da dont]
Gwelet an temoù Propoziñ da debriñ ha Reiñ d'evañ
-
👂 🔗 Debr un tamm c'hoazh alese. 'To ket ken ?
Dèb tamm c'hoas lésé. To ke kén ?
Manges-en encore un peu. Tu n'en veux plus ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? 'To ket ken ? (Nann nann. Debret 'meus re dija.) Ya. Me 'meus graet ivez. Frank ivez.
Bé to tamm c'hoas ? Bé to tamm c'hoas ? To ket kén ? (…) Ya. Mé meus gwèt ie. Vrang ie.
Tu en veux encore un morceau ? Tu n'en veux plus ? (Non, j'en ai trop mangé déjà.) Oui. Moi aussi. Beaucoup aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
karet
Gwelet an tem Ar garantez
-
👂 🔗 'Teus ket 'met lakat ar seurt a kari enne, emezañ, lakat da saout enne ha traoù, emezañ, pa 'to ezhomm d'ober, ha traoù a bep sort emezañ.
Teus ke mé laket sort kari nènnè, méañ, laket de zowt nènnè a trèw, méañ, pé to émm d’or, a trèw bop-sort méañ.
Tu n'as qu'à y mettre ce que tu voudras [dans les terres], dit-il, y mettre tes vaches et tout, quand tu auras besoin de le faire, et tout ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 War ul lêrenn all 'h ae hebiou he gouzoug ma kerez da stagañ, ha evel se e chome aze.
War lèrenn all ’h è buw i gouk, ma kées, de stagañ, a vesé chomé ahé.
Sur une autre lanière qui passait par son cou, si tu veux, pour l'attacher, et comme ça elle restait en place.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 En em broteje a rae an nen bepred, diwall a rae an nen bepred ma kerez da nompas ober re quoi hañ.
Non brotéjé rê ’n nén bopet, diwall rè ’n nén bopet, ma kées, de nompas or ré quoi añ.
On se protégeai en tout cas, on faisait attention, si tu veux, de ne pas trop en faire [quand on était enceinte].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Daou-ugent moc'h... daou-ugent krennard ma kerez da wellaat, 'meump plas da lakat kement se, ha neuze 'meump soñjet, ah 'h amp d'ober un esae, 'h amp da wellaat daou-ugent evel se, ha...
Dow-ugen moh… dow-ugen krènnart, ma kées, de wèllaat, meum plas de laket kémé sé, a neuhé meum joñjet, a, ’h am d’or ’n êsè, ’h am de wèllaat dow-ugen vesé, a…
Quarante porcs... Quarante jeunes porcs, si tu veux, à engraisser. Nous avions la place d'en mettre autant, et donc nous avons pensé : Ah, nous allons faire un essai, nous allons en engraisser quarante comme ça, et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa 'na gwelet anezhañ o vont d'an ti ha klevet an alc'hwez o tont en-dro, allez bremañ ma flac'h emezañ, en em debrouilhit gant ma paotr aze ma karit.
Pé na gwéle néañ von te’n ti a klêwet ’n alhwé ton dro, alé, brœmañ me vlah méañ, non débrouillit gan ma pot ahé, ma kéêt.
Quand il l'avait vu atteindre la maison et qu'il avait entendu la clé tourner : « Allez, maintenant ma fille, dit-il, débrouillez-vous avec mon garçon si vous voulez. »
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz goude, ha neuze Maman 'na lavaret dezhañ, a-benn neuze a-raok 'da lavaret dezhañ quoi, dont da debriñ e verenn ha e goan du-mañ, ma karje, pa garje quoi.
A fé goudé, a neuhé, Mamañ na lât téañ, bènn neuhé rok da lât téañ quoi, don de dibi i vèrn a i goan du-mañ, ma karché, pé garché quoi.
Et ensuite, Maman lui avait dit, avant ça elle lui avait dit de venir manger le midi et le soir chez nous, s'il voulait, quand il voulait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz neuze e vije drailhet he c'hoad dezhi berr, degaset dezhi tout en he c'hichen eno hag eno evel se e lake ar pezh a gare tro-ha-zro.
A fé neuhé vijé drailhet i hoat tèi bèrr, dièset tèi tout ni hichen éno, ag éno vesé laké péz garé tro-a-zo.
Et alors on lui coupaient des morceaux de bois courts, on les lui apportait, et comme ça elle mettait ce qu'elle voulait [ce dont elle avaient besoin] tout autour.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 C'hwec'h eur pemp. Ya. N'emañ ket kont ac'hann seizh eur. Pa gari 'h i hañ. Ma 'teus fin bremañ.
Hwèh eur pèm. Ya. Mañ ke kon hann sèiz eur. Pé gari ’h i añ. Ma teus fin brœmañ.
Six heures cinq. Oui. Il n'est pas encore sept heures. Tu partiras quand tu voudras. Si tu as fini maintenant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 pa oa an hini gozh o werzhañ gwregon 'ba 'r plas prun, 'na lâret an hini gozh pep hini a lâr an anv a gar d'e loen
[pe wa n:i go:z 'wɛrzɑ̃ 'gwɛgɔ̃n bah plɑs pry:n na 'lɑ:rəd n:i go:s po'pi:ni lɑ:r 'nɑ̃:no kɑr di lwɛ:n]
quand la vieille était en train de vendre des prunes sauvages pour des prunes, la vieille avait dit que chacun donne le nom qu'il veut à son animal [appelle les choses comme il veut]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Baodour, ganet e 1932 e Pleuzal, o chom e Bear, marvet e 2023, tud bet ganet e Pleuzal / Pleuzal.
O chom 'ba Bear abaoe pellDastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ya, ken ar wech all, gall a ri dont pa gari.
[ja ken wej’aːl] [’gal ə ʁi ’dõn pa ’gaːʁi]
Oui, à la prochaine fois, tu pourras venir quand tu voudras.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 pa gari
[pa 'gɑ:ri]
quand tu voudras
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lesket e vez d'ober evel e kar memes tra, n'aer ket war ar c'hadorioù evel-se hañ, evuruzamant int kadorioù solut hañ, panevert da se !
[’lɛskə ve do:r wɛl kɑ:r mos’trɑ: nɛr kə war ha’dœ:rjo vi’se ɑ̃ ˌevyry’zɑ̃mɑ̃n iɲ ka’dœ:rjo ’solyd ɑ̃ pe’vɛrtə ze ɑ̃]
on le laisse faire ce qu'il veut quand même, on ne va pas sur les chaises comme ça hein, heureusement qu'elles sont solides, sans ça hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa gari e deui
[pe ’gɑ:ri di]
tu viendras quand tu voudras
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fidedoue ma karit euh...
[fidə’due ma ’ke:red ə]
eh bien si vous voulez euh...
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e rez munut, ken munut hag e karez gant hennezh bepred
['ɑhɛ rɛz 'my:nyt ken my'nyd a 'gɑ:rɛz gɑ̃ hẽ̞:z 'bopət]
là tu fais précis, aussi précis que tu veux avec celui-là toujours [dessins à la cuillère sur le beurre]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 grez evel ma kari bremañ hañ !
[gwe̞z we̞l ’kɑ:ri ’bœmɑ̃ ɑ̃]
fais comme tu veux maintenant hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma garez
[ma 'gɑ:rɛs]
si tu veux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'h a d'ober evel e kar gante
[ha do:r wɛl kɑ:r gɑ̃ntɛ]
elle va faire comme elle veut avec eux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma karan
[ma 'kɑ:rɑ̃]
si je veux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel e karit
[wɛl 'kɑ:rət]
comme vous voulez
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar prizioù a garont
['pri:ʒo 'gɑ:rɛɲ]
les prix qu'ils veulent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel e karo e rey dioutañ
[wɛl 'kɑ:ro rɛj dɔ̃ntɑ̃]
elle en fera ce qu'elle voudra
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a rae evel e kare deus ar c'hi
[me rɛ wɛl 'kɑ:rɛ døz hi:]
je faisais comme elle voulait du chien
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel e kari
[wɛl 'kɑ:ri]
comme tu veux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 libr on da lâret ar sort a garin
[lib ɔ̃ də 'lɑ:rət sɔrd 'gɑ:rĩ]
je suis libre de dire ce que je veux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar sort a garont a lâront
[sɔrt 'gɑ:rɛɲ 'lɑ:rɛɲ]
ils disent ce qu'ils veulent
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep hini zo libr da grediñ ar sort a gar
[po'pi:ni zo lip tə 'gre:di sɔrt kɑ:r]
chacun est libre de croire la sorte qu'il veut
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep hini a rae gant ar sort a gare
[po'pi:ni rɛ gɑ̃n sɔrd 'gɑ:rɛ]
chacun faisait avec ce qu'il voulait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ amañ e vez lesket pep hini d'ober evel e kar
['bomɑ̃ 'ɑ̃mɑ̃ ve 'lɛskə po'pi:ni do:r wɛl kɑ:r]
maintenant ici on laisse chacun faire comme il veut
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da debriñ 'mamp 'ba ar gêr ar pezh a garemp
[də 'di:bĩ mɑ̃m bah ge̞:ʁ pe:z 'gɑ:ʁɛm]
nous avions à manger à la maison ce que nous voulions
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep hini ac'h ae da redek lec'h a gare evit koursoù pardonioù
[po'pi:ni hɛ də 'ʁe:dɛg le̞h 'gɑ:ʁe wit 'kuʁʃo par'dɔ̃ɲo]
chacun allait où il voulait courir pour les courses de pardons
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ma 'mije c'hoant goude 'ma moaien din da rempilañ ar pezh a garen
[a ma miʒe hwɑ̃n 'gu:de ma 'mojən dĩ də rɑ̃'pi:lɑ̃ pe:z ə 'gɑ:rɛn]
et si je voulais après je pouvais rempiler autant que je voulais
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel e kari e ri emezañ, me 'h eo mat din gwelet ac'hanout o terc'hel da vont emezañ, 'tije ket keuz 'h on sur ma terc'hfes da vont d'ar skol, met ma 'teus c'hoant da chom er gêr, na vezes ket nec'het hañ, amañ vo kavet labour dit, hag e-giz-se e oa bet kont
[wɛl ’gɑ:ri ri me hɛ mɑ:d dĩ gwɛld owt ’tɛrhɛl də vɔ̃n meɑ̃ tiʒe kə kœ̃: hɔ̃ zy:r mɑ ’dɛrhfɛs tə vɔ̃n tə sko:l mɛ mɑ tœs hwɑ̃n tə ʃɔm ge̞:r ve:s kə ’nehəd ɑ̃ ’ɑ̃mɑ̃ vo kɑ:d ’lɑ:bur dit ɑ gi’se wɑ be kɔ̃n]
tu feras comme tu voudras dit-il, moi ça me convient de te voir continuer dit-il, tu ne regretterais pas, je suis sûr, si tu continues à aller à l'école, mais si tu veux rester à la maison, ne sois pas inquiet hein, ici on te trouvera du travail, et ça c'était passé comme ça
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 evel e kari, evel e kari
[wɛl 'kɑ:ri wɛl 'kɑ:ri]
comme tu veux, comme tu veux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel kari
[wɛl 'kɑri]
comme tu voudras

🔗 'tez ket evel e karez
[te kə wɛl 'kɑ:rɛs]
tu n'as pas comme tu veux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel kare
[wɛl 'kɑ:rɛ]
comme il voulait
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 leskel anezhañ d'ober tout evel kar
['lɛskəl 'neɑ̃ do:r tud wɛl kɑ:r]
le laisser faire tout ce qu'il veut
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep hini a lâre evel e kare
[po’pini ’la:re wɛl ’ka:re]
chacun disait comme il voulait
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bern tud zo oc'h en em okupiñ ma karont
[bɛrn tyt so nɔ̃n o’kypi ma ’kɑrɛɲ]
il y a pleins de gens qui s'en occupent s'ils veulent
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma karont e troc'hont ar yeot, pa garfont e reont
[ma 'kɑrɛɲ 'drɔhɛɲ 'jɛwɔt pa 'gɑrfɔ̃ɲ rɛɲ]
s'ils veulent ils coupent l'herbe, quand ils voudront ils font

🔗 lak anezhe evel e kari !
[lɑk nɛ: wɛl 'kɑ:ri]
mets-les comme tu voudras !
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e-lec'h e kari 'h i
[le̞h 'ka:ri hi]
là où tu voudras tu iras
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lec'h e kari
[le̞h 'kɑri]
où tu voudras
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 evel e kari
[wɛl 'kɑri]
comme tu voudras
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ma keret
[ma 'kerɛt]
si vous voulez
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ...ma kerez
[ma 'kerɛs]
...si tu veux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ni eo brezhoneg ar c'hontre ma keret
[nim ɛ bre'zõnək 'hõntre ma 'kerɛt]
nous c'est le breton du coin, de la contrée, si vous voulez
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma kerez
[ma 'kerɛs]
si tu veux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Philippe ma kerez ne gaoze ket ar brezhoneg ivez
[fi'lip mə 'kerɛs 'go:ze kə brɛ'zɔ̃:nəg je]
Philippe si tu veux ne parle pas breton non plus
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kompren ma kerez hañ, mar ne gomprenez ket tañpir evitout
['kɔ̃prən ma 'kerɛz ɑ̃ mar gɔ̃'prɛnɛs kət tɑ̃'pir wi'tut]
comprends si tu veux hein, si tu ne comprends pas tant pis pour toi
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 a-hent-all oc'h bet aezet a-walc'h ma kerez
['hɛndal hɔh bed 'ɛ:zəd wɑh ma 'kerɛs]
sinon vous avez été facile [bien accueilli, à l'aise] si tu veux
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep hini a rae pe a ra evel e kare hañ ! ya, bet 'deus kartenn hañ ! bet 'teus eu... kaset 'teus ur gartenn da Yvette, gant ur foto, kontant e oa hañ ! kar lâret 'deus din, dilun
[po̞ˈpiːni ʁe̞ pe ʁa we̞l ˈkɑːʁe̞ ɑ̃ - ja bed døs ˈkɑʁtən ɑ̃ - bet tøz ə - ˈkɑs tøz ˈgɑʁtən də iˈvɛt - gɑ̃n ˈfoto - ˈkɔ̃ntɑ̃n wa ɑ̃ - kaʁ ˈlɑːʁ døs tĩ - deˈlyːn]
chacun faisait ou fait comme il voulait hein ! oui, elle a reçu la carte hein ! tu as euh... tu as envoyé une carte à Yvette, avec une photo, elle était contente hein ! car elle m'a dit, lundi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 etrezek lec'h a gare
[trœsɛk le̞h 'ga:rɛ]
vers où il voulait
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lec'h a gare 'h ae
[le̞h 'gɑ:rɛ hɛ]
elle allait là où elle voulait
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma karont e troc'hont ar yeot, pa garfont e reont
[ma 'kɑrɛɲ 'drɔhɛɲ 'jɛwɔt pa 'gɑrfɔ̃ɲ rɛɲ]
s'ils veulent ils coupent l'herbe, quand ils voudront ils font
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a garje a-walc'h mont ivez
[me 'gɑrʃe wɑh mɔ̃n ie]
j'aimerais bien partir aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma karje bezañ graet gant traoù ar vro ne vije ket bet pollution na traoù evel zo bremañ
[ma ’kɑrʃe be gwɛd gɑ̃n trɛw vro: viʒe kə bet poly’sjɔ̃ na trɛw wɛl zo ’bomɑ̃]
si on avait bien voulu avoir fait avec des produits du pays, il n'y aurait pas eu de pollution ni autre comme il y a maintenant
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ma karje chom evel-se
[ma 'kɑrʃe ʃɔm və'se]
si ça pouvait rester comme ça
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma karjen bezañ miret-me ma c'hatchism brezhonek
[ma 'gɑrʃɛn 'beɑ̃ 'mi:rə me mə gɑt'ʃis bɾɛ'zɔ̃:nək]
si j'avais bien voulu garder mon [livre de] catéchisme en breton
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma karje ober un nozvezh dour aze da vihannañ
[ma 'kɑɹʃe o̞:ɹ ə 'nɔ̃:zəz 'du:ɹ 'ɑ:he də vi'ɑ̃nɑ̃]
si au moins il y avait une nuit de pluie là au moins
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ-souden e roin ur bannac'h dour dezhañ ma kar
[bə'zɔ̃m 'roĩn bɑ̃h du:r deɑ̃ ma kɑ:r]
tout à l'heure je lui donnerai un verre d'eau s'il veut
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel e kar e rin hañ
[wɛl kɑ:ʁ ʁĩ ɑ̃]
je ferai comme il voudras
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulskoude 'meus lâret dezhañ ma kar 'no anezhi evit mann
[kus'ku:de møz 'lɑ:ʁə deɑ̃ ma kɑ:ʁ no nɛj wid mɑ̃n]
pourtant je lui ai dit, s'il veut il l'aura gratuitement
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'meus ket keuz ma kerit deus ar pezh...
[mɛ møs kə kœ̃: me 'ke:ʁed dəs pe:s]
moi je ne regrette pas si vous voulez ce que...
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 retornit pa garit
['retɔrnət pa 'ge:rət]
revenez quand vous voulez [Plûned]
Gant : Simona ar C'hamm, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma karjen 'ma bet deskamant
[ma 'kɑʁʃɛn ma be dis'kɑ̃mɑ̃n]
si j'avais voulu j'aurais eu de l'instruction
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ma kerez
[ja mə 'ke:ʁes]
oui si tu veux
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma keret e welfet ar pichoned ma 'peus c'hoant
[me ’kerəd ’wɛlfət pi’ʒɔ̃:nət ma pœs hwɑ̃n]
si vous voulez vous verrez les pigeons si vous voulez
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma karjen 'ma graet herie, oh ba !
[ma 'kɑɹʃɛn ma gwɛt 'hɛje hwɑs o bɑ]
si j'avais voulu j'aurais fait aujourd'hui, oh flûte !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma kar an nen e vo ordin jeu dam da...
[ma kɑ:ɹ nen vo ɔɹ’di:n ʒœ: dɑ̃m tə]
si on veut il y aura toujours des tensions à cause de...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ah ma karjes e oas kat da debriñ ganin. Ma karjes e oas kat da debriñ ganin herie, da greisteiz.
Ah, si tu voulais, tu pourrais manger avec moi, à midi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 kez lec'h e kari
[kɛz le̞h 'kɑ:ʁi]
va où tu veux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! me, ma kar e oan bet dimezet ivez
[o me ma kɑ:ʁ wɑ̃n be di'me:d ie]
oh moi, si j'avais voulu j'aurais été marié aussi
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo aze... ma kar bezañ aet d'ar vilin, lâret 'meus se deoc'h c'hoazh, ma kar bezañ aet da vilin Gêrwern aze, hag e vijen bet paeet ma asurañs ha tout
[ge̞w 'ɑ:he ma kɑ:ʁ be ɛd də 'vi:lin lɑ:ʁ ma ze dɛx hwɑs ma kɑ:ʁ be ɛd də 'vi:lin ge̞ʁ'wɛʁn 'ɑ:he a viʃɛn bet 'pɛ:ɛt ma a'sy:ʁəz dĩ a tut]
si là... si j'avais voulu aller au moulin, je vous ai déjà dit ça, si j'avais voulu aller au moulin de Kêrwern là, et j'aurais été payé, mon assurance et tout
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude hemañ all 'na tremenet ac'hanon aze ti ar charkutiri « dam ma kar bezañ lâret din ivez emezañ e vijes deut ganin ivez 'ba an oto ! »
[a ’gu:de ’hemal na tɾe’me:nəd ɑ̃w ’ɑ:he ti ʃaʁky’ti:ɾi dɑ̃m ma kɑɾ be ’lɑ:ɾəd dĩ ie meɑ̃ viʒɛs dœd gə’nĩ ie ma ’noto]
et après celui-ci de me dépasser là à la charcuterie « dame, si tu avais bien voulu me dire aussi, dit-il tu serais venu avec moi dans la voiture dit-il ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad (ma kar bezañ aet ?) eu... en trente-huit, en trente-huit ou en trente-sept e vije ambochet tud 'ba ar gaz sans diplôme, (ma kar... ma... ma... ma kar bezañ aet eno ?) ha 'nije bet ur retred vat
[mə zɑ:d ma kɑ:ʁ be ɛ:d ə ɑ̃ tɾɑ̃tɥit ɑ̃ tɾɑ̃tɥit u ɑ̃ tɾɑ̃tsɛt viʃe ɑ̃m’boʃə tyt ma gɑ:s sɑ̃ diplo̞m ma kɑ:ʁ ma ma ma kɑ:ʁ be ɛ:d ’e:no a niʒe bed ʁə’tɾɛd vɑ:t]
mon père (s'il avait voulu ?) euh... en trente-huit, en trente-huit ou en trente-sept on embauchait des gens dans le gaz sans diplôme, (s'il... si... si... s'il avait voulu y aller ?) et il aurait eu une bonne retraite
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha c'hoazh ma karjen 'ma bet douar
[a hwɑs ma 'kɑɹʃɛn ma be 'du:aɹ]
et encore si j'avais voulu j'avais eu des terres
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa bet propozet se din, ma karjen bezañ aet da El Biar
[wa be pʁo'po:zət ze dĩ ma 'kɑʁʃɛn 'be:ɑ̃ ɛd də ɛl biaʁ]
on m'avait proposé ça, si j'avais voulu aller à El Biar
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma karjes ober se din ?
[ma ’kɑʁʃɛs ’o:bəʁ ze dĩ]
si tu veux bien me faire ça ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met... met ma kar dezhe dont dont... eu... eu... ar gwener ivez ! a ! te 'ta c'hoant e deuje.... e deujent diryaou !
[mɛ mɛ ma ˈkɑːʁ de̞ dɔ̃n dɔ̃n - ə ə ˈgweːnəʁ ie - a te ta hwɑ̃n ˈdɛʃe ˈdɛʃɛɲ diˈʁiːo]
mais... mais s'ils veulent venir il viennent... euh... euh... le vendredi aussi ! ah ! toi tu voulais qu'il vienne... qu'ils viennent le jeudi !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 patatez zo pezh a gar
[pa’tɑ:təs so pez ə gɑr]
il y a des patates autant comme autant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
ezhomm (kaout –)
-
👂 🔗 Maman 'na c'hoant da welet ac'hanon o vont aze, met ne oa vann d'ober, me 'ma ezhomm da chom er gêr, e oan chomet er gêr da bevarzek vloaz .
Maman na hoan te wéled añoñ von ahe, mè oa vann d'or, mé ma émm de chom gêr, oan chome gêr de barzêg la.
Maman voulait que j'y aille, mais il n'y avait rien à faire, moi je voulais vraiment rester à la maison, j'étais restée à la maison à quatorze ans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
faotañ
-
👂 🔗 ... e faot dezhi ober evel ar baotred, lampat uhel ha galoupat ha...
[fo̞t tɛj o̞:r wɛl 'bo̞tət 'lɑ̃mpəd 'y:əl a ga'lɔ̃mpəd a]
... elle veut faire comme les gars, sauter haut et courir et...
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ a faote dezhañ mont da gousket da krec'h d'ar solier
[ẽ: ’fotɛ deã mõn də ’guskət də kweh də ’zoʎər]
il voulait aller dormir en haut, à l'étage
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude ma mamm a faote dezhi kaout ur plac'h vihan, ha just e oa bet
[a 'gu:de mə mɑ̃m 'fotɛ dɛj kɑ:t plɑh 'viən a ʒys wa bet]
et après ma mère voulait avoir une petite fille, et justement il y en avait eu
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 petra a faot deoc'h !
[pra fɔt tɑh]
que voulez-vous !
Gant : plac'h, o chom e Bear (Trezelan), tud bet ganet e Trezelan .
Dastumer : Tangi
fellet
-
🔗 eñ a felle dezhañ da c'hoût tout an traoù oa 'ba 'r barrouz
[hẽ: 'fɛlɛ deɑ̃ də hu:t tun trɛw wa bar 'bɑrus]
il voulait savoir tout ce qu'il y avait dans la commune
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ma fell dezhe dont
[ma fɛl dɛ: dɔ̃n]
s'ils veulent venir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a fellfe din-me
[me 'fɛlfe dĩme]
moi j'aimerais bien
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e fell... e fell dezhe mont bu lec'h e vezont
[fɛl fɛl dɛ: mɔ̃n by le̞h vɛɲ]
veulent... ils veulent passer par où ils sont
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vez reoù hag a vez ifrontet un tamm 'ba ar genre-se e fell din reiñ... reiñ ar monae dezhe evel e vez lâret kwa, abred pe diwezhat
[pe ve ɹew a ve i’fɹɔ̃tət tɑ̃m ba ʒɑ̃:ɹ ze fɛl dĩ ’ɹɛĩ ’ɹɛĩ ’mɔ̃:nɛ dɛ: wɛl ve lɑ:t kwa a’bɹet pe di’wɛ:t kwa]
quand il y a certains qui sont effrontés un peu dans ce genre-là je veux leur rendre... rendre la monnaie comme on dit quoi, tôt ou tard
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar person a felle dezhañ, eñ, ar c'hatchist a vije ne brezhoneg
[ag ə 'pɛʁsɔ̃n 'fɛle deɑ̃ ẽ̞: hat'ʃist viʃe ɛn bʁɛ'zɔ̃:nək]
et euh... le curé voulait, lui, que le catéchisme soit en breton
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 fellet a ra dezhañ
['fɛləd ʁa deɑ̃]
il veut
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
mankout
-
👂 🔗 ar sunelloù, an hini a lâr... an hini a vank-me da lâret
[zy'nelo 'nini lɑ:r 'nini vɑ̃ŋ me də lɑ:rd]
des traits, ce que dit... que je veux dire moi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e vanke dezhañ e c'harmje
['vɑ̃ŋkɛ 'deɑ̃ 'hɑrmʃe]
il voulait qu'elle pleure [père tardant à laisser sa fille chez la grand-mère]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hi vanke dezhi mont
[hi 'vɑ̃ŋkɛ dɛj mɔ̃n]
elle voulait partir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... hag e vanke dezhañ mont
[a 'vɑ̃ŋkɛ deɑ̃ mɔ̃n]
... et il voulait y aller
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... e vanke dezhañ plantañ anezhe
['vɑ̃ŋkɛ deɑ̃ 'plɑ̃ntɑ̃ nɛ:]
... il voulait les planter
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'da ket nemet ur mab hag e vanke dezhañ bezañ medesin
[da kə mɛ mɑ:b ag e ’vɑ̃ŋkɛ deɑ̃ ’be:ɑ̃ mœ’dœ:sin]
elle n'avait qu'un fils et il voulait être médecin
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... peogwir e vanke dezhi e vijen ganti
[py'gy:ʁ 'vɑ̃ŋkɛ dɛj viʒɛn gɑ̃nti]
... puisqu'elle voulait que je sois avec elle
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
[troioù-lâr / expressions]
-
🔗 n'aje ket 'vat !
['nɑʃe kə hɑt]
elle n'irait pas [elle ne voulait pas aller] !
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'aje ket aze !
['nɑʃe kəd 'ɑhe]
elle n'irait pas là [elle ne voulait pas aller] !