Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
surveiller
diwall
Gwelet an temoù Diwall ha Diwall ar vugale
-
👂 🔗 eñ zo maltouter, d'ar c'houlz-se e oa... e veze gwelet... e veze ar sort-se 'ba... an aodoù aze, war bord an aod aze gouez dezhe, o tiwall ober trafik, met bepred e veze graet ivez
[hẽ: zo ma'tutʲər də 'huls:e wa viʒe 'gwɛ:lɛt viʒe 'sɔrse bah 'otʃo 'ɑhe war bɔr no:d 'ɑhe gwes tɛ: 'tiwal o:r trafik mɛ 'bopəd viʒe gwɛd ije]
il est douanier, à cette époque-là il y avait... on voyait... il y avait cette catégorie-là sur... les côtes là, au bord de la côte là comme ils disent, à surveiller les trafics, mais on faisait quand même
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 diwall
[’diwal]
surveiller, garder
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met diwall anezhe da vont e-barzh 'ma d'ober
[mɛ 'diwal nɛ: dɔ̃:n barz ma do:r]
mais je devais les surveiller qu'ils n'aillent pas dedans
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ezhomm e vez da diwall hañ 'h afent war o genoù
[e:m ve də 'diwal ã 'hafɛɲ war o 'ge:no]
il y a besoin de surveiller qu'ils ne se mettent pas sur la bouche
??? Tomber la tête la première ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met o tiwall e vezen ordin ivez hañ
[mɛt 'tiwal 'viʒɛn 'ɔrdin je ã]
mais je surveillais tout le temps
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
devesha
-
👂 🔗 me zo o tevesha
[me zo te’wesa]
je suis en train de surveiller
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me oa aze o tevesha... o tevesha an armioù
[me wa ’ɑhɛ te’wesa te’wesa ’nɑrmjo]
moi j'étais là à surveiller les armes
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ampich anezhe da vont da laerezh, devesha anezhe
[’ãmpiʃ nɛ: də võn tə ’lɛ:rɛs de’wesa nɛ:]
les empêcher d'aller voler, les surveiller
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
surveilh
-
👂 🔗 E oa kat da winkal ha da ruilhal e bod laezh ha tout. Tout e vije ret surveilh anezhe quoi.
Oa kat te winkel a de ruiel i boud lês a tout. Toud vijé ret survèi nè quoi
Elle [la vache] risquait de ruer et de renverser son pot de lait et tout. Il fallait toutes les surveiller quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E vije ret surveilh anezhe tamm bihan ivez. Abalamour dezhe nompas drailhañ anezhe.
[viʒe ’ʁeːt ’syʁvɛj ne̞ tãm ’biən iə – bãw te̞ d’nõmpas ’dʁajã ne̞]
Il fallait les surveiller un peu aussi. Pour qu'ils ne les abîment pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal