Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
reculer
mont war-dreñv
-
🔗 kerzh war-dreñv un tamm !
[kɛs war'drẽ: ntɑ̃m]
recule un peu !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e-lec'h mont war-raok 'h an war-dreñv
[le̞h mɔ̃n wa'ro:k hɑ̃ war'drẽ̞:]
au lieu d'avancer je recule
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kae war-dreñv
['kɛz war'drẽ]
recule
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kerzh war-dreñv un tamm !
[kɛs war'drẽ: ntɑ̃m]
recule un peu !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
souzañ
-
🔗 souzal
['zu:zəl]
reculer
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 souzañ
['zu:zɑ̃]
reculer
Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. penaos lâret... « da gentañ » e vije lâret peogwir... 2. ah ya ! 'ba... ba al linenn gentañ e vijent 1. just ya ! 2. ya peogwir 'oarent ket galleg na... 'oarent mann ebet ha... 2. peogwir e oant muioc'h eu... 2. ha neuze 'souzent diwar mann ebet kwa 1. just ya, se ya
1. [pəˈnɔ̃ːz ˈlɑːʁət - də ˈgentɑ̃ viʒe ˌlɑːt pyˈgyːɹ] 2. [a ja - bah bah ˈliɲən ˈgentɑ̃ viʒɛɲ] 1. [ʒys ja] 2. [ja pyˈgyːɹ waˈɹɛɲ kə ˈgɑlək - na ˈwɑːɹɛɲ ˈmɑ̃nbet a] 1. [pyˈgyːɹ wɑ̃ɲ ˈmyːɔx ə] 2. [a ˈnœːhe - zuˈzɛɲ cə diwar ˈmɑ̃nbet kwa] 1. [ʒys ja - ze ja]
1. comment dire... « au front » qu'on disait parce que... 2. ah oui ! en... en première ligne qu'ils étaient 1. juste oui ! 2. oui puisqu'ils ne savaient pas le français ni... ils ne savaient rien et... 2. puisqu'ils étaient plus euh... et alors ils ne reculaient devant rien quoi 1. juste oui, ça oui
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 souzit ho fri diwar ar c'hrampouezh !
['zu:zəd o vri: diwar 'hrɑ̃mpus]
reculez [enlevez] votre nez des crêpes [quand les enfants sont trop curieux] !
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evel-se kompren a rez 'da souzet met a-hend-all n'onn ket penaos e vije bet kont
[a və'se kɔ̃mpʁɛz ə da 'zu:zə mɛ hɛn'dɑl nɔ̃ kə pə'nɔ̃:z viʒe be kɔ̃n ɑ̃]
et comme ça, tu comprends, ils avaient reculé mais sinon je ne sais pas comment ça se serait passé
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
souzañ a-dreñv
-
🔗 ...o souz a-dreñv
[su:z drẽ:]
... qui reculait
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hemañ 'neus graet ur souz a-dreñv
['hemɑ̃ nøz gwɛd ə zuz'drẽ:]
celui-ci a fait un mouvement de recul
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 souz a-dreñv !
[’zuz drẽ]
recule !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha neuze ma'c'h arrient betek hennezh e souzent a-dreñv, ne vijent ket pell o retorn e-barzh en o fark sell, ma vije unan evel-se e-barzh ar park.
[a nœhe ma 'hajɛŋ bete 'hẽːs 'zuːzɛŋ 'dʁẽː – vi'ʒɛŋkə 'pɛl 'ʁetɔʁn bahno 'faʁk sɛl – ma viʒe 'yn vəse bah 'paʁk]
Et alors si elles [les vaches] arrivaient jusqu'à lui [le fil électrique], elles reculaient, elles ne mettaient pas longtemps à retourner dans leur champ, s'il y en avait un comme ça dans le champ.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'mije bet souzet a-dreñv alies
[miʒe be 'zu:zəd dʁe̞: a'li:ɛs]
j'aurais souvent reculé
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
mont a-souz
-
🔗 ret vo dezhañ mont a-souz
[rɛd vo 'deã mõn zu:s]
il faudra qu'il recule
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
adkas a-dreñv
-
🔗 adkaset a-dreñv
[hat'kɑsəd drẽ:]
reculé [château déconstruit et reconstruit]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi