Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

arrêter

aretiñ

  • 🔗 aretiñ

    [a'rɛti]

    arrêter

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ-souden ec'h an d'aretiñ

    [bə'zɔ̃m hɑ̃ da'rɛtĩ]

    tout à l'heure je vais arrêter

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 goude 'neus aretet d'ober

    [’gu:de nøz a’retəd do:r]

    après il a arrêté de le faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aret da voutañ warnon ivez 'ta !

    [’ɑ:rɛt tə ’vutɑ̃ warnɔ̃ jə tɑ]

    arrête de me pousser aussi donc !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aretit kar kaozeal a rit gwelloc'h eviton-me !

    [a'rɛtət kɑr ko'zeəl rɛt wɛlɔh wi'tɔ̃ me]

    arrêtez car vous parlez mieux que moi [breton] !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

paouez

  • 👂 🔗 neuze e lâre « paouez paouez paouez ! »

    ['nœe 'lɑ:rɛ 'pɔwəs 'pɔwəs 'pɔwəs]

    alors il disait « arrête arrête arrête ! »

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 paouezet 'meus da labourat

    [pɔ'we:zɛt møz də la'bu:rət]

    j'ai arrêté de travailler

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret vo din paouez

    [rɛd vo dĩn 'powəs]

    il faudra que j'arrête

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 poent eo paouez

    [pwɛn e̞ 'powəs]

    il est temps d'arrêter

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 paouez

    ['powəs]

    arrêter, cesser

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ-souden ec'h an da baouez

    [bə'zɔ̃m hɑ̃ də 'bɔwəs]

    tout à l'heure je vais arrêter

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 paouez da voutañ warnon !

    ['powəs tə 'vutɑ̃ warnɔ̃]

    arrête de me pousser !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Paouez d'ober betisoù !

    Powz do bétizo !

    [powz do betizo]

    Arrête de faire des bêtises !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Paouez da dermal !

    Powz de dèrmeul !

    [powz də dɛʁməl]

    Arrête de te plaindre !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Paouez da c'harmat !

    Powz harmeut !

    [powz haʁmət]

    Arrête de pleurer !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Paouez da huchal !

    Powz hucheul !

    [powz hyʃəl]

    Arrête de crier !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Paouez da c'hoari !

    Powz de c'hwaï !

    [powz də xwaj]

    Arrête de jouer !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Paouez da redek !

    Powz de rédék !

    [powz də ʁedek]

    Arrête de courir !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Paouez d'ambetiñ ac'hanon !

    Powz dan-béti an-no.

    [powz dãbeti ãno]

    Arrête de m'embêter !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ha goude operiñ eben ? o nann emezon-me, gwelloc'h eo din paouez

    [a ’gu:de o̞’pe:ʁĩ i’be:n o nɑ̃n ’mɔ̃mɛ ’wɛlɔh ɛ dĩ ’po̞wəs]

    et après opérer l'autre ? et bien non, je préfère arrêter [de danser]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'neus ket soufret an traoù re, ar baturenn, ar belouzenn a oa paouezet da labourat ivez

    [nøs kə ’zufɾət tɾɛw ɾe ba’ty:ɹən bə’lu:zən ’ɑ:he wa be ’po̞wzəd la’bu:ɹad ie]

    les cultures n'ont pas trop souffert [de la chaleur], la pâture, la pelouse avait cessé de pousser aussi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 paouez da skrapat da benn pa vezan o kaozeal

    ['powəz də 'skrɑ:pəd də bɛn pa vɛ:n ko'zeəl]

    cesses-donc de te gratter la tête quand je te parle !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

serriñ

Gwelet an tem Serriñ

  • 👂 🔗 ha goude e oa adserret adarre

    [a ’gu:de wa had’zɛʁəd ’dɑ:e]

    et après il avait été de nouveau interpellé [par les gendarmes]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi