Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

tromper (se –)

trompañ (en em d–)

  • 🔗 en em drompet oa 'ba e goñchoù

    [nɔ̃n 'drɔ̃mpəd wa ba i 'gõʃɔ]

    il s'était trompé dans ses comptes

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne soñj ket din en em drompan

    [ʒɔ̃:s kə tĩ nɔ̃n ’dʁɔ̃mpɑ̃]

    je ne pense pas me tromper

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze en em drompañ deus an devezhioù marteze

    ['ɑhe nɔ̃n 'drɔ̃mpɑ̃ dœz ən de'we:ʒo ma'te:ze]

    là je me trompes de journées peut-être

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 en em drompet out, evel-se eo ret ober

    [nɔ̃n 'drɔ̃mpəd ut 'vise e rɛd 'o:bər]

    tu t'es trompé, c'est comme ça qu'il faut faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 arru a ran d'en em dromplañ gante kar ne vez ket komzet ken... deus an traoù-se

    [ɑj rɑ̃ də nɔ̃n 'drɔ̃pɑ̃ gɑ̃tɛ kar ve kə 'kɔ̃mzə ken dəs trɛw ze]

    j'arrive à me tromper sur eux car on ne parle plus... de ces choses-là

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'ez ket d'en em drompañ !

    [nɛs kə də nɔ̃n 'drɔ̃mpɑ̃]

    ne vas pas te tromper [fais attention de ne pas te tromper] !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bep tro en em drompe Sesil

    [bo̞p tʁo̞ nɔ̃n 'dʁɔ̃mpɛ se'sil]

    Cécile se trompait à chaque fois

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 abaoe... abaoe 'h on en oa... abaoe 'h on en oad da... da votañ, ma wech kentañ ya, ma gartenn 'meus... 'meus anezhi, 'meus ket c'hoant d'en em drompañ, xxx ( ?) lâret dit hañ, abaoe 'h on o votañ e votan kommunist, met ma gartenn 'meus anezhi neuze abaoe...

    [bwe bwe hɔ̃ nwɑ - bwe hɔ̃ nwɑ:d də də 'vo̞tã - mə weʃ 'kentɑ̃ ja - mə 'gɑɹtən møs møz nɛj - møs kə hwɑ̃n də nɔ̃n 'dɾɔ̃mpɑ̃ - pəbulz 'lɑ:ɹə tid ɑ̃ - bwe hɔ̃ 'vo̞tã 'vo̞tã komy'nist - mɛ mə 'gɑɹtən møz nɛj 'nœ:he bwe]

    depuis... depuis que j'ai l'âg... depuis que j'ai l'âge de... de voter, ma première fois oui, ma carte je l'ai... je l'ai, je n'ai pas envie de me tromper, xxx ( ?) te dire hein, depuis que je vote je vote communiste, mais ma carte je l'ai alors depuis...

    ???

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

c'hwit(et) (bezañ –)

  • 👂 🔗 egile all a oa difaraket hag evel-se... met ar pezh a vo bet a vo bet bepred hag ar pezh ne vo ket... met amañ e oant c'hwitet war ma forzh, amañ pa oa kistion da goudroniñ, ma kar... ma kar bezañ skoet ur c'hamionad mein deus talek ar pignon e vije bet plat evel... evel du-hont, gwelet a rez

    [e’gi:le ɑl wa ˌdifa’rɑkət a vi’se mɛ pe:z vo bet vo bed ’bopət a pez vo kə mɛ ’ɑ̃mɑ̃ wɑ̃ɲ ’hwitəd war ma bɔrs ’ɑ̃mɑ̃ pwa kis’tiɔ̃n da gu’dɾɔ̃:nĩ ma kar ma kar be ’skoəd ə hɑ̃’mjɔ̃:nə mɛɲ dəs ’tɑlɛk ’piɲɔ̃n viʒe be plɑt wɛl wɛl ’dyɔ̃n gwɛ:l ə res]

    l'autre là [barrière] était défoncée et comme ça... mais il y aura ce qu'il y aura, et ce qu'il n'y aura pas... mais ici ils s'étaient plantés pour ma cour, ici quand il était question de goudronner, s'il avait voulu... s'il avait voulu benner un camion de pierres à partir du pignon, ça aurait été plat comme... comme là-bas, tu vois

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 c'hwitet on

    ['hwitəd ɔ̃]

    je me suis trompé

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

[troioù-lâr / expressions]

  • 🔗 kemer gwregon evit prun

    ['kemɛr 'gwɛ:gɔ̃n wit pry:n]

    prendre des prunes sauvages pour des prunes [se tromper]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

skeiñ a-gostez

  • 👂 🔗 n'arrient ket da... da... da skeiñ kalz a-gostez

    [na'jɛɲ cə də də də skɛɲ kɑlz 'kɔste]

    ça ne leur arrivait pas de... de... de se tromper de beaucoup [volume d'une barrique]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

mankout

  • 👂 🔗 ma 'h out manket, hi 'deus dizvanket ac'hanout

    [ma hud 'mɑ̃ŋkət hi døz diz'vɑ̃ɳkəd 'ɑ̃:nut]

    si tu t'es trompé, elle t'a détrompé [corrigé]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi