Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
mon, ma, mes
ma
-
👂 🔗 Ne 'meus ket soñj deus ma yaouankiz kement se.
Meus ke joñch deus me yaouañkis kémé-se.
Je ne me souviens pas tant que ça de ma jeunesse.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Et voilà ma buhez un tamm bihan.
Et voilà me bué tamm bïen.
Et voilà un peu ma vie.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah nann, marteze 'meus bet graet gant ma daouarn, ya.
A nann, martéé meus pé gwèt gan me dowarn, ya.
Ah non, peut-être que je l'ai fait à la main [traire].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Neus ket glebiet 'met ma dorn en tu kontrefet.
Neus ke glébiet mè me dorn tu kontrfét.
Il n'a mouillé que le dos de ma main.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma gazh bihan 'neus bet ur bannac'h laezh, met war e droad 'neus bet anezhañ, war e lost.
Me gas pïen neus bé bañh lês, mè war i droat neus bé néañ, war i lost.
Mon petit chat [imprimé sur le set de table] a eu du lait, mais c'est sur sa patte qu'il l'a eu, sur sa queue.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz goude neuze pa 'meump gallet kaout anezhañ, feiz neuze ma vamm, ma vamm-gaer neuze 'neus laosket he venaj neuze.
A fé goudé neuhé, pé meum gallet kad néañ, fé neuzé me vamm, me vamm-gèr neuhé neuz losked i vénach neuhé.
Et ensuite, quand nous avons pu l'avoir [la ferme], ma belle-mère a laissé sa ferme.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa 'na gwelet anezhañ o vont d'an ti ha klevet an alc'hwez o tont en-dro, allez bremañ ma flac'h emezañ, en em debrouilhit gant ma paotr aze ma karit.
Pé na gwéle néañ von te’n ti a klêwet ’n alhwé ton dro, alé, brœmañ me vlah méañ, non débrouillit gan ma pot ahé, ma kéêt.
Quand il l'avait vu atteindre la maison et qu'il avait entendu la clé tourner : « Allez, maintenant ma fille, dit-il, débrouillez-vous avec mon garçon si vous voulez. »
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met feiz, avat, chomet e oa ma gochon bihan bev. Ah ya ! Laket ur pañsamant dezhañ war-benn ha tout, graet se brav, comme il faut.
Mè fé hat, chome oa me gochon bien béw. A ya ! Lake pañsaman déañ war-bènn a tout, gwèt sé braw, comme il faut.
Mais mon petit cochon avait survécu. Ah oui ! [J'avais] mis un pansement dessus et tout, fait ça bien, comme il faut.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ur robenn wenn hag ur voile, pechoñj, war ma fenn. Ya. Botoù gwenn ha tout.
Robenn wènn ha e voile, pé soñj, war me vènn. Ya. Boto gwènn a tout.
Ur robe blanche et un voile, s'il vous plaît (= quand même, tu te rends compte!), sur ma tête. Oui. Des chaussures blanches et tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah ya, pa 'mije... loened ganin e-barzh an... N'houlennen ket mont ma-unan, gant ma drakteur.
A ya, pa mijé... loênet kenin bah... n’oulènn ke mon mehun, gan me drakteur.
Ah oui, quand j'avais des animaux dans le... Je ne voulais pas aller seule avec mon tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Kollet meus ma oremuz.
[ˈkɔlə møs me oˈʁemys]
J'ai perdu la raison, j'ai perdu le nord, j'ai perdu la tête.
Le Dû 2012a p.389 (oremus) Le Dû 2012b p.231 (fil) Le petit Larousse illustré, 2004, p. 723 orémus (lat. oremus, prions, mot prononcé dans les messes en latin par le prêtre pour inviter à la prière). Fam., vx. prière
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Oh ma Doue c'hoazh hañ ! (J : Petra a zo ?) Mann ebet !
[oː maː ˈdue hwɑz ɑ̃] [mɑ̃n bet]
Oh mon Dieu encore hein ! (J : Qu'est-ce qu'il y a ?) Rien !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !
[se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]
Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 (met dilañs teus tapet !) Dilañs meus ya (ha ne teus ket adtapet anezhañ abaoe !) nann ma Doue derc'het dilañs abaoe !
[ˈdilɑ̃s møs ja - a nɑ̃n ma ˈdue – ˈdɛhɛ ˈdilɑ̃s əˈbwe]
(mais tu as pris du retard) Jai pris du retard (et tu n'as jamais rattrapé le retard ensuite) non bon sang je maintiens mon retard depuis !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Park Kongar a zo unan ma faotr.
[paʁk ˈkɔ̃gaʁ zo yn mə voːt]
Il y en a un qui s'appelle Park Kongar mon gars.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien