Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
puisque
pa
-
🔗 ezhomm zo derc'hen ar brezhoneg pa omp Bretoned hag e-se
[e:m zo 'dɛrhɛn bre'zõ:nək pe õm bre'tõ:nəd a e’se]
il faut garder, préserver le breton puisque nous sommes Bretons
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa ne oa ket nemet unan, neuze oa muioc'h hardi ivez
[pe wa kə mɛd yn 'nœhe war 'myɔh 'hɑrdi ije]
puisque il n'y en avait qu'un, il était plus téméraire aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met lak Lec'h Lean pa 'meus ket soñj
[... ˌle̞ɣ ˈleˑɑ̃n ...]
mais mets Lec'h Lean puisque je ne me souviens pas
Runan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivoñ ar Bihanig, ganet e 1953 e Runan, o chom e Runan, tud bet ganet e Runan / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'mije renket doublañ evel-just pa 'ma kollet an hanter deus ma bloavezh
[miʃe ’rɛŋkəd ’du:blɑ̃ wɛl’ʒyst pe mɑ ’kɔlə ’nɑ̃ntər dəz mə ’blɑwəs]
j'aurais dû doubler bien sûr puisque j'avais perdu la moitié de mon année
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 pa oa gweet e c'har
[pe wa 'gweɛd i hɑ:r]
puisque sa jambe était tordue [d'avoir été brûlée]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Se ne oa ket ur c'hleñved hañ. Se ne oa ket ur c'hleñved hañ, nann, nann. Pa oas kat d'ober e raes hañ.
Zé oa ke hleñved añ. Zé oa ked hleñved añ, nann, nann. Pé oas kat t’or rès añ.
Ça n'était pas une maladie [être enceinte]. Ça n'était pas une maladie, non. Quand tu étais capable de le faire [travailler], tu le faisais.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met gwashañ eo a-wezhioù, boñ, pa ar c'hased patatez a oa ganin ivez, met gouzout a oarez a-wezhioù, ar patatez 'h ae tout... a-wezhioù 'mije ket kaer ur bern patatez ken.
Mè gwasañ 'h è (a)wêjo, boñ, pé hasat patatez oa genin ie, mè goûd oares, (a)wêjo, patates 'h è tout... (a)wêjo mijé ke kèr bèrn patates kén.
Mais le pire, parfois... Puisque j'avais la caisse de pomme de terre avec moi... Mais tu sais, les pommes de terre... Parfois il ne me restait plus beaucoup de pommes de terre.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 pa 'mijemp deverioù d'ober pa vezemp arru d'ar gêr deus ar skol
[pe miʒɛm de'vejo do:r pe viʒɛm ɑj ge̞:r dəs sko:l]
puisque nous avions des devoirs quand nous arrivions à la maison de l'école
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oamp savet asambles
[pə wɑ̃m 'zɑ:və 'sɑ̃məs]
puisque nous avons été élevés ensembles
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 evel-se a raemp pa 'ma desket anezhe
[və’se rɛm pe ma 'diskə nɛ:]
on faisait comme ça puisque je leur avais appris [chevaux]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha bremañ e deu honnezh ganti amañ, e-plas eu... e-plas Louis, Louis Le Coq a deue ganti kwa, ha 'deu ket bremañ, n'eo ket kat da dont ken pa eo marv
[a 'bʁœmɑ̃ dø hɔ̃:z 'gɑ̃nti 'ɑ̃mɑ̃ - plɑs ə plɑs lwi - lwi lə kɔk dɛ gɑ̃nti kwa - a 'døkə 'bʁœmɑ̃ - ne̞ kə kɑd dɔ̃n ken pe e̞ mɑʁw]
et maintenant celle-là vient avec elle ici, à la place de... à la place de Louis, Louis Le Coq venait avec elle quoi, et il ne vient pas maintenant, il ne peut plus venir puisqu'il est mort
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
peogwir
-
👂 🔗 Eviton-me e oa se un dra bennak bepred peogwir feiz e douchen familiales diwarni bepred.
Witon-mé oa zé en dra bénnak bopet, pegur fé douchèn familiales diwarni bopet.
Ça représentait quelque chose pour moi en tout cas, puisque je touchais les aides familiales grâce à elle.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met neuze, neuze en em enerve a-wezhioù. Ur c'hras kaer e vije dezhañ c'hoazh peogwir ne oa ket kat d'ober. Eñ. Eñ ne oa ket kat.
Mè neuhé, neuhé non énèrvé (a)wêjo. Hras kèr vijé deañ hoas pegur oa k' kat t'or. Eñ. Eñ oa ke kat.
Mais alors il s'énervait parfois. Ça l'arrangeait bien [pourtant] [que nous soyons là], puisque lui ne pouvait pas le faire. Lui. Il ne pouvait pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Beñ, hennezh a oa e-unan ivez abaoe e oa yaouank peogwir ne oa ket nemetañ.
Beñ, heñ oa ihun ie bwé oa yowank, pegur oa ke mèrtañ.
Il était seul depuis qu'il était jeune, puisqu'il n'y avait que lui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 gwechall e vije degaset maerl 'ba euh... 'ba an douar peogwir e oa... hag e vije kokich, kokich-mor a vije lâret dioute, eñ a vije gwenn aze
[gwe’ʒɑl viʒe ’djɛsə mɛrl bah ə ban ’duar py’gy:r wa a viʒe ’kokiʃ ˌkokiʒ’mo:r viʒe lɑ:t tjɔ̃tɛ ẽ̞: viʒe gwɛn ’ɑe]
autrefois on faisait venir du maerl dans euh... dans la terre puisqu'il y avait... et il y avait des coquillages, des coquillages de mer qu'on disait, c'était blanc là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo kaoz e oa en em gavet bern koad, bern koad a oa en em gavet aze, minapl, minapl, peogwir ni a veze o tic'harzhañ ar c'hleuz, e veze ur blantenn vihan euh... evel euh... evel ur blantenn graoñ pe ur blantenn... pe... ha goude ec'h arrie plantennoù klevez, kelvez, evel ur blantenn gistin ha neuze evel... evel ur blantenn chêne
[zes ko wa nɔ̃n gɑ:d bɛrn kwɑt bɛrn kwad wa nɔ̃n ’gɑwəd ’ɑhe ’mi:nəp ’mi:nəp pə’gu:r nim viʃe ti’hɑrzɑ̃ hlœ̃: viʃe ’blɑ̃ntən ’viən ə wɛl ə wɛl ə ’blɑ̃ntən grɔw pe ’blɑ̃ntən pe a ’gu:de ’hɑjɛ plɑ̃n’teno ’kelve ’kelve wɛl ə ’blɑ̃ntən ’gistin a ’nœhe wɛl wɛl ə ’blɑ̃ntən ʃɛ:n]
c'est pour ça que le nombre d'arbres avait augmenté, le nombre d'arbres avait augmenté là, incroyable, incroyable, puisque nous débroussaillions le talus, il y avait un petit plant euh... comme euh... comme un plant de noisetier ou un plant... ou... et après se développemaient des plants de noisetiers, noisetiers, comme un plant de châtaignier et alors comme... comme un plant de chêne
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ah ya ah marteze ya kazi a oa...gortoz... ul lod dontañ ne labouren ket peogwir a oa leun...ne oa ket nemet mein.
[a ja a maˈtee ja ˈkahe wa ˈgotos loːd ˈdɔ̃tɑ̃ labuˈʁɛn kət pyː wa lœn ˈwa kə mɛ mɛɲ]
Ah oui ah peut-être oui il y avait quasiment...attends... une partie du champ que je ne travaillais pas puisqu'il était plein...il n'y avait que des cailloux.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Peogwir a-raok a oamp 'ba Sant-Laorañs.
[pyː ʁoːk wɑ̃m ba zɑ̃ˈlɔːʁɑ̃s]
Puisque auparavant nous étions à Sant-Laorañs.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
a-benn
Gwelet an temoù A-benn, A-benn ur bloaz ha A-benn + niver + miz
-
👂 🔗 Kar n'en em welan ket me neblec'h ebet aze. Koulskoude e klean bezañ ivez a-benn emañ ar foto-se aze. Peogwir emañ Henri, feiz, me a gleje bezañ ivez.
[ka nõn we’lã kə me ni’blɛhəbet ahe – ku’skuːde ’gleã ’beã iə bɛn mã ’fotozə ahe – pə’gyːʁ mã ãʁiː fe me ’gleʃe ’beã iə]
Car je ne me vois nulle part. Pourtant je dois bien y être, puisque cette photo est ici. Puisque Henri y est, je devrais y être aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. a-benn 'na... 2. toullet he baner 1. a-benn 'na kreuvet he baner dezhi ! oh, daonet e vo !
1. [be̞n na] 2. [’tuləd i ’bã:nər] 1. [be̞n na ’krœ:vɛd i ’bã:nər dɛj - o ’dɑ̃wnəd ə vo]
1. pour avoir... 2. troué son panier 1. pour avoir crevé son panier ! oh, sacredieu !
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
evel
-
👂 🔗 evel 'ma laket anezhañ e-barzh 'ma kavet anezhañ an deiz-war-lerc'h beure, a-benn neuze ne oa ket aet pell goude sur a-walc'h peogwir... kar reut-mat e oa dija a-benn ar beure kwa donc e oa ur pennad e oa e oa marv
[wɛl ma ’lɑkə neɑ̃ bɑɹs ma kɑ:d neɑ̃ dewaɹ’lɛɹh ’bœ:ɹe bɛn ’nœ:he wa kəd ɛd bɛl ’gu:de zyɹ’wɑh py’gy:ɹ kaɹ ɹœt’mɑd wa deʒa bɛn ’bœ:ɹe kwa dɔ̃ŋk wa ’pɛnə wa wa mɑɹw]
comme je l'avais mis dedans je l'avais retrouvé le lendemain matin, pour alors il n'avait pas vécu longtemps sans doute puisque... car il était bien raide déjà pour le matin quoi donc ça faisait un moment qu'il était mort
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi