Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

balancer

darc'hañ

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bet int darc'het kuit ivez

    [bed iɲ 'dɑrhət kwid ije]

    ils ont été balancés aussi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, oh ma Doue ya, ha 'ba ar salioù ivez euh... 'ba ti an dantist e welan zo laket pas darc'hañ ur chewing-gum kuit peotramant... abalamour da, abalamour d'an hini a vez oc'h ober menaj

    [ja o ma ’due ja a bah ’zɑ:ljo ie ə bɑh ti dɑ̃’tist wɛ:lɑ̃ zo ’lɑkət pɑz ’dɑrhɑ̃ ʃwiŋ’gɔm kwit pe’tɑ̃m bɑ̃m tə bɑ̃m tə n:i ve ho:r ’menɑʃ]

    oui oh mon Dieu oui, et dans les salles aussi euh... chez le dentiste je vois que c'est mis de ne pas balancer son chewing-gum sinon... à cause de, à cause celle qui fait le ménage

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 unan anezhe paotr o ta... o tapet e vaionet, o tarc'hañ un taol ha pouf, pouf, kreuvet ar ballon dirigeable

    [yn nɛ: pɔt tɑ ’tɑpəd i vajo’nɛt ’tɑrhɑ̃ nto:l a puf puf ’krœ:vəd balɔ̃ diri’ʒɑb]

    l'un d'eux mon gars de pre... de prendre sa baionette, de balancer un coup et pouf, pouf, le ballon dirigeable crevé

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 darc'hañ anezhe kuit

    ['dɑrhɑ̃ nɛ: kwit]

    les balancer

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 darc'hoet 'teus anezhe

    [dar'hoət tøz nɛ:]

    tu les as balancées

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'ez ket da darc'hañ anezhañ en traoñ an dro-mañ

    [nɛs kə 'dɑrhɑ̃ neɑ̃ trow ndro: mɑ̃]

    ne va pas le balancer en bas [par terre] ce coup-ci

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 darc'hoet 'teus anezhi kuit

    [dar'hoə tøz nɛj kwit]

    tu l'as balancé

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 darc'hoet 'ma anezhañ

    [dar'hoə ma neɑ̃]

    je l'avais balancé

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 darc'hoet 'teus anezhañ

    [da'rhoɛt tøz neɑ̃]

    tu l'as balancé

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

difindaoniñ

  • 🔗 prest e oan da difindaoniñ anezhi n'onn ket pelec'h

    [pre̞st wɑ̃n də ˌdivin’dɑ̃wnĩ nɛj nɔ̃ kə ple̞h]

    j'étais sur le point de la balancer je ne sais où [à propos d'une personne particulièrement agaçante]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi