Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

raison

rezon

  • 🔗 rezon 'teus 'vat

    ['re:zɔ̃n tøs hɑ]

    tu as raison

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 rezon 'neus

    ['re:zɔ̃n nøs]

    elle a raison

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Rezon a oa ganit.

    Rèzon-n wa geunit.

    [ʁɛzõn wa gønit]

    Tu avais raison.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 hep sujed na rezon evel a lâre ar reoù gozh kwa

    [heb ’ʒy:ʒəd na ’rɛ:zɔ̃n wɛl ’lɑ:rɛ rew go:s kwa]

    sans raison valable comme disait les anciens quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ne lâran ket emañ ar rezon ganin aze

    [mɛ 'lɑ:ʁɑ̃ kə mɑ̃ 'ʁɛ:zɔ̃n gə'nĩ 'ɑ:he]

    mais je ne dis pas que j'ai raison là

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met me 'lâran ket emañ ar rezon ganin

    [mɛ mẽ laˈɹɑ̃ kə mɑ̃ ˈɹeːzɔ̃n gəˈnĩ]

    mais moi je ne dis pas que j'ai raison

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

sujed

  • 👂 🔗 hep sujed na mann ebet kwa, ar vugale ale... e tape krog ennañ, e vez ret dit plegañ adarre, gant ar reglenn aze, skeiñ, hein, peotramant neuze ec'h arri dre a-drek da skeiñ war da skouarn

    [heb 'ʒy:ʒəd na mɑ̃n'bet kwa ə vy'gɑ:le 'ɑ:le 'tɑpe kʁɔ:g nenɑ̃ ve ʁɛd dit 'ple:gɑ̃ dɑj gɑ̃n 'ʁe:glən 'ɑ:he sko̞j ɛ̃ pe'tɑ̃mɑ̃n 'nœ:he hɑj dʁe dʁek də sko̞j waʁ də skwɛʁn]

    sans raison ni rien quoi, les enfants, allez... il [instituteur] le saisissait, tu dois te pencher de nouveau, avec la règle là, taper, hein ! sinon alors il arrive par derrière pour te frapper l'oreille

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi