Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
tout du long
penn-da-benn
-
👂 🔗 penn-da-benn 'teus douget anezhañ ?
[ˌpɛdə'bɛn tøz 'du:gə neɑ̃]
tu l'as porté tout du long ?
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 penn-da-benn
[pɛdə'bɛn]
d'un bout à l'autre, tout du long
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un duellenn zo penn-da-benn da gas dour da grec'h
[ən dy’ɛlən zo pɛdə’bɛn də gas du:r də kweh]
il y a un tuyau tout le long pour faire monter l'eau
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 penn-da-benn aze, deus talek...
[pɛdə'bɛn ɑhe døs 'tɑlɛk]
tout du long là, à partir de...
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha 'h aes penn-da-benn aze hep-ha-hep
[a hɛs ˌpɛdə'bɛn ɑhe hepə'hep]
et tu allais tout le long [de la route] là (sans rien du tout ? Sans aucune maison)
??? Hep-ha-hep
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 faout eo penn-da-benn
[fɔwd ɛ ˌpɛdə'bɛn]
elle est fendue tout du long [dans la longueur]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 spilhoù penn-da-benn
['spiʎo pɛdə'bɛn]
des épingles tout le long
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
hed-ha-hed
-
👂 🔗 da sevel euh... hed-ha-hed ar frontière Finister betek Montroulez, aze 'ma plas da redek kwa hein
[də ’ze:vəl ə ˌhetahedˈ ə fʁɔ̃’tjɛʁ finis’tɛʁ bekə mɔ̃n’tʁu:ləs ’ɑhe ma plɑs tə ’ʁe:dɛk kwa ɛ̃]
pour remonter euh... tout le long de la frontière du Finistère jusqu'à Montroulez, là j'avais de la place pour courir quoi hein [déplacements professionnels]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ta kouloar hed-ha-hed
[ta ku’lwɑ:ɹ ˌheta’he:t]
tu avais un couloir tout du long
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pevar gwele hed-ha-hed
['pɛwaɹ 'gwe:le ˌhetaˈhe:t]
quatre lits tout du long
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur c'houloar 'ba ar c'hreiz hed-ha-hed
[ə hu'lwɑ:ɹ bah hɹɛjs ˌhetaˈhe:t]
un couloir au milieu tout du long
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi