Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
enfin
anfin
-
👂 🔗 Anfin, evel se e oa kont.
Añfin, vesé oa kon.
Enfin, c'était comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Anfin, an hini deus du-mañ a oa a vent vrav. 2. Ne oa ket bihan bihan.
Añfin, 'n ni deus tu-mañ oa vèn vraw. Oa ke bïen bïen.
Enfin, le nôtre était de grande taille. Il n'était pas tout petit.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ne oaran ket penaos e vez lavaret se e brezhoneg met anfin...
Oaran ke penoz vé lât zé brézonek, mèd añfin…
Je ne sais pas comment on dit ça en breton mais enfin...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Beñ, degaset e vije traoù dit ha 'ta des comptes-rendus pe un dra bennaket d'ober, met ul levr 'ma, ha evel se 'mije kopiet warnañ, ne oa ket diaes d'ober. Met anfin, bepred 'mije graet... bepred e raen anezhe quoi...
Beñ, dièse(t) vijé trèw dit a ta des comptes-rendus pé 'n dra bennaket t'or, mè léver ma, a vesé mijé kopiet warnañ, oa ket diaes t'or. Mèd añfin, bopet mijé gwèt... boped rèn nè quoi...
Ben, on t'envoyait des choses et tu avais des comptes-rendus ou quelque chose comme ça à faire. Mais j'avais un livre et du coup je copiais dessus, ce n'était pas difficile. Mais enfin, je le faisais en tout cas... Je les faisais en tout cas...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal