Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

comme il faut

etat (en –)

  • 👂 🔗 eñ a vez graet en etat

    [hẽ̞: ve gwɛt 'netət]

    il est fait à la perfection [nid avec de la mousse au fond]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze 'meus debret ma adverenn en etat ya

    ['ɑɛ møz 'dɛ:bəd mə ha'vɛrn 'netəd ja]

    là j'ai bien mangé mon goûter oui [comme il faut]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 divarrañ a rez anezhe en etat Michel

    [a di'vɑrə rɛz nɛ: 'netət miʃɛl]

    tu les élagues parfaitement Michel

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha du-mañ e oa ur c'hav hag a oa graet gant... e oa ur c'hav aze hag e oa... e oa graet e-pad ar brezel hag e oa graet gant pri hag un doenn blouz, un doenn soul warnañ, ya, ha graet en etat gant an hini 'na graet anezhañ paotr, eñ a ouie ober hañ

    [a 'dymɑ̃ wa hɑw wa gwɛ kɑ̃ wa hɑw 'ɑhɛ a wa wa gwɛt pad 'bre:zəl a wa gwɛ gɑ̃n pɾi: a 'ndoən blu:z 'ndoən zu:l warnɑ̃ ja a gwɛd 'netət gɑ̃n n:i na gwɛd neɑ̃ pot hẽ̞: wiɛ o:r ɑ̃]

    et chez moi il y avait une cave qui avait été faite avec... il y avait une cave là qui était... avait été faite pendant la guerre et elle avait été faite avec de l'argile et un toit de paille, un toit de chaume, oui, et fait impeccablement par celui qui l'avait faite mon gars, lui il savait faire hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha gwechall kompren a rez e konte an iliz ivez kar aze e veze graet euh... an traoù en etat a veze graet ha

    [a gwe'ʒɑl kɔ̃mpʁɛs 'gɔ̃nte 'ni:lis 'ije kaʁ 'ɑhe viʒe gwɛd ə ntʁɛw 'netat viʒe gwɛt ɑ]

    et autrefois tu comprends, l'église comptait aussi car là on faisait euh... les choses comme il fallait on faisait et...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an traoù a veze 'vat en etat pa vezemp evel-se 'ba tammoù fetchoù

    [tʁɛw viʃɛ hat 'netət pe viʃɛm vi'sɛ ba 'tɑ̃mo 'fɛtʃo]

    les choses étaient impeccables quand nous étions comme ça dans des petites fêtes

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi