Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

trois

tri

Gwelet ivez teir.

  • 👂 🔗 E-kichen a-hend-all e douchen evit tri.

    Kichen hèndall douchèn wit tri.

    Alors que sinon je touchais [les aides familiales] pour trois.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha e oa arriet ar vétérinaire, marteze a-benn daou viz pe evel-se goude, pe dri miz, da welet ar wiz kozh pe da welet un dra bennaket.

    A oa aiet vétérinaire, matéé bènn dow vis pe vesé goudé, pé dri mis, de wélet wis kos, pé de wéled en dra bénnaket.

    Et le vétérinaire était venu, peut-être environ deux mois après, ou trois mois, pour voir la truie ou pour voir quelque chose.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Pa no tri bloaz ?

    [pe no tʁi bla]

    Quand elle aura trois ans [elle ira à l'école] ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ar bloaz a-raok e oa troc'het ar foenn aze hag e oa tri... daou, daou gozh ha neuze unan bihan o serriñ muloded

    [blɑ’rok wa ’trɔhə vwɛn ’ɑhe a wa tri dɔw dɔw go:z a ’nœe yn ’biən ’sɛj̃ mu’lo:dət]

    l'année d'avant on avait coupé le foin là et il y avait trois... deux... deux adultes et alors un petit [renards] en train d'attraper des mulots

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

teir

Gwelet ivez tri.

  • 👂 🔗 Moc'h a oa ivez. Ya. Ya. Div... Petra a oa, div pe deir wiz, pe evel se, ha neuze moc'h bihan ha...

    Moh oa ie. Ya, ya. Diw… Pra oa, diw pé dèr wis, pé vesé, a neuhé mox pïen ha…

    Il y avait des porcs aussi. Oui, oui. Deux... Qu'est-ce qu'il y avait, deux ou trois truies environ, et des porcelets et...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa vije laket ar machinoù war bronnoù... ... ar vuoc'h, feiz, hennezh a goroe e-unan quoi. Ha e derc'he d'ober, e derc'he da sachañ goude. Ha feiz evel se e oa kat da surveilh div pe deir pe beder asambles quoi.

    Pé vijé laked machino war bronno… vuh, fé, heñ goroé ihun quoi. A dèrhé d’or, dèrhé de jèchañ goudé. A fé vesé oa kat de survèi diw pé dèr pé béder sam(bl)es quoi.

    Quand on mettait les machins sur les mamelles de la vache, la machine trayait toute seule. Et elle continuait de tirer ensuite. Et comme ça, on pouvait en surveiller deux ou trois ou quatre en même temps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Betek, betek... Me ne oaran ket pet eur avat. Teir eur, teir eur hanter, peder eur, deus beure.

    Béték, béték... Mé oarañ ke péd eur ha. Tèr eur, tèr eur hanter, pédér eur, deuz beuré.

    Jusqu'à... Je ne sais pas quelle heure. Trois heures, trois heures et demie, quatre heures du matin.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 tammoù soursennoù bihan, ha pa ac'h arru div pe deir soursenn ec'h arru un tamm... un tamm euh... ruzelenn, ar re-se a ra ur ruzelenn

    ['tɑ̃mo zur'seno 'biən a pe hɑj diw pe dɛ:r 'sursən hɑj ə tɑ̃m ə tɑ̃m ə ru'ze:lən 'reze ra ru'ze:lən]

    de petites sources, et quand arrivent deux ou trois sources, il arrive un petit... un petit euh... ruisselet, ceux-là font un ruisselet

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi