Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

boutique

boutik

  • 🔗 N'anavezan ket tout ar boutikoù !

    [nɑ̃vẽˈɑ̃ kə tut buˈtiko]

    Je ne connais pas toutes les boutiques ! [Il ne savait pas où se trouvait un troquet à Brelevenez]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

stal

  • 👂 🔗 me zo mestr war ar stal amañ

    [me zo me̞st war stɑ:l 'ɑ̃mɑ̃]

    je suis le maître de la boutique ici [camp de l'armée]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha ni a vije arri-mat gante met eu... digourdioc'h e oant evit genaoueien all eu... a esaee... a esaee dont a-benn deus tout an dud hag a-benn ar fin fidedoue e vije riñset tout o stal dezhe kwa

    [a nim viʃe ɑj mɑ:d gɑ̃tɛ mɛd ə diguʁ’di:ɔh wɑ̃ɲ wid geno̞’wɛjən al ə hɛ’sɛ:ɛ hɛ’sɛ:ɛ dɔ̃n bɛn dəs tun dyt a bɛn’fi:n fidə’du:e viʃe ’ʁĩsət tud o stɑ:l dɛ: kwa]

    et nous nous étions bien vus par ceux-là mais euh... ils étaient plus dégourdis que d'autres idiots là euh... qui essayaient... essayaient d'avoir le dessus sur tout le monde et finalement bon sang ils perdaient tout [pieds noirs qui payaient l'impôt aux

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ... chom du-hont da dirijañ ar stal kwa hein un tamm, ha ma karjen eu... karjen e vijen chomet du-hont

    [ʃo̞m 'dy:ɔ̃n də di'ʁi:ʒɑ̃ stɑ:l kwa ɛ̃ ntɑ̃m a ma 'kɑʁʃɛn ə 'kɑʁʃɛn viʒɛn be 'ʃo̞məd 'dy:ɔ̃n]

    ... rester là-bas pour diriger la boutique quoi [administration coloniale en Algérie] quoi hein un peu, et si j'avais voulu euh... voulu, je serais resté là-bas

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e vez o labourat 'ba he stal

    [ve la'bu:ʁəd bah i stɑ:l]

    elle travaille dans sa boutique

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi