Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

partie de plaisir

parti

  • 👂 🔗 ha neuze pa oa deut les nouveaux francs, les anciens francs, aze e oa bet ur barti

    [a ’nœhe pe wa dœd lɛnuvo’frɑ̃ lɛzɑ̃sjɛ̃’frɑ̃ ’ɑhe wa be ’bɑrti]

    et alors, quand les nouveaux francs étaient arrivés, les anciens francs, là ça avait été une galère

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a lâr dit e veze ur barti

    [me lɑ:r did viʃe ’bɑɾti]

    je te dis que c'était un sacré événement [battage]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 « me 'meus bet ur goteletenn aze paotr-kaezh, me 'meus bet ur barti emezañ o chaokat honnezh, oh ! hoñ a oa gwevn, elvaj-tout ya », eñ 'na derc'het da dramouilhat, dramouilhat

    [me møz bed ə ˌgɔtə’lɛtən ’ɑe pɔt’kɛ:s me møz be ’bɑɾti meɑ̃ ’ʃɑkə hɔ̃:s ɔ hɔ̃: wa gwɛwn ˌɛwləʃ’tut ja hẽ̞: na ’dɛrhɛd də dra’muʎət dra’muʎət mɛt]

    « moi j'ai eu une côtelette là mon vieux, j'en ai bavé dit-il pour mâcher celle-là, oh ! elle était plastique, que des nerfs, oui », il avait continué à la mâchouiller, mâchouiller

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze e veze ur barti ivez

    ['ɑe viʃe 'bɑɾti ije]

    là c'était un cirque aussi [mettre les boucles d'oreille aux vaches]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ a oa ur barti neuze

    [ze wɑ 'bɑrti 'nœe]

    c'était une fête alors [petit déjeuner avec les enfants du voisinage]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ a veze ur barti, ec'h aemp d'an Dosenn Vre, gant an ebeulien

    [hẽ̞: viʒe 'bɑʁti hɛm də ˌdo̞sən'vʁe gɑ̃n nœ'bœʎən]

    ça c'était une expédition, nous allions au Menez Bre, avec les poulains

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 graet 'peus ar barti ?

    [gwɛt pøz 'bɑʁti]

    vous avez fait la fête ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi