Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
dehors
er-maez
-
🔗 Laket e vez tud er-maez.
[ˈlakə ve tyt me̞ːs]
On met des gens à la porte, on licencie des gens.
[au sujet des supressions de postes, des fermetures d’usines]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag e tarc'h ar reoù all er-maez
[a dɑrh rew ɑl me̞:s]
et il expulse les autres [coucou]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Goro ar saout, reiñ boued d'ar moc'h, karzhañ dindane. 2. Ya. Kas ar saout er-maez. 1. Kas ar saout er-maez. 2. Kerc'hat anezhe. 1. Ya. Kerc'hat anezhe, ya.
1. Goro zowt, reiñ bouet te moh, karzañ dinane. 2. Ya. Kas zowt mês. Kèrhet nè. 1. Ya. Kèrhet nè, ya.
1. Traire les vaches, nourrir les porcs, nettoyer sous eux. 2. Oui. Sortir les vaches [les emmener au champ]. Aller les chercher. 1. Oui, aller les chercher.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Konduiñ an trakteur 'ma graet ivez. Peogwir Papa ne gleve ket ha n'houlenne ket mont gant an trakteur er-maez.
Konduiñ ’n trakteur ma gwèd ie. Pegur Papa glèwè ket, a n’oulè ke mon gan trakteur mès.
J'ai conduit le tracteur aussi. Parce que Papa n'entendait pas, et il ne voulait pas sortir avec le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz goude neuze deus noz e oa boutet tout an taolioù, ar c'hadorioù ha ar bankoù ha tout an traoù er-maez, ha neuze e oa dañset e-barzh an deltenn.
A fé goudé neuhé deu noz oa boutet tou ’n toio, hadorio a banko a tou ’n trèw mês, a neuhé oa dañset bah ’n dèltenn.
Et ensuite le soir, on avait poussé toutes les tables, les chaises et les bancs et tout dehors, et alors on avait dansé dans la tente.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha tout an traoù a oa renket boutañ anezhe er-maez, tout ar c'hirri ha tout an traoù, machin, an alar, tout ar stal, tout an ostilhoù da labourat gante, a oa renket lakat anezhe er-maez. Ah ya, ne oa ket a voaien da leskel anezhe aze sell.
A tou ’n trèw oa rènket boutañ nè mês, toud hirri a tou ’n trèw, machin, ’n aller, toud stal, tou ’n ostilho de labouret gantè, oa rènket lake nè mês. A ya, oa ke vwoien lêskel nè ahé sèll.
Et il avait fallu tout pousser dehors, toutes les charrettes et toutes les choses, la charrue, toutes les affaires, tous les outils de travail, il avait fallu les mettre dehors. Ah oui, on ne pouvait pas les laisser là, tiens.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 er-maez
[me̞:s]
dehors
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Angela na vez ket trawalc'h er-maez hañ
[ɑ̃ʒela ve kə trwɑh me̞:z ɑ̃]
Angela n'est pas suffisament dehors hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi