Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
plus
muioc'h
-
👂 🔗 Ar patatez a vije gros quoi, ha peogwir 'nijent ur bern bouturioù, feiz, e vijent troc'het abalamour da gaout muioc'h ma kerez, abalamour da... laosket e vije ur vouturenn pe div war bep hini quoi, ma kerez, quoi, ha e vije o troc'hañ patatez e-barzh ar solier.
Patates vijé gros quoi, a pegur nijènt bèrn bouturio, fé, vijent trohet bañw te gawt muoh ma kées, bañw te... Losked vijé e vouturenn pé diw war bop ini quoi, ma kées, quoi, a vijé trohañ patates bah zoier.
Les pommes de terre étaient grosses, et comme elles avaient beaucoup de boutures, on les coupaient pour en avoir plus, si tu veux, pour... On laissait une bouture ou deux sur chacune, on coupait les pommes de terre dans le grenier.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude pa 'mamp arri muioc'h neuze, a-benn neuze e oa graet, e oa graet ar machin ha siloioù ha tout, ha evel se, neuze e oa aezetoc'h reiñ boued dezhe, neuze goude e oa graet ar salle, neuze e oa graet ar salle de traite neuze.
A goudé pé mam ai muoh neuhé, bènn neuhé oa gwèt, oa gwèt machin a siloio a tout, a vesé, neuhé oa êstoh rèin bwét tè, neuhé goudé oa gwèd salle, neuhé oa gwèt salle de traite neuhé.
Et après, quand on en a eu plus, c'est à ce moment qu'on a fait la machine et les silos et tout, et comme ça, c'était plus facile de leur donner à manger. Peu après, on a fait la salle de traite.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. 'Tije ur vatezh pe unan bennaket ordin. 2. Ur vatezh, ya. 1. Beñ ya. E-kichen me 'mije den ebet... 2. Unan deus ar bourk a-hont a deue a-wezhioù, pa vije muioc'h d'ober
1. Tijé vates pé un bénnaked ordin. 2. Vates, ya. 1. Beñ ya, kichen mé mijé dén bét. 2. Un deuz bourk awon dé (a)wêjo, pé vijé muoh d'or.
1. Tu avais toujours une servante ou quelqu'un. 2. une servante, oui. 1. Ben oui. Alors que moi je n'avais personne. 2. Quelqu'un du bourg là-bas venait parfois, quand il y avait plus à faire.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Heu, ar re-mañ n'int ket poazh. Met ma vijent bet muioc'h poazh e vije bet... e vijent bet devet.
Eu, ar ré-mañ n'int ke poah. Mé ma vijènt bét muioc'h poah vijé bét... vijènt bé dèwet.
Heu, ceux-ci ne sont pas cuits. Mais s'ils avaient été plus cuits, ils auraient été brûlés.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Biniou, ya, ya, pa vije sonerien muioc'h solut quoi.
Biniou, ya, ya, pé vijé zonêrien muoh solut quoi.
Du biniou, oui, quand il y avait des musiciens plus costauds.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Div wech ar sizhun, apeupre e vije ribotet. A-blasoù e vije laosket pelloc'h, marteze e vije un tamm bihan muioc'h a amann, met... a-benn neuze ne vije ket ken mat ivez.
Diw wêch zun, apeuprè, vijé ribotet. Blaso vijé losket pèlloh, matéé vijé tamm bien muoh amann, mèt... Bènn neuhé vijé ke kén mat ie.
On barattait deux fois par semaine environ. Dans certaines fermes, ils le laissaient un peu plus longtemps, [comme ça] il y avait un peu plus de beurre, mais... pour alors il n'était plus aussi bon.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 n'eo ket kalz muioc'h yen an dour evit 'h eo er-maez
[nɛ kə kɑlz 'myɔh je:n du:r wit hɛ me̞:s]
l'eau n'est pas beaucoup plus froide qu'à l'extérieur
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ? (T: Sur !) Te a zo ur marmouz bihan neuze !
[myːh vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən witut ˈnœe te zo ˈmɑːʁmus ˈbiən ˈnœe]
Alors ta sœur est plus sage que toi ? (T : Certainement ! ) Alors tu es un petit garnement, un petit fripon, une petite canaille !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.
[ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]
Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 kazi muioc'h evit 'nez c'hoant
['kae 'myɔh wid ne hwɑ̃n]
presque plus qu'il ne veut
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Muioc'h a draoù evit arc'hant !
[myh dʁɛw wid ˈɑʁhɑ̃n]
plus de choses que d'argents [dans les porte-monnaies] [dans une grande-surface]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Garan a mo muioc'h soñj diontañ.
[ˈgaʁɑ̃n mo myχ ʒɔ̃ːs ˈdɔ̃tɑ̃]
Garan je m'en souviendrai mieux.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
ken
Gwelet an tem Ken
-
👂 🔗 Hola avat, petra zo kaoz, daon, ne vez ket X o konduiñ an trakteur ken.
Hola hat, pra zo kos, dañwn, vé ke X konduiñ ’n trakteur kén.
Hola, qu'est-ce qui se passe ? X ne conduit plus le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 n'eus ket kement evned ken ivez, koazhañ a reont
[nøs kə 'kemən 'ewnə ken 'ije 'kwɑhɑ̃ rɛɲ ɑ̃]
il n'y a plus autant d'oiseaux aussi, ils diminuent
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Me 'ma lavaret, 'meus soñj, da Maman, me 'ma lavaret da Maman, 'ma ket c'hoant da chom e-barzh ar skol ken.
Mé ma lât, meus choñch, de Maman, mé ma lât te Maman ma ke hoan te chom bah skol kén.
Je me souviens que j'avais dit à Maman que je ne voulais plus rester à l'école.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz, e oa chomet evel se quoi, e-barzh, ken ne oa ket kat ken, fin, ken ne oa ket kat ken...
A fé, oa chomet vesé quoi, bars, kén oa k' kat kén, fin, kén oa k' kat kén…
Elle y était restée jusqu'à ce qu'elle n'en soit plus capable.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Evel se, e vamm feiz, ne vije ket o sikour ac'hanomp bepred koura, evel just, kar fidambie, honnezh a blije dezhi labourat, met ma Doue, ne oa ket kat ken kazi ivez.
Vesé, i vamm, fé, vijé két jikour añm bopet koura, vèl just, ka fidambié, hoñ blijé dèi labouret, mèt ma doué, oa k' kat kén karjé ie.
Comme ça en tout cas, sa mère ne nous aidait plus, bien sûr, car nom d'un chien, elle aimait bien travailler, mais mon Dieu elle n'en était presque plus capable.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, ha boutañ, boutañ o fenn, pa ne vez ket bern e-barzh ar foñs ken...
Ya, a boutañ o vènn, pé vé ke bèrn bah voñs kén.
Oui, et pousser leur tête, quand il n'y a plus beaucoup [de lait] dans le fond [du seau].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 N'out ket yaouank ken, emezañ. Daon nann avat emezon-me, gouzout a oaran n'on ket gwall yaouank ken.
N’ou ke yowañk kén, méañ. Dañwn nann ha, moñmé, goûd oarañ n’on ke gwèll yowañk kén.
Tu n'es plus toute jeune, dit-il. Dame non, dis-je, je sais que je ne suis plus toute jeune.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze, a-benn ar fin, 'na komprenet, pa arete ar gazeg, moarvat 'h eo me a huche abalamour da... abalamour 'ma ket patatez ken. Ha neuze, a-benn ar fin 'na komprenet, ha neuze, ha neuze e selle quoi, moarvat 'ma ket patatez ken.
A neuzé , bènn fin, na komprénet, pé arété gazek, mahat ’h è mé huché bañw te... bañw ma ke patates kén. A neuhé, bènn fin, na komprénet, a neuzé, a neuzé sèllé quoi, mahat ma ke patates kén.
Et alors, à la fin, il avait compris. Quand la jument s'arrêtait, [c'était] sûrement [parce que] je criais pour... parce que je n'avais plus de pommes de terre. Et alors, à la fin, il avait compris, et il regardait, [car] je n'avait probablement plus de pommes de terre.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 N'ec'h a ket da vale war he dreid ken ?
[ˈna kə də ˈvɑːle waʁ i dʁɛjd ken]
Elle ne se balade plus à pied ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 (T : Oh ne ra ket ken.) Nann ne meus...ne welan ket anezhi ken oc'h ober hañ. (T : Nann, nann.)
[nɑ̃n møs wɛˈlɑ̃ kə nɛj ken oːʁ ɑ̃]
Non je n'ai...je ne la vois plus faire hein.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne welan ket anezhi ken.
[wɛˈlɑ̃ kə nɛj ken]
Je ne la vois plus.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne responta ket ken gwelet a rez, kollet neus he deod !
[ʁɛspɔ̃ˈta kə ken gwɛs ˈkolə nøs i ˈdɛɔt]
Elle ne répond plus tu vois, elle a perdu sa langue !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne fiñvo ket ken.
[vĩˈwo kə ken]
Ça ne bougera plus, c'est du solide.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
amploc'h
-
🔗 amploc'h evit justoc'h
[’ɑ̃mplɔh wid ’ʒystɔx]
[il vaut mieux] abondamment plutôt que trop juste
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
seul vui
-
👂 🔗 ha sal vui e vez gros ha neuze ouzhpenn ur brank, fortoc'h-se e vo... e vo n'onn pesort ivez
[a sal vy ve gɾo:s a ’nœ:he spɛn bɾɑ̃ŋk ’fɔʁtɔh ze vo vo nɔ pə’sɔʁd je]
et plus il est gros et alors plus d'une branche, plus grosse est... est je ne sais pas quoi non plus
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar brezhoneg n'eo ket tout memes tra kwa, sal vui ec'h ez deus eu... deus an tu-mañ d'an tu all
[bɾɛ’zɔ̃:nəg nɛ kə tud mɔ̃s’tɾɑ kwa sal vy hɛs tœs ə dœs tymɑ̃ dən ty ɑl]
le breton n'est pas partout pareil quoi, plus tu vas de euh... de ce côté-ci vers l'autre côté
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma eo solut e bech, sal vui e vo... e vo reut, gwelloc'h-se eo kwa, sal vui e vez reut ar pech, sal vui eo ar resort... eo... ma eo fort kwa, muioc'h-se e wasko kwa, na pe dapo anezhi xxx (?) troad, n'ey ket a-raok, ma gall kregiñ, ma gall ar pech gwaskañ he zroad e-barzh, aze 'teus tapet anezhi
[ma he̞ ’so:lyd i beʃ sal vy vo vo ɹœt ’wɛlɔh ze he̞ kwa sal vy ve ɹœt peʃ sal vy he̞ ’ɹesɔɹt he̞ ma he̞ fɔɹt kwa ’my:ɔh ze ’wɑsko kwa na pe ’dɑpo nɛj ? i dwɑt nɛj cə ɹo:k ma gɑl ’kɾi:gĩ ma gɑl peʃ ’gwɑskɑ̃ i dwɑd baɹz ’ɑ:he tœs ’tɑpə nɛj]
si le piège est assez solide, plus il sera... sera tendu, mieux ça sera quoi, plus le piège sera tendu, plus le ressort est... s'il est fort quoi, plus il appuiera quoi, quand bien même tu ne l'attrapes que par la patte, elle ne partira pas, s'il peut attraper, si le piège peut comprimer sa patte dedans, là tu l'as attrapée
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sal vui e vo bras e garrez, muioc'h-se 'no d'ober darc'hañ er-maez, dezhañ da gaout plas kwa
[sɑl vy vo bɾɑ:z i ’gɑɹe ’my:ɔh ze no do̞:ɹ ’dɑɹhɑ̃ me̞:s deɑ̃ də gɑ:t plɑs kwa]
plus son carré est grand, plus il a du mal à expulser dehors, afin qu'il ait une place quoi [pour sortir]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sal vui eo bihan eu...
[sɑl vy e̞ ’bi:ən]
plus c'est petit euh...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sal vui e vez bihan aezetoc'h-se 'h aent da vont... da vont a-raok kwa
[sɑl vy ve ’bi:ən ’ɛstɔh ze hɛɲ də vɔ̃n də vɔ̃n ɹok kwa]
plus ils sont petits plus c'est facile de les faire partir... disparaître quoi [chardons]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi