Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

faire faire

lakat

  • 👂 🔗 n'eo ket se a lako an nen da deskiñ brezhoneg

    [nɛ kə ze ’lɑko nen də ’diskĩ brɛ’zɔ̃:nək]

    ce n'est pas ça qui fera qu'on apprendra le breton

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 De Gaulle 'na laket komañs ober anezhe

    [dø'gol na 'lɑkə 'komɑ̃z o:r nɛ]

    De Gaulle avait commencer à les faire faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lakat egile da gouezhañ

    [’lɑkəd e’gi:le də ’gweɑ̃]

    faire tomber l'autre

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e lakez ac'hanomp da labourat

    ['lɑkɛz hɑ̃m də la'bu:rət]

    ... tu nous fais travailler [les méninges]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket moaien da lakat ober unan ?

    [nøs kə 'mojən də 'lɑkəd o:r yn]

    il n'est pas possible d'en faire faire une ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

ober da

  • 🔗 graet e vije dezhe krediñ

    [gɛd viʒe dɛ: ’kre:di je]

    on les faisait croire aussi

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 grez dezhañ klozañ e gambr

    [gwɛs ’teɑ̃ ’klo:zɑ̃ i gɑ̃m]

    fais-lui ranger sa chambre

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 grez dezhañ reiñ e... o ! n'onn ket petra eo jouet hañ !

    [gwɛs ’teã ’ʁɛĩ i - ɔ: - nɔ̃ kə pʁɑ e̞ … ã]

    ordonne-lui de donner son... oh ! je ne sais pas comment dire jouet hein !

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 grez dezhañ diskenn !

    [gwɛs teɑ̃ ’diskɛn]

    fais-le descendre !

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 grez dezhañ mont pelloc'h !

    [gwɛs ’teɑ̃ mɔ̃n ’pɛlɔh]

    fais-le s'éloigner !

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi