Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

lourd

ponner

Gwelet an tem Ponner

  • 👂 🔗 Hennezh a vije poner mat.

    Eñ vijé poner mat.

    Il était très lourd.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 An hini ponnerañ.

    Ni pon-néran.

    [ni põneʁã]

    Le plus lourd.

    Gant : titourer dizanv

    Dastumer : Julien

mac'h

Gwelet an tem Mac'h

  • 🔗 mac'h

    [mɑh]

    lourd [temps]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

[troioù-lâr / expressions]

  • 🔗 eñ 'neus plom 'ba foñs e vragoù

    [hẽ: nøs plo̞m ba vɔ̃:s i ’vrɑ:go]

    il a du plomb dans le fond de son pantalon [quelqu'un de lourd à soulever]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ n'ey ket gant an avel

    [hẽ: nɛj kəd gɑ̃n 'nɑwəl]

    il ne partira pas avec le vent [quelqu'un de lourd]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi