Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
tourner
treiñ
-
🔗 da dreiñ
[də drɛ̃j]
pour tourner
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 treiñ anezhañ
[trɛĩ 'neã]
le tourner
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 treiñ
[trɛɲ]
tourner
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 treiñ ar boutonoù
['trɛĩ bu'tɔ̃:no]
tourner les boutons
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket aezet da droiñ
[nɛ kəd 'ɛ:zɛt tə 'dʁoĩ]
elle n'est pas facile à tourner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vije ket ezhomm da adverviñ anezhañ peotramant e troe ar gwad
[vi’ʒekəd e:m də had’viʁwĩ neɑ̃ pe’tɑ̃mɑ̃n ’dʁo:ɛ gwɑ:t]
il ne fallait pas le bouillir de nouveau sinon le sang tournait
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
dont en-dro
-
👂 🔗 E vije e-pign, hag ar re-se a vije ur skabell en-traoñ, hag ar re-se a vije o tont en-dro eno tout.
[viʒe 'piɲ a ʁehe viʒe 'skɑːbəl n'tʁɔw – a ʁehe viʒe tõn 'dʁoː eno tut]
Elles [les chaînes] étaient accrochées et il y avait un siège en bas et elles tournaient.
À propos du manège appelé « casse-cou ».
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa 'na gwelet anezhañ o vont d'an ti ha klevet an alc'hwez o tont en-dro, allez bremañ ma flac'h emezañ, en em debrouilhit gant ma paotr aze ma karit.
Pé na gwéle néañ von te’n ti a klêwet ’n alhwé ton dro, alé, brœmañ me vlah méañ, non débrouillit gan ma pot ahé, ma kéêt.
Quand il l'avait vu atteindre la maison et qu'il avait entendu la clé tourner : « Allez, maintenant ma fille, dit-il, débrouillez-vous avec mon garçon si vous voulez. »
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha hennezh, hennezh a oa un disque. Ha neuze e vije laket bep a batatezenn e-barzh an disque, ha peogwir e deue en-dro, e deue en-dro neuze, 'nije graet e roudenn a-raok quoi ma kerez, ha evel se bep 'h ae, deue ar rod en-dro neuze... eo an hini e laoske ur batatezenn, patatezenn e-barzh.
A heñ, heñ oa un disque. A neuzé vijé lake bop e batatézenn bah ’n disque, ha pegur dé ’ndro, dé ’ndro neuhé, ’nijé gwèd i roudenn rok quoi ma kées, a vesé bop dê, bopte dé rod ’ndro neuzé, è ni loské e batatézenn bars.
Et c'était un disque. Et alors on mettait une pomme de terre dans [chaque compartiment du] disque, et comme il tournait – il avait fait son sillon avant – et comme ça, au fur et à mesure que la roue tournait, elle laissait une pomme de terre dedans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal