Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
voiture
oto
Gwelet an tem Gant an oto
-
👂 🔗 Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arriout na mann ebet.
Pé vijé d’or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket ’n otoio ’h aiet na mann bét.
Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha se zo kaoz goude an otoioù, ar reoù gentañ, a vije lavaret ar wetur dre dan dezhe, dionte. Bet 'teus klevet se ivez ? Ah ac'hanta ya.
[a ze zo 'kɔː 'gude nɔ'tɔjo ʁew'ge̞ntã viʒe 'laː 'wetyʁ dʁe 'dãn de̞ 'dõnte̞ – 'bet tøs 'klɛwə se iə – a 'hãnta ja]
Et c'est pour ça que les automobiles, les premières, on les appelait « voitures de feu ». Tu as entendu ça aussi ? Ah eh bien oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 aze 'teus mann ebet ken goude hañ ! aze e gouezhez 'ba ar Vir goude
[... - ... ˈviːꝛ ...]
embouchure d'un cours d'eau à Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi