Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

homme

paotr

  • 👂 🔗 Pa 'ma goulennet mont da labourat e oan kaset da labourat d'ar park, gant ar baotred. Da vinetenniñ ha un tamm a bep sort.

    Pé ma goule mon te labouret oan kaset te labouret de park, gan botet. De vinètènniñ a tamm bop sort.

    Quand j'avais demandé à aller travailler, on m'avait mise à travailler au champ, avec les hommes. À biner et un peu de tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann nann, e-barzh seier gant ar baotred quoi.

    Nann, nann, bah zèier gan botet quoi.

    Non, dans des sacs, par les hommes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met a-benn neuze e oa arri klakenn ma faotr, eñ a oa bet er bourk evel just goude merenn ha un tamm a bep sort. Ha moarvat 'na arri evet un toullad bannac'hoù hag a bep sort.

    Mè bènn neuhé oa ai klakenn ma vot, heñ oa bé bourk vèl just, goudé mèrn a tamm bop sort. A mac’hat na ai évet toullet bannaho a bop sort.

    Mais pour alors, mon homme était devenu bavard. Il était passé au bourg bien sûr, après le déjeûner, et il avait sûrement bu pas mal de coups.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Feiz, darn anezhe a oa re yaouank c'hoazh da vont da labourat ma kerez, da-heul ar baotred a-hend-all d'ar park ha tout an traoù-se, ha evel se feiz e vijent rekouret kaout plas evel se, d'ober un tamm a dout quoi.

    Fé, darn nè oa ré yowank hoas de von de labouret ma kées, de heul botet hèndall de park a tou ’n trèw-sé. A vesé fé vijènt rikouret kaout plas vesé, d’or un tamm dout quoi.

    Ma foi, certains étaient encore trop jeunes pour aller travailler, si tu veux, en compagnie des hommes aux champs et tout, et alors ça les arrangeait d'avoir une place [un emploi] comme ça, à faire un peu de tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

den

Gwelet an tem An den

  • 🔗 ur brakonier evit an den

    [bra'kɔ̃ɲər wid ən de:n]

    un braconnier pour l'homme

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi