Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

plusieurs

toullad

Gwelet an temoù Un toullad ha Un toullad brav

  • 🔗 un toullad tier

    ['tulat 'tiər]

    plusieurs maisons

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Un toullad mat 'meus gwelet avat, bet deut da gannañ evel-se.

    [’tulə ’mat møs ’gweːlə hat be døt tə ’gãnã vəse]

    J'en ai vu un certain nombre, venus laver le linge comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

meur a

Gwelet an tem Meur a

  • 🔗 meur a hini

    [mœr'hi:ni]

    plusieurs

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

mar a

Gwelet an tem Mar a

  • 🔗 mar a goñkour

    [mɑ:r 'gɔ̃ŋkur]

    plus d'un concours

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Bet eo o c'houll mar a dra gant Papa goude e oamp dimezet.

    Béd è houl mar dra gan Papa goudé oam diméet.

    Il a demandé beaucoup de choses [de conseils] à Papa après que nous nous soyons mariés.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, desket 'teus mar a dra e brezhoneg bepred...

    Oui, tu as appris de nombreuses choses en breton en tout cas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

mat a

Gwelet an tem Mat a

  • 🔗 mat a hini

    [‘mada'hi:ni]

    plus d'un, un certain nombre

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi