Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
bavard
klakenn
Gwelet an tem Bezañ klakenn
-
👂 🔗 honnezh zo klakenn evel ur gegin
[hɔ̃:s so 'klɑkən wɛl 'gi:gin]
elle est bavarde comme un geai
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met a-benn neuze e oa arri klakenn ma faotr, eñ a oa bet er bourk evel just goude merenn ha un tamm a bep sort. Ha moarvat 'na arri evet un toullad bannac'hoù hag a bep sort.
Mè bènn neuhé oa ai klakenn ma vot, heñ oa bé bourk vèl just, goudé mèrn a tamm bop sort. A mac’hat na ai évet toullet bannaho a bop sort.
Mais pour alors, mon homme était devenu bavard. Il était passé au bourg bien sûr, après le déjeûner, et il avait sûrement bu pas mal de coups.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
distagellennet
Gwelet an tem Bezañ klakenn
-
👂 🔗 an hini a vez klakenn a vez lâret eo distagellennet mat
[n:i ve 'klakən ve 'lɑ:rəd e̞ distage’lenə mɑ:t]
pour celui qui est bavard, on dit « distagellet mat »
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
barbouilh
-
👂 🔗 barbouilh 'h eo an hini a derc'h da gontañ kaozioù evel boñ... comme... comme, evel 'h omp oc'h ober amañ, barbouilh kwa hein, barbouilhat a rae ya
[’bɑrbuʎ hɛ n:i dɛrh tə ’gɔ̃ntɑ̃ ’ko:ʒo wɛl bɔ̃ kɔm kɔm wɛl hɔ̃m ho:r ’ɑ̃mɑ̃ ’bɑrbuʎ kwa ɛ̃ bar’buʎə rɛ ja]
jaseur c'est celui qui continue de bavarder comme bon... comme... comme nous sommes en train de faire ici, jaseur quoi hein, il jasait oui
Favereau 1997 p. 55 « barbouilh […] jaseur »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 barbouilher
[bar'buʎər]
bavard
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
[troioù-lâr / expressions]
-
👂 🔗 hennezh ivez zo Kergenou
[hẽ̞:z ije zo ke̞ɾ’ge:no]
celui-là aussi c'est Kergenou [homme bavard]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
lañchennet
-
👂 🔗 oh ya, honnezh zo lañchennet mat ivez
[o ja hɔ̃:z zo lɑ̃ˌʃenə'mɑ:d ije]
oh oui, celle-là est bavarde
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi