Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

charrette

karr

Gwelet an tem Ar c'harr

  • 👂 🔗 Neuze e oa ezhomm kirri evel e vije lavaret neuze da... da lakat an ed quoi, peogwir an ed a vije en vrac quoi,

    Neuhé oa émm kirri vèl vijé lât neuhé de... de laket ’n ét quoi, pegur ’n éd vijé en vrac quoi.

    Alors il y avait besoin de charrettes, comme on disait, pour mettre le blé, parce que le blé était en vrac.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha tout an traoù a oa renket boutañ anezhe er-maez, tout ar c'hirri ha tout an traoù, machin, an alar, tout ar stal, tout an ostilhoù da labourat gante, a oa renket lakat anezhe er-maez. Ah ya, ne oa ket a voaien da leskel anezhe aze sell.

    A tou ’n trèw oa rènket boutañ nè mês, toud hirri a tou ’n trèw, machin, ’n aller, toud stal, tou ’n ostilho de labouret gantè, oa rènket lake nè mês. A ya, oa ke vwoien lêskel nè ahé sèll.

    Et il avait fallu tout pousser dehors, toutes les charrettes et toutes les choses, la charrue, toutes les affaires, tous les outils de travail, il avait fallu les mettre dehors. Ah oui, on ne pouvait pas les laisser là, tiens.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

gwetur

Gwelet an tem Ar wetur

  • 🔗 gant ar gazeg hag ar wetur

    [gɑ̃n 'gɑ:zək a 'we:tyr]

    avec la jument [le cheval] et la voiture

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha honnezh a oa ur wetur vrav quoi, ya. Ha neuze a-hend-all e oa reoù all ha 'nea rodoù houarn. Heu, ur c'helc'h houarn war ar rod.

    [a 'hõ wa ə wetyʁ'vʁaw kwa ja ja – a 'nœhe he̞n'dal wa ʁew'al a nea ʁoʒo'huaʁn – ø ə hlɛχ'huaʁn waʁ 'ʁoːt]

    Et c'était une belle voiture, oui. Et sinon il y en avait d'autres qui avaient des roues en fer. Heu, un cercle de fer sur la roue.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Da Wengamp, ha evel-se... ec'h aemp gant ar wetur, e vije laket ar moc'h bihan e-barzh ar c'hased e-barzh foñs ar wetur da vont da werzhañ anezhe da Wengamp. Da Wengamp ! Guingamp.

    [də ’we̞ɲõm a vəse hɛm gãn ’wetyʁ – viʒe ’lakə moχ’piən bah ’hasəd bah võs ’wetyʁ də ’võn tə ’wɛʁzã ’nɛː də ’we̞ɲõm]

    À Guingamp, et ainsi... nous allions en voiture. On mettait les petits cochons dans la caisse au fond de la voiture pour aller les vendre à Guingamp.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

kastell-eost

  • 🔗 ur c'hastell-eost

    [hastə’lɛst]

    une grande charrette à moisson

    Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha neuze kas ha kerc'hat an traoù gant ar c'harr, ar c'harr pe ar c'hastell-eost, pe an dumporell, an dumporell a oa bihannoc'h ha honnezh 'nea bordoù.

    [a ’nœhe ’kas a ’kɛʁhə n’tʁɛw gãn ’haːʁ – ’haːʁ pe hastəl’ɛst pe nim’pɔːl – nim’pɔːl wa bi’ãnɔχ a ’hõ nea ’bɔʁdo]

    Et alors amener et aller chercher les choses avec la charrette, la charrette ou la grande charrette, ou le tombereau. Le tombereau était plus petit et il avait des bords.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

tumporell

  • 👂 🔗 an dumporell

    [dy'pɔ:l]

    la grande charrette

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un dipol

    ['dipɔl]

    une charrette à planches pleines

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an tumporell da charreat ar patatez

    [nim'po:ɾo də 'ʃɑrə npa'tɑtəs]

    le tombereau pour transporter les patates

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha neuze kas ha kerc'hat an traoù gant ar c'harr, ar c'harr pe ar c'hastell-eost, pe an dumporell, an dumporell a oa bihannoc'h ha honnezh 'nea bordoù.

    [a ’nœhe ’kas a ’kɛʁhə n’tʁɛw gãn ’haːʁ – ’haːʁ pe hastəl’ɛst pe nim’pɔːl – nim’pɔːl wa bi’ãnɔχ a ’hõ nea ’bɔʁdo]

    Et alors amener et aller chercher les choses avec la charrette, la charrette ou la grande charrette, ou le tombereau. Le tombereau était plus petit et il avait des bords.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal