Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

problème

problem

  • 🔗 problemchoù

    [pro'blɛmʃo]

    des problèmes

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket bet problem ebet gant se

    [møs kə bet pro'blɛm bet gɑ̃n se]

    je n'ai jamais eu de problème avec ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 añfin, me 'meus ket bet problem ebet gant se

    [ɑ̃fin me møs kə bet ˌproblɛm'bet gɑ̃n se]

    enfin, moi je n'ai eu aucun problème avec ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Me ne 'meus ket bet problemioù gante, 'met problemioù uzuriñ, uzet ma kerez. Nann.

    [me møs kə be pʁo'ble̞mjo 'gãnte̞ mɛt pʁo'ble̞mjo y'zuʁi – 'uːzət ma'keəs – nãn]

    Je n'ai pas eu de problèmes avec [les coiffes], sauf des problèmes d'usure, [elles étaient] usées si tu veux.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 mann problem ebet

    [mɑ̃n 'pɹo:blɛm bet]

    sans aucun problème

    Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'vije ket komzet gwech ebet, a nann ! etre ma dad ha ma vamm 'vije ket eu... 'vije ket kaoz ebet deus... nann, mann ebet, pep hini a vote... met d'ar c'houlz-se ar merc'hed 'votent ket te ! gant-se 'h eo... 'oa ket problemoù, goude ar brezel, hi a oa marvet pell a oa

    [vi'ʒekə 'kɔ̃mzə ˌgweʒe'bet - a nɑ̃n dɹe mə dɑ:d a mə vɑ̃m vi'ʒekəd ə - vi'ʒekə 'ko̞:zbed dəz ə - nɑ̃n 'mɑ̃nbe̞t - po'pi:ni 'vo̞tɛ - mɛ də 'huls:e 'mɛhɛd vo̞'tɛɲ kə te - gɑ̃n'se he̞ wa kəd ə pɹo'blɛmʃo - 'gu:de 'bɾe:zəl - hi wa 'mɑɹwəd pɛl ə wa]

    on n'en parlait jamais [politique], ah non ! entre mon père et ma mère il n'y avait... n'y avait aucune conversation euh... non, rien du tout, chacun votait... mais à cette époque, les femmes ne votaient pas pardi ! par conséquent c'est... il n'y avait pas de problèmes, après la guerre, elle était morte depuis longtemps

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

afer

  • 👂 🔗 met bremañ n'eo ket un afer gant un taol tronçonneuse aze pe evel-se

    [mɛ ’bœmɑ̃ nɛ kə ’nɑfər gɑ̃n tol trɔ̃so’nøz ’ɑe pe vi’se]

    mais maintenant ce n'est pas un problème avec un coup de tronçonneuse là ou comme ça

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze emañ an afer

    ['ɑhe mɑ̃ 'nɑfər]

    c'est ça le hic

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket bet aferioù gante

    [mœs kə bed a'fɛ:ʁjo gɑ̃ntɛ]

    je n'ai pas eu de problèmes avec eux

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

dalc'h

  • 👂 🔗 aze emañ an delc'h kwa !

    [’ɑhɛ mɑ̃ ndɛlh kwa]

    le problème est là quoi !

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

avari

  • 🔗 me zo arri un avari ganin

    [me zo ɑj na’vɑ:ri gɑ̃’nĩ]

    il m'est arrivé un problème

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi