Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
pauvre
paour-kaezh
-
👂 🔗 X zo bet alies o c'horo ganimp, e-barzh e bark bihan, sell, pa vijemp hom-div o c'horo gant an dorn, sell paour-kaezh bihan, e-pad div eur e vije... Petra 'mijemp graet diontañ, ne oamp ket kat d'ober a-hend-all hañ.
X zo béd alies horo ganim, bah i bark pïen, sèll, pé vijèm om-diw horo gan dorn, sèll, pokes bïen, pad diw eur vijé… Pra mijèm gwèt diontañ, oam ke kat t’or hèndall añ.
X a souvent été avec nous à traire, dans son petit parc. Quand nous étions toutes les deux à traire à la main, regarde le pauvre petit, il restait pendant deux heures... Qu'aurions-nous pu faire de lui ? Nous ne pouvions pas faire autrement.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ar paour-kaezh plac'h
[ˌpokɛs'plɑh]
la pauvre femme
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kontant labourat e oa, paour-kaezh loen, met arru e oa re gozh quoi da lavaret miret anezhi, lazhet 'nije anezhi en ur momed, lakat anezhi da labourat ar pezh a oa ezhomm d'ober quoi.
[’kõntãn la’buːʁə wa pɔkəs’lwe̞ːn – mɛ ’aj wa ’ʁegos kwa də ’laːt ’miːʁə ’nɛj – ’lahə niʒe ’nɛj nə ’mɔmət – ’lakə ’nɛj dla’buːʁət ’pes wa ’eːm ’dɔːʁ kwa]
Elle voulait bien travailler, la pauvre bête [jument], mais elle était arrivée trop vieille pour qu'on puisse la garder. Il l'aurait tuée en un instant en la mettant à faire ce qu'il fallait faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 paour-kaezh den
pokès dén
[pokɛs den]
un pauvre type
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 paour-kaezh bihan
pokeus bieun
[pokəs biən]
pauvre petit
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
paour
Gwelet an tem An arc'hant o vankout
-
🔗 n'onn ket petra int pe paour pe pinvidik
[nɔ̃n kə pra iɲ pe powr pe 'pinvik]
je ne sais pas de quel genre ils sont, pauvres ou riches
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
kaezh
-
👂 🔗 krampouezh tev paotr kaezh
['krɑ̃mpuz tew pot'kɛ:z]
des crêpes épaisses mon pauvre
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 daon ! arri itron gaezh...
[dɑ̃w - ɑj ˌitʁɔ̃n’gɛ:s]
dame ! voilà la chère dame...
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 bihan kaezh
bieun kèz
[biən kɛz]
pauvre petit
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Viviane gaezh
Vivia-n gèz.
[vivjan gɛz]
pauvre Viviane [en coupant lors d'une partie de carte]
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien