Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

couper

troc'hañ

  • 👂 🔗 Abalamour d'ar gwinizh da vont da... Pas d'ar gwinizh, met d'an ed, quoi, da vont ervat e-barzh, abalamour dezhe da droc'hañ ervat.

    Bañw te gwinis von te… Pas te gwinis, mè de ’n ét, quoi, de von vad bars, bañw tè de drohañ vat.

    Pour que le froment aille... Pas le froment mais le blé, pour qu'il aille bien à l'intérieur, pour qu'il soit bien coupé.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ar patatez a vije gros quoi, ha peogwir 'nijent ur bern bouturioù, feiz, e vijent troc'het abalamour da gaout muioc'h ma kerez, abalamour da... laosket e vije ur vouturenn pe div war bep hini quoi, ma kerez, quoi, ha e vije o troc'hañ patatez e-barzh ar solier.

    Patates vijé gros quoi, a pegur nijènt bèrn bouturio, fé, vijent trohet bañw te gawt muoh ma kées, bañw te... Losked vijé e vouturenn pé diw war bop ini quoi, ma kées, quoi, a vijé trohañ patates bah zoier.

    Les pommes de terre étaient grosses, et comme elles avaient beaucoup de boutures, on les coupaient pour en avoir plus, si tu veux, pour... On laissait une bouture ou deux sur chacune, on coupait les pommes de terre dans le grenier.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah nann, ar re-se ne vijent ket pa vije ed da droc'hañ. Bijent avat.

    A nann, ré-zé vijènt ket pé vijé ét te drohañ. Bijènt hat.

    Ah non, il n'y avait pas de ceux-là quand il y avait du blé à faucher. Si alors.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E vije troc'het an delioù un tamm bihan quoi ma kerez, abalamour... kuit dezhe da vezañ re hir.

    Vijé trohe 'n dèio tamm bïen quoi ma kées, bañw... kuit tè de véañ ré hir.

    On coupait un peu les feuilles, si tu veux, pour qu'elles ne soient pas trop longues.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann, pa vije troc'het gant al lieuz goude ne vije ket ur gwall afer. Lakat anezhe e savadelloù bihan aze.

    Nann, pé vijé trohet gan lieus koudé, vijé ked gwèll afer. Laket nè zavadèllo bïen ahé.

    Non, quand on coupait avec la lieuse ensuite, ça n'était pas si difficile de les disposer en petites moyettes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-raok e oa al lieuz e vijent troc'het gant an dud, ne vije ket ?

    Rog oa lieuz vijènt trohet gan ’n dud, vijé ket ?

    Avant d'avoir la lieuse, ce sont les gens qui les coupaient, non ?

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ar faucheuse a droc'he anezhe seulamant.

    Focheuz drohé nè seulaman.

    La faucheuse ne faisait que les couper.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ar bloaz a-raok e oa troc'het ar foenn aze hag e oa tri... daou, daou gozh ha neuze unan bihan o serriñ muloded

    [blɑ’rok wa ’trɔhə vwɛn ’ɑhe a wa tri dɔw dɔw go:z a ’nœe yn ’biən ’sɛj̃ mu’lo:dət]

    l'année d'avant on avait coupé le foin là et il y avait trois... deux... deux adultes et alors un petit [renards] en train d'attraper des mulots

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha pas troc'hañ ar plantennoù bihan

    [a pas 'trohə plɑ̃n'teno 'biən]

    et ne pas couper les petits plants [d'arbre]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Aze a veze (?) troc'het navet, navet ha segal a veze troc'het dezhe, d'ar saout, ya.

    [ˈaze miː ə ˈtʁohəd ə naˈvɛt navɛt a ˈzɛːgœl ˈviʒe ˈtʁohə dɛ də zowt ja]

    On coupait des navettes et du seigle pour les vaches.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 troc'hañ etre daou

    ['trɔhɑ̃ tre dɔw]

    couper en deux

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 troc'het 'meus euh...

    ['trɔhɛd møz ə]

    j'ai découpé euh...

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

rannañ

  • 👂 🔗 rannañ koad, rannañ, ya ya, rannañ koad, met se a oa... ober garan... ga... rannañ anezhañ, c'est troc'hañ anezhañ eeun, couper le bois droit, rannañ anezhañ, eeunañ anezhañ

    [ˌɹɑ̃nɑ̃ ˈkwɑt - ˌɹɑ̃nɑ̃ - ja ja - ˌɹɑ̃nɑ̃ ˈkwɑt - mɛ ze wa oːɹ ’gɑːɹɑ̃n ga - ˈɹɑ̃nɑ̃ ˈneˑɑ̃ ... ˈtɾɔːhɑ̃ ˈneˑɑ̃ ˈɛwn - ... - ˈɹɑ̃nɑ̃ ˈneˑɑ̃ - ˈɛwnɑ̃ ˈneˑɑ̃]

    couper le bois droit, couper droit, oui oui, couper le bois droit, mais ça c'était... faire des rainures... des rai... le couper droit, c'est le couper droit, couper le bois droit, le couper droit, le redresser

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi