Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

retrouver (se –)

kavout (en em –)

  • 👂 🔗 Kamaradezed 'da en he gichen ha maleüruzamant he gamaradezed a oa partiet, ha feiz, e oa en em gavet he-unan.

    Kañmaradézet da ni gichen, a maleuruzaman i gañmaradézed oa partiet, a fé, oa non gâd ihun.

    Elle avait des amies à côté de chez elle, et malheureusement ses amies étaient parties, et elle s'était trouvée seule.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 diouzhtu goude ar brezel, hag e oant en em gavet tout

    [dy'sty 'gu:de 'bre:zəl a wãɲ nõn gɑ:t tut]

    tout de suite après la guerre, ils s'étaient retrouvés

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ...en em gave tout ar Vretoned

    [nɔ̃n 'gɑ:vɛ tud bɾø'tɔ̃:nət]

    ... tous les Bretons se retrouvaient...

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag en em gavfet ambetet, tout an dud

    [a nɔ̃n 'gɑf:əd ɑ̃'bɛtət tun dyt]

    et vous vous retrouverez embêtés, tout le monde

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 evel-se ar re-seoù a oa bet en em gavet ganimp ivez

    [vi'sɛ zew wa be nɔ̃n gɑ:d gənim ‘ie]

    comme ça ça s'était retrouvé avec nous [on les avait récupéré aussi, terres]

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo kaoz 'h on detraket abaoe, 'mez ezhomm da... da... à la selle alies-alies te ! xxx ( ?), en em soagnal... en em soagnal a ran deus se met... c'hoazh 'meus bet chañs eu... 'h on en em gavet evel... evel 'h on aze

    [zes ko:z hɔ̃ de’tɾɑkə bwe - me em də də - alasɛl a’li:ɛz a’liɛ:s te - ? - nɔ̃n ’swɑɲəl nɔ̃n ’swɑɲəl ɹɑ̃ dəs se mɛt - hwaz møz be ʃɑ̃:z ə - hɔ̃ nɔ̃n gɑ:d vɛl - vɛl hɔ̃ ’ɑ:hɛ]

    c'est pourquoi je suis détraqué depuis, j'ai besoin de... de... à la selle... très souvent pardi ! xxx ( ?), me soigner... je me soigne pour ça mais... et encore j'ai eu de la chance euh... je me suis remis comme... comme je suis là

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

kaout (en em g–)

  • 👂 🔗 hag e plij dimp en em gavout c'hoazh, añfin, bremañ eo arriet startoc'h rak euh... ur bern roud a vez d'ober pa vez d'ober en em gavout kwa hein

    [a biʃ tim nɔ̃n ’gaud hwɑs ɑ̃’fin bʁœmɑ̃ ɛ ’ɑjə ’stɑʁtɔh ʁɑg ə bɛʁn ʁud ve do̞:r pe ve do̞:r nɔ̃n ’gɑut kwa ɛ̃]

    et nous aimons nous retrouver, enfin, maintenant c'est devenu plus difficile car euh... il y a beaucoup de route à faire quand il faut se retrouver quoi hein

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi