Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

user

uzañ

  • 👂 🔗 min a uz karr, karr a uz min

    [mi:n y:s kɑr kɑr y:z mi:n]

    la pierre use la charrette, la charrette use la pierre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'meus bet uzet kon... kontilier a-seurt-mañ, homañ zo... homañ zo unan vat

    [me møz bed 'y:zət kɔ̃n kɔ̃n'tiʎər 'sœrdmɑ̃ 'homɑ̃ zo 'homɑ̃ zo yn vɑ:t]

    moi j'ai usé des cou... des couteaux de cette sorte-là, celui-ci c'est... celui-ci c'est un bon

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha pa vez kouchet un tamm evel gwechall war-lerc'h ar melchon aze, pa vije diaoulet, ma vije sec'h, e klevez anezhe o strinkat aze hag a-wechoù pa 'tije graet memes div eur labour aze gant eu... ma vije arri (berr ar c'hof ?) ha neuze e vije uzet-libr, ne chome ket al loaioù... « loaioù an diaoul » kwa a vez lâret eu... ne choment ket en o flas, a-benn neuze e vije uzet un toullad, tout, ar bouton hag ar boulon ha tout, pa vije sec'h evel-se e tomment kwa ha primoc'h-se 'h uzent ivez kwa

    [a pe ve 'kuʃət tɑ̃m wɛl gwe'ʒɑl waɹ'lɛɹh 'mɛlʃɔ̃n 'ɑ:he pe viʒe 'tjo̞wləd ma viʒe zeh 'glɛwɛz nɛ: 'stɾiŋcəd 'ɑ:he a 'we:ʒo pe tiʒe gwɛd 'mɛməs 'di:vəɹ 'lɑ:buɹ 'ɑ:he gɑ̃n ə ma viʒe ɑj bɛɹ ho:f a 'nœ:he viʒe ˌy:zədˈlip ʃo̞ˈme kə 'lwɑjo 'lwɑjo djo̞wl kwa ve lɑ:d ə ʃo̞'mɛɲ cə no vlɑs bɛn 'nœ:e viʒe 'y:zə 'ntulət tut 'butɔ̃n a 'bu:lɔ̃n a tut 'ɑ:he pe viʒe zex və'se 'do̞mɛɲ kwa a 'pɾymɔh ze 'hy:zɛɲ ie kwa]

    et quand c'était tassé un peu comme autrefois après le trêfle là, quand on hersait, si c'était sec, tu les entendais gicler [cailloux] là et parfois quand tu avais fait même deux heures de travail là avec euh... si xxx ( ?) et alors complètement usé, les cuillères ne restaient pas... « les cuillères de l'extirpateur » quoi qu'on dit euh... elles ne restaient pas en place, pour alors il y en avait plusieurs d'usées, entièrement, le bouton et le boulon et tout, quand c'était sec comme ça elles chauffaient quoi et elles s'usaient plus vite aussi quoi

    ???

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi