Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

tromper

bourdañ

  • 🔗 Ah ya bet eo bourdet.

    [a ja bed ɛ ˈbuʁdət]

    Ah oui il s'est fait avoir, il a été roulé.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Bet a int bourdet.

    [bed iɲ ˈbuʁdət]

    Ils se sont fait avoir, ils ont été attrapés, roulés.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 hag e raent moaien da... d'iñvañtiñ un dra bennaket abalamour d'an eil esa bourdañ egile evel e vez lâret

    [a ɹɛɲ ’mojən də di’vɑ̃ntĩ ndɾɑ bə’nɑkət bɑm tə nɛʎ ’hɛsa ’buɹdɑ̃ e’gi:le wɛl ve lɑ:t]

    et ils trouvaient le moyen de... d'inventer quelque chose afin que l'un essaye de tromper l'autre comme on dit

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'meus arri bourdet bern tud ivez

    [me møz bed ɑj 'buʁdə bɛʁn tyd ie]

    moi j'en ai attrapé du monde aussi [avec mes blagues]

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.

    Dastumer : Tangi

trompañ

  • 👂 🔗 Ma 'dijent ket c'hoant da baeañ pe un dra bennak evel-se. Me a oa petra marteze d'ar c'houlz-se ? Dix-sept, dix-huit ans ? Pe seize ans marteze pa 'ma komañset. Moarvat e soñjent : Ma 'mijemp gallet lipat ur gwenneg bennak gant homañ, trompañ anezhi un tamm. Met me ne 'ma ket c'hoant da... d'ober faos kontoù da Marraine ivez, kar...

    [ma diʒɛŋ kə ’hwãn tə ’beã pe ndʁa be’naːk və’se – me wa pʁa ma’tee də ’hulse – disɛt dizɥit ã – pe sɛzã ma’tee pe ma ko’mãsət – ma’had ʒõʒɛŋ – ma miʒɛm ’galə ’lipət ə ’gwɛnək pe’naːk gãn ’hõmã – ’tʁõmpã nɛj ’tãm – mɛ me ma kə ’hwãn tə – ’dɔʁ fos’kõʃo də ma’ʁɛn iə ka]

    S'ils ne voulaient pas payer ou quelque chose comme ça. J'avais quel âge à cette époque ? Dix-sept, dix-huit ans ? Ou seize ans peut-être, quand j'avais commencé [à travailler dans un café]. Ils pensaient sûrement : Si nous avions pu arnaquer celle-ci de quelques sous, la tromper un peu. Mais moi je ne voulais pas faire de faux comptes à Marraine, car...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal