Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

ensemble

asambles

  • 👂 🔗 Feiz e oamp hom-zri asambles hañ, goude ar vugale ha tout a oa ganet ivez keit e oa eno ha tout met ingal eo.

    Fé oam hom-zri samez añ, goudé vugalé a toud oa ganed ie, kèit oa éno a tout, mè ingal è.

    Nous étions tous les trois, ensuite les enfants sont nés quand elle était là et tout, mais peu importe.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ya, heu, nann, dek a vije peogwir e oa plas da lakat tregont asambles quoi ma kerez e-barzh ar regenn.

    O ya, eu, nann, deg vijé, pegur oa plas te laket trégon sam(l)es quoi, ma kées, bah rigienn.

    Non, il y en avait dix, puisqu'il y avait la place d'en mettre trente, si tu veux, dans une rangée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-wechoù ne vije ket aezet ivez. Geo, ar c'hezeg 'nije an abitud da vezañ asambles. Met kez da lakat ur gazeg na 'nije ket an abitud da vezañ gant unan all... un taol, un taol troad ha a bep sort, ne vije ket gwall interesant.

    Wêjo vijé ked èzet ie. Gè, hézek nijé ’n abitut te véañ sames. Mè kês te laked gazek na nijé ke ’n abitut te véañ gan un all... En tol, en tol troat a bop sort, vijé ke gwèll intérésan.

    Ce n'était pas toujours facile. Si, les chevaux habitués à être ensemble. Mais va mettre une jument qui n'est pas habituée à être avec une autre... Un coup de pied et tout, ce n'était pas très agréable.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 e oamp er skol asambles

    [wɑ̃m sko:l 'sɑ̃:bləs]

    nous étions ensembles à l'école

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 daou asambles

    [dow 'sãbləs]

    en même temps, ensembles

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 piv oa asambles ganti amañ ?

    [piw wa 'sɑ̃:bləs 'gãnti 'ãmã]

    qui était avec elle ici ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 asambles

    ['sɑ̃:bləs]

    ensemble

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi