Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

cas (au – où)

betek-gouzout

  • 👂 🔗 Ha neuze e vije ret lakat anezhe en o sav, betek-gouzout e rafe glav.

    A neuhé vijé rét lake nè ’n o za, bétégout rafé glaw.

    Et alors il fallait les mettre debout, au cas où il pleuvrait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 betegoût ec'h arrufent

    [ˌbetəgu:d 'hɑjfɛɲ]

    au cas où ils arriveraient

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 betegoût e vije un dra bennak

    [betə'gu:d viʒe 'ndrɑ: bə'nɑ:k]

    au cas où il y aurait quelque chose

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 betegoût, emezañ

    [bete'gu:d meɑ̃]

    on ne sait jamais, dit-il

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tapet 'ma betegoût e vije journal diriaou

    [’tɑpə ma bete’gu:d viʒe ’ʒuɹnal di’ʁi:o]

    je l'avais pris au cas où c'était le journal de jeudi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

kas (in – ma)

  • 👂 🔗 in ka mac'h arrife un aksidant kourant

    [in ka ma 'hɑjfə ə nak'sidən 'hu:ɾən]

    au cas où n'arrive un accident de courant [électrique]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag ar jañdarmiri 'na prevenet an dud, da lâret lec'h e oa menajoù bras, « derc'hit d'ober tonnelloù dour leun hardi, leun hardi », in kas... in kas ma en em gave un incendie, « kar ne vo ket trawalc'h, ne vo ket trawalc'h a dour », peogwir 'ba ar rinierioù e oant arri bihan

    [ag ə ˌʒɑ̃dar’mi:ɾi na pre’ve:nə ndyt də lɑ:r le̞h wa me’nɑ:ʒo bɾɑ:s ’dɛrhɛd do:r tɔ̃’nelo du:r lœ:n ’hɑɾdi lœ:n ’hɑɾdi in kɑ in kɑ:s ma nɔ̃n ’gɑ:ve ɛ̃ nɛ̃sɑ̃’di kar vo kə to’wah vo kə to’wah du:r pu ma ri’ɲe:rjo wɑ̃ɲ ɑj ’bijən]

    et la gendarmerie avait prévenu les gens, c'est-à-dire là où il y avait de grandes fermes, « continuez de faire des tonneaux d'eau archi-remplis, archi-remplis », au cas où... au cas où un incendie se produirait, « car il n'y aura pas assez, il n'y aura pas assez d'eau », puisque le niveau était bas dans les rivières

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

e-kas

  • 👂 🔗 ar reoù all a chome en traoñ hag a selle dioutañ e-kas e gouezhfe, boñ, hag esa saovetaat anezhañ ma gallfent

    [ʁew al ’ʃo̞me ntʁo̞w a ’zɛle dɔ̃ntɑ̃ kaz ’gwefe bɔ̃ a ’hɛsa zɔvə’tɑ:d neɑ̃ ma ’gɑlfɛɲ]

    les autres restaient en bas et le regardait au cas où il tombe, bon, et essayer de le sauver s'ils pouvaient

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag eo poeñsonet e-kas ec'h arrufe da vezañ graet fraude

    [a e̞ pwɛ̃’sɔ̃:nət kɑ:s ’ɑjfe də ’veɑ̃ gwɛt fɾo:d]

    et c'est poinçonné au cas où il y aurait de la fraude

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, e-kas e vije ezhomm da xxx (?) un dra bennak ivez

    [ja kɑz viʒe e:m də ? ndɾɑ mnɑ:g ie]

    oui, au cas où il fallait xxx (?) quelque chose aussi

    ???

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 neuze e vije ret kazi mont daou kwa e-kas 'h arrije unan bennak da gaozeal

    ['nœ:he viʒe ɹɛt 'kɑ:he mɔ̃n do̞w kwa kɑs 'ɑjʃe yn bə'nɑ:k tə go'ze:al]

    alors il fallait quasiment aller à deux, au cas où quelqu'un arrive pour parler

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi