Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
attention (faire –)
diwall
Gwelet an temoù Diwall ha Diwall ar vugale
-
👂 🔗 En em broteje a rae an nen bepred, diwall a rae an nen bepred ma kerez da nompas ober re quoi hañ.
Non brotéjé rê ’n nén bopet, diwall rè ’n nén bopet, ma kées, de nompas or ré quoi añ.
On se protégeai en tout cas, on faisait attention, si tu veux, de ne pas trop en faire [quand on était enceinte].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa vijen arriet e-barzh ar park e renke digoriñ ar robinet abalamour dezhañ da flistrañ, met a-wezhioù... e vije ret din diwall nompas mont re brim kuit, peotramant 'mije arozet anezhañ.
Pé vijèn ai(et) bah park rènké dioiñ robinet bañw téañ de flistañ, mè (a)wêjo vijé rét tin diwall nompas mon ré brim kuit, pétaman mijé arozet néañ.
Quand j'arrivais au champ, il fallait que j'ouvre le robinet pour éclabousser, mais parfois je devais faire attention de ne pas partir trop vite, sinon je l'aurais arrosé.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Diwall da gouezhañ 'teus ezhomm d'ober.
[ˈdiwal də ˈgwe:ɑ̃ tøz em doːʁ]
Il faut que tu fasses attention de ne pas tomber. [litt. "attention de tomber"]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ar vugale a vez ret diwall gante
[vy'gɑ:le ve rɛt 'tiwal 'gɑ̃ntɛ]
il faut faire attention avec les enfants
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da diwall 'nije an nen dioute
[də 'diwal 'niʒɛ 'ne:n 'dõntɛ]
il fallait faire attention à eux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an nen 'nije da diwall dioute
[ɑ̃n nen niʒe ’diwal dɔ̃ntɛ]
il fallait faire attention à eux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hiniennoù, n'onn ket hag-eñ zo kement-se ken kar bremañ vez diwallet deus an traoù evel-se
[i’ɲeno nɔ̃ kə gẽ zo ke’mese ken kɑr ’bɔmɑ̃ ve di’wɑləd døs trɛw və’se]
quelques uns, je ne sais pas s'il y en a tant que ça car maintenant on fait attention à ces choses-là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulskoude 'na diwallet
[kus'ku:de na di'wɑlət]
pourtant il avait fait attention
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 En em diwallet 'neus.
[nɔ̃n ˈdiwal nøs]
Il a fait attention, il a fait gaffe.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Met se n'eo ket drol te, peogwir a-wechoù zo moaien da boz e dorn, ha e vez rampet ha fidedoulle avat, ec'h afe ba ar stank a-walc'h, met nann nann, gouzout a ouient... gouzout a ouient en em diwall.
[mɛ ze nɛ kə 'dʁoːl te – pəgyːʁ 'we̞ʒo zo 'mwɔjən də 'boz i 'dɔːn – a ve ʁãmpə a fidœ'dule hat – 'hafe bah 'stãŋk waχ – mɛ nãn nãn – 'guːd ə ujɛŋ – guːd ə ujɛŋ nõn 'diwal]
Mais ça ce n'est pas bizarre [étonnant], puisque des fois on pouvait poser sa main et glisser, et nom d'un chien, tomber facilement dans le lavoir, mais non, elles savaient faire attention.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 diwall ec'h arrife d'ober... e veze lâret gwechall « hemañ a gaozee galleg poudoù »
['diwal 'hɑjfe 'do:bər viʒe 'lɑ:ʁə gwe'ʒɑl 'hemɑ̃ 'go̞:ze 'gɑlək 'pu:do]
fais attention qu'il aille faire [qu'il devienne un mauvais francophone]... autrefois on disait « celui-ci parle un mauvais français »
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar min-se zo poner paotr, diwall na gouezhfe ket-eñ war da droad
[mɛ ə mi:n ze zo ’pɔ̃ˑnəʁ po̞t - ’diwal ’gwefe ẽ war də drwɑt]
mais cette pierre-là c'est lourd mon gars, fais attention qu'elle ne tombe sur ton pied
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ret diwall hardi
[ja ʁɛd 'diwal 'hɑʁdi]
oui, il fallait faire très attention [chevaux violents]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
fed (reiñ –)
-
🔗 ...roet fed
['roə fe:t]
... [il a] fait attention
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. dam ! 'ta ket roet fed war journal dec'h ? 2. nann, nann, 'ma ket gwelet se 1. geo, ur poltred bihan neuze, hag e oa merc'hed... 2. pelec'h emañ da journal ? 1. merc'hed en o c'hoaze, o ! aet eo kuit ! kaset 'meus anezhañ d'ar... kaset 'meus anezhañ d'ar c'hraou aze
1. [dãm ta kə ro fe:d war 'ʒurnal deh] 2. [nɑ̃n nɑ̃n ma kə 'gwe̞:lɛt se] 1. [ge̞w 'po̞ltəd 'bi:ən 'nœ:he - a wa 'mɛʁhɛd] 2. [ple̞h mã də 'ʒurnal] 1. ['mɛʁhɛd no 'hwɑ:ze - o ɛd e̞ kwit - 'kɑsɛ mœz neɑ̃ də - 'kɑsɛ mœz neɑ̃ də hʁo̞w ɑe]
1. dame ! tu n'avais pas fait attention dans le journal d'hier ? 2. non, non, je n'avais pas vu ça 1. si, une petite photo alors, et il y avait des femmes... 2. où est ton journal ? 1. des femmes assises, oh ! il a été jeté ! je l'ai déposé... je l'ai déposé dans la crèche
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'teus ket nemet reiñ fed hañ
[tøs kə mɛ re̞j 'fe:d ɑ̃]
tu n'as qu'à faire attention [observer]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-wezhioù e selaouan ha... e selaouan hep roiñ fed petra a vez lâret din, e vezan o soñjal 'ba traoù all
[’we:ʒo ʒi’lɛwɑ̃ a ʒi’lɛwɑ̃ heb ro fet pra ve ’lɑ:rət tĩ vɛ:n ’ʃɔ̃:ʒəl ba trɛw ɑl]
parfois j'écoute et... j'écoute sans faire attention à ce qu'on me dit, je suis en train de penser à autre chose
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma ket roet fed dezhe
[mɑ kə ro fe:t tɛ:]
je n'avais pas fait attention à eux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'teus ket roet fed da se ?
[tøs kə 'roə fe:d də ze]
tu n'as pas fait attention à ça ?
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « nann, 'meus ket roet fed da se » a vez lâret ivez
[nɑ̃n møs kə 'roə fe:d də ze ve 'lɑ:rəd ije]
« non, je n'ai pas fait attention » qu'on dit aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket roet fed oa patatez
[møs kə ro fe:d wa pa'tɑtəs]
je n'ai pas fais attention qu'il y avait des patates
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 meus ket roet fed 'ba...
[møs kə ro fe:d bah]
je n'ai pas fait attention à...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te 'ta ket roet fed
[te ta kə ro fe:t]
tu n'as pas fait attention
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne rae ket fed ebet deus euh
[rɛ kə fe:d bed døz ə]
elle ne faisait plus attention à... [vache inerte à cause de la maladie]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 na... na vez ket roet fed kaer dezhe kwa, bezañ zo reoù all hag a ra un tamm fleurenn ha neuze a ra ur cheton
[na na ve kə 'ɹo:ə fet kɛ:ɹ dɛ: kwa 'be:ɑ̃ zo ɹew al a ɹa tɑ̃m 'flœ:ɹən a 'nœ:he ɹa 'ʃetɔ̃n]
on ne... ne fait pas trop attention à elles quoi [plantes], il y en a d'autres qui font une petite fleur et alors (un rejeton ?)
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 te 'teus bet roet fed da se ?
[te tøz be 'ɹo:ə fed də ze]
tu as déjà fait attention à ça ?
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-wechoù ne roan ket fed
['we:ʒo ɹɑ̃ kə fet]
parfois je ne prête pas attention
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
taoler evezh
-
🔗 taol evezh !
[to:l ’ewəs]
sois attentif !
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
taol pled
-
🔗 ... taolet plê
[’to:lə ple:]
... [il a] fait attention
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù gozh 'oarent ket galleg gwechall, a lâre traoù evel-se, met ni 'daolemp ket pled deus ar pezh a lârent ordin
[ɹewˈgoːz waˈɹɛɲ kə ˈgɑləg gweˈʒɑl - ˈlɑːɹɛ ˈtɾɛw vəˈse - mɛ nim doˈlɛm kə ˈple̞ dəs pez ˈlɑːɹɛɲ ɔɹˈdin ie]
les anciens ne savaient pas le français autrefois ; ils disaient des choses comme ça, mais nous ne prêtions pas tout le temps attention à ce qu'ils disaient
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ... taolet plê
[’to:lə plɛ]
... [je n'ai pas] fait attention
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 taol plê !
[to: plɛ:]
fais attention !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma ket taolet plê
[ma kə ’to:lə plɛ:]
je n'avais pas fait attention
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket taolet plê
[møs kə ’to:lə plɛ:]
je n'ai pas fait attention
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelet 'ma met 'ma ket taolet plê
[’gwɛ:lə ma mɛ ma kə tol plɛ:]
j'avais vu mais je n'avais pas fait attention
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma 'h ez du-hont, taol plê deus... deus ar boched euh
[ma hɛz ’dyɔ̃n to’plɛ dez dez ə ’boʃəd ə]
si tu vas là-bas, fais attention aux... aux boches euh
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 gwezhall e veze taolet plê deus tout an traoù-se
[gwe’ʒɑl viʒe ’to:lə ple̞: døs tun trɛw ze]
autrefois on faisait attention à toutes ces choses-là
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Taol plê !
[ˈto plɛ]
Fais attention !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 alies, 'teus ket nemet taol plê, ar reoù 'nent ket a vugale a vez sot gant ar vugale
[a’li:ɛs tøs kə mɛ tol plɛ ʁew nɛɲ cə vy’gɑ:le ve zo:d gɑ̃n vy’gɑ:le]
souvent, tu n'as qu'à faire attention, ceux qui n'ont pas d'enfants adorent les enfants
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 taol plê mat da dapet ac'hanon e-barzh
[toplɛ mɑ:d də ’dɑpəd ɑ̃w bɑʁs]
fais attention de ne pas m'attraper dedans [dans l'enregistreur]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
itañsion (ober –)
-
👂 🔗 ober muioc'h itañsion un tamm bihan deus e...
[o̞:ɹ 'my:ɔh itɑ̃'si:ɔ̃n tɑ̃m'bi:ən dəz i]
faire un peu plus attention à son...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wech pa arriont da gaout un takad bennaket e reont muioc'h intañsion goude koura, met a-wechoù 'dez ket lañs da gaout daou, gant an hini kentañ e vefont tapet kwa
[weʃ pe ’hɑjɛɲ də gɑ: ’ntɑkə bə’nɑkət ɹɛɲ ’my:ɔh ĩntɑ̃’si:ɔ̃n ’gu:de ’ku:ɾa mɛ ’we:ʒo de kə lɑ̃:s də gɑ:d do̞w gɑ̃n n:i ’kentɑ̃ vɔ̃ɲ ’tɑpət kwa]
une fois qu'il leur arrive de prendre un coup [heurté par une voiture], ils font plus attention après quoi, mais parfois ils n'ont pas l'occasion d'en avoir deux, ils se font tuer par le premier quoi [chiens]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi