Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

Dieu

Doue

  • 👂 🔗 Abaoe zo bet ur bern cheñchamant heñ, oh ma Doue ya.

    Bwé zo bé bèrn cheñchaman eñ, o ma dwé, ya.

    Il y a eu beaucoup de changement depuis. Oh mon Dieu oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ma Doue, div wezh bemdez ha... ordin.

    O ma doué, diw wèch bañwdé a… ordin.

    Oh mon Dieu, deux fois par jour, tous les jours.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Evel se, e vamm feiz, ne vije ket o sikour ac'hanomp bepred koura, evel just, kar fidambie, honnezh a blije dezhi labourat, met ma Doue, ne oa ket kat ken kazi ivez.

    Vesé, i vamm, fé, vijé két jikour añm bopet koura, vèl just, ka fidambié, hoñ blijé dèi labouret, mèt ma doué, oa k' kat kén karjé ie.

    Comme ça en tout cas, sa mère ne nous aidait plus, bien sûr, car nom d'un chien, elle aimait bien travailler, mais mon Dieu elle n'en était presque plus capable.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Oh ma Doue c'hoazh hañ ! (J : Petra a zo ?) Mann ebet !

    [oː maː ˈdue hwɑz ɑ̃] [mɑ̃n bet]

    Oh mon Dieu encore hein ! (J : Qu'est-ce qu'il y a ?) Rien !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !

    [se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]

    Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 aze e oa gwez-derv, oh ma Doue, 'ba... 'ba an hed-se

    ['ɑhɛ wa gwẽ: dɛrw o ma 'due ba ba ne:t se]

    là il y avait des chênes, oh mon Dieu, de cette longueur-là [diamètre]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 (met dilañs teus tapet !) Dilañs meus ya (ha ne teus ket adtapet anezhañ abaoe !) nann ma Doue derc'het dilañs abaoe !

    [ˈdilɑ̃s møs ja - a nɑ̃n ma ˈdue – ˈdɛhɛ ˈdilɑ̃s əˈbwe]

    (mais tu as pris du retard) Jai pris du retard (et tu n'as jamais rattrapé le retard ensuite) non bon sang je maintiens mon retard depuis !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien