Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

ressembler

hañval (bezañ –)

Gwelet an tem Bezañ hañval

  • 🔗 geo, hañval deus ar c'hi eo

    [ge 'hɑ̃wəl dəz hi: ɛ]

    si, elle ressemble au chien [loutre]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hañval e vezont deus al louarn

    ['hɑ̃wəl vɛɲ døz 'luarn]

    ils ressemblent au renard

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket linad eo kar hañval a oa dioutañ avat

    [nɛ kə 'li:nəd ɛ kar 'hɑ̃:vəl wa djɔ̃tɑ̃ hɑ]

    ce n'est pas de l'ortie que c'est car elle ressemblait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Hañ ? Te a zo ur c'hwil bihan, hañ ? Ya hañ ? deus piv eo hañval ? deus e dad pe deus e vamm ? (T : Deus e... deus e vamm kentoc'h !) Ah ya ma 'h eo ur marmouz bihan ya lâr se ya ! gwelloc'h eo lâr (?) se hañ !

    [ɑ̃ te zo wil ˈbiən ɑ̃ ja ɑ̃ døs piw e̞ ˈhɑ̃vəl døs i dɑːd pe døs i vɑ̃m ɑ̃ ja ma ɛ ˈmaʁmuːs ˈbiən ja lɑːʁ ze ja welɔχ ɛ zɑːd ze ɑ̃]

    Hein ? Tu es un petit espiègle, un petit filou, hein ? Oui, hein ? Oui hein ? À qui il ressemble ? À son père ou à sa mère ? (T : À sa mère plutôt !) Ah oui si c'est un petit coquin oui il vaut mieux dire ça !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

taoler

  • 👂 🔗 ma vez tri pe bevar a-wechoù, unan a daolo da familh... d'ar familh a-raok kwa, alies a wech memes

    [ma ve tɾi pe 'bɛwaʀ 'we:ʒo y:n a 'do:lo də 'fɑ̃miʎ də 'fɑ̃miʎ ɾo:k kwa a'li:ɛz weʃ 'mɛməs]

    s'il y a trois ou quatre [enfants d'une même famille] parfois, un ressemblera à la famille... à la famille [génération] précédente quoi, très souvent même

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi