Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

fuir

tec'hel

  • 👂 🔗 hag ar glesker pac'h arrie... pac'h arrie un naer warnañ, ne oa ket kat da dec'hel hañ

    [a 'gleskər pe 'hɑje pe 'hɑje ə ə nɛ:ɹ warnɑ̃ wa kə kɑd də 'deχəl ɑ̃]

    et la grenouille, quand arrivait... quand arrivait euh... un serpent sur elle, elle n'était pas capable de fuir hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tec'hel

    ['teəl]

    fuir, dégager

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 neuze 'ta tec'het evit da-unan kwa

    ['nœhe ta 'tehɛt wit tə'hy:n kwa]

    alors tu avais fuis toi-même quoi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 emañ o tec'hel diwar...

    [mɑ̃ 'te:həl diwaɹ]

    il fuit devant...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha kez d'ar c'hreistez, eno neuze se zo... ar re-seoù a dec'h evel lapined

    [a kɛz də hɹɛj'ste 'e:no 'nœ:he ze zo zew 'de:hɛ wɛl la'pi:nət]

    et va au Sud, là-bas alors c'est... ceux-là détalaient comme des lapins [à la guerre]

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

karzhañ

  • 👂 🔗 'deus ket kalz difenn nemet euh... karzhañ kwa, karzhañ

    [døs kə kɑlz ’diˑvɛn mɛd ə ’kɑrzɑ̃ kwa ’kɑrzɑ̃]

    ils n'ont pas beaucoup de défense sauf euh... détaler quoi, détaler [chevreuils]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 goude egile pa wele ma... pa gleve ac'hanomp e karzhe kuit

    ['gu:de e'gi:le pe 'wɛ:lɛ mə pe 'glɛwɛ ɑ̃m 'kɑrzɛ kwit]

    après l'autre quand il voyait mon... quand il nous entendait il détalait [chien]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag an hini bihan a chome xxx (?) an daou gozh 'da gwelet ac'hanon hag e oa karzhet met an hini bihan, eñ n'anaveze ket mann ebet c'hoazh, an hini bihan a oa chomet

    [a n:i 'biən 'ʃɔmɛ ? ndɔw go:z da gwɛ:ld ɑ̃w wa 'kɑrzət mɛ n:i 'biən hẽ̞: hɑ̃n'veɛ mɑ̃n'be hwas n:i 'biən wa 'ʃɔmət]

    et le petit [renardeau] restait, xxx (?) les deus adultes m'avaient vu et ils avaient détalé mais le petit, il ne connaissait rien encore, le petit était resté

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-benn neuze e oant... e oant o karzhañ kwa hein

    [bɛn ’nœhe wɑ̃ɲ wɑ̃ɲ ’kɑrzɑ̃ kwa ɛ̃]

    pour alors ils... ils détalaient [troupes allemandes] quoi hein

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oare ket petra a rae na pelec'h... karzhañ, pelec'h da garzhañ

    [mɛ 'wɑ:ɾɛ kə pɾɑ: rɛ na ple̞h 'kɑrzɑ̃ ple̞h də 'gɑrzɑ̃]

    il ne savait pas ce qu'il faisait ni où... filer, où filer

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 karzhet eo

    ['kɑrzəd ɛ]

    il a déguerpi, dégagé, filé

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a oa karzhet kuit gant ma botez

    [me wa ’kɑrzət kwit gɑ̃n mə ’votəs]

    j'avais filé avec mon sabot

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a garzhe kuit

    [me 'gɑrzɛ kwit]

    moi je filais [je détalais]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 karzhañ a rae... diouzhtu evel e dostaen

    ['kɑʁzə rɛ - dy'sty wɛl dɔs'tɑ:n]

    il fuyait dès que j'approchais

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

berañ

  • 👂 🔗 gwechall e oa kelornioù houarn kwa, ha boñ, ma 'h arri da verañ e vije troc'het unan koad kwa ront, ha feiz, e vije laket e-barzh kwa, e vije kemeret an dimañsion, adfoñset kwa

    [gwe’ʒɑl wa ky’lɔɹɲo ’hu:aɹn kwa a bɔ̃ ma hɑj də ’ve:ɹɑ̃ viʒe ’tɾɔ:həd yn kwɑt ɹɔ̃n a fe: viʒe ’lɑkə bɑɹs kwa viʒe ke’meɹɛ ˌndimɑ̃’si:ɔ̃n had’vɔ̃sət kwa]

    autrefois il y avait des seaux en fer quoi, et bon, s'il arrivait qu'il fuit on coupait un en bois, rond, et ma foi, on le mettait dedans quoi, on prenait la dimension, on refaisait le fond quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi