Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

décrocher

diskregiñ

  • 👂 🔗 pa vez bronchitoù pe un dra bennak e santan c'hoazh, se ne diskroga ket deus an dud hañ

    [pe ve bɾɔ̃’ʃitʃo pe dɑ̃m mə’nɑ:g ’zɑ̃tɑ̃ hwas ze dis’kʁɔ:ga kə dən dyd ɑ̃]

    quand il y a des bronchites ou quelque chose je le sens encore, ça ne lâche pas les gens hein [litt. ça ne décroche pas des gens, fragilité des poumons]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

dekrochiñ

  • 👂 🔗 a-benn e tekrochez neuze, a-wechoù ne ran ket « allo ! », pa 'tez dekrochet, « pouf ! », a-benn neuze e vez serret kwa, me n'onn ket petra e vezont o klask ha neuze, peotramant e vefont... neuze e vo siklezonoù ha n'onn ket penaos eu...

    [bɛn de'kɹɔʃe̞z 'nœ:he 'we:ʒo nə ɹɑ̃ kəd ɑlo pe te de'kɹɔʃət puf bɛn 'nœ:he ve 'zɛɹət kwa me nɔ̃ kə pɹɑ vɛɲ klɑsk a 'nœ:he 'tɑ̃mɑ̃n vɔ̃ɲ 'nœ:he vo sikle'zɔ̃:no a nɔ̃ kə pə'nɔ̃:z ə]

    lorsque tu décroches alors, parfois je ne fais pas « allô ! », quand tu décroches, « pouf ! », pour alors c'est coupé quoi, moi je ne sais pas ce qu'ils cherchent et alors, sinon ils seront... alors il y a des sornettes et je ne sais comment euh... [plateforme téléphonique]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

distignat

  • 🔗 distignet

    [di'stiɲət]

    décroché [cadre]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi