Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

enfermer

serriñ

Gwelet an tem Serriñ

  • 🔗 serret e veze amañ

    ['zɛrɛd viʒe 'ɑ̃mɑ̃]

    il était enfermé ici [chat]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

serriñ war

  • 👂 🔗 hag e oa serr an nor warnomp, mallozh doue

    [a wa zɛr no:r warnɔ̃m ˌmaləs'tue]

    et nous étions enfermés, malédiction de dieu

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 petra 'ma graet nemet serriñ warni 'ba ar c'honfesional

    [pra ma gwɛd mɛ 'zɛĩ warni bah hɔ̃vesjonal]

    qu'avais-je fait mais l'enfermer dans le confessionnal

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

añfermiñ

  • 👂 🔗 e renkez añfermiñ, pas añfermiñ anezhe, harzañ anezhe d'arriout da vont

    [’ɹɛŋke̞z ɑ̃’fɛɹmĩ paz ɑ̃’fɛɹmĩ nɛ: hɑrz nɛ: ’dɑjɛt tə vɔ̃n]

    tu dois les enfermer, pas les enfermer, les empêcher de réussir à partir

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi