Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

fonction (en – de)

deus

  • 👂 🔗 E-barzh ar menaj eo se : pep hini a renk arañj e labour deus 'nez d'ober quoi.

    Bah ménach é zé : pop ini (a) rèng arañj i labour deus né d’or quoi.

    C'est comme ça à la ferme : chacun doit adapter son travail en fonction de ce qu'il a à faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 se a depand, deus a vez an traoù

    [ze 'depɑ̃n døz ve ntɾɛw]

    ça dépend, c'est selon les choses

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 nann met deus... deus ar gont 'h eo bet e-lec'h all ivez, amañ eo bet gwelloc'h c'hoazh

    [nɑ̃n mɛd dəz dəz gɔ̃n hɛ bed le̞h ɑl je ’ɑ̃mɑ̃ ɛ be ’gwɛlɔh hwɑs]

    non mais par rapport à la quantité qu'il y a eu ailleurs aussi [mauvais temps], ici ça a été encore meilleur

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deus e vez ar bouez

    [dəz ve bwe:s]

    en fonction du poids

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deus a lâr hennezh

    [døz lɑ:r hẽ:s]

    selon ce qu'il dit

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 deus an traoù a vije d'ober

    [døz drɛw viʒe do:r]

    en fonction des choses qu'il y avait à faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 deus an traoù a veze ezhomm

    [dəz ən trɛw viʒe e:m]

    en fonction de ce qu'il y avait besoin

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag euh... ec'h an da vuzuriñ anezhañ deus al loa

    [ag ə hɑ̃ də vy'zy:rĩ neɑ̃ dez lwɑ:]

    et euh... je vais le mesurer en fonction de [pour l'adapter à] la cuillère

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deus a veze a veze paeet

    [døz viʒe viʒe 'pɛɛt]

    on payait en fonction de ce qu'il y avait [ce qui était pesé sur la balance]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gwisket on deus se

    ['gwiskɛd ɔ̃ døs se]

    je suis habillé en fonction [du temps froid]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 marteze e oaro deus 'mo espliket dezhañ

    [ma'tee 'wɑ:ro døz mo es'plikət 'teɑ̃]

    il saura peut-être d'après [en fonction de] ce que je lui aurai expliqué

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... deus pet kezeg e veze

    [døs pe:t 'ke:zɛg viʒe]

    ... selon combien [en fonction du nombre] de chevaux il y avait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bevet e veze deus an traoù a veze

    ['bewəd viʒe døz ən trɛw viʒe]

    on vivait selon les choses qu'il y avait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tan a ra deus he c'hoad

    [tɑ̃:n ra døz i hwɑt]

    elle fait du feu selon son bois [elle fait en fonction de ses moyens]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Deus se e vije ret ober. Ret e vije bezañ gant se c'hoazh. Kar ar re-se a oa kat da vidañ ar vuoc'h evel-se.

    [døs 'se viʒe ʁed 'ɔːʁ – ʁed viʒe 'beã gãn 'se hwas – ka 'ʁehe wa 'kat tə 'viːdã 'vyh vəse]

    Il fallait en tenir compte. Il fallait être vigilant. Car ils [les veaux] étaient capable de vider [tarir] la vache comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal