Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

moquer (se –)

goap (ober –)

Gwelet an tem Ober goap

  • 👂 🔗 Gouzout a oarez, ar re-se, an hini ne ouie ket mann ebet a vije reoù all oc'h ober goap diontañ.

    Goûd e oares, ré-zé, nini ouié ke mann bét vijé réw all ’h or goab diontañ.

    Tu sais, ceux-là, celui qui ne savait rien, les autres se moquaient de lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met 'h eo abalamour da se. 'H eo abalamour ... 'ma ket c'hoant e vijen aet d'an tableau ivez ha vije graet goap diwiñ.

    Mè 'h è bañw te zé. 'H è bañw... Ma ke hoant vijèn èt te tableau ie a vijé gwèt goap tiwiñ.

    Mais c'est à cause de ça. À cause de... Je ne voulais pas aller au tableau et qu'on se moque de moi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

goap (foutrañ –)

  • 👂 🔗 eñ n'eo mat nemet da foutrañ goap diouzhin-me

    [hẽ̞: nɛ mɑ:d mɛ də ’futɑ̃ gwɑp də’wĩ me]

    lui il n'est bon qu'à se foutre de ma gueule

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

goapeta

  • 👂 🔗 se a oa goapeta an dud kwa

    [ze wa gwa'peta ndyt kwa]

    ça c'était se moquer des gens quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi