Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

patte

troad

Gwelet an temoù An treid ha An troad (muzuriñ)

  • 👂 🔗 Ma gazh bihan 'neus bet ur bannac'h laezh, met war e droad 'neus bet anezhañ, war e lost.

    Me gas pïen neus bé bañh lês, mè war i droat neus bé néañ, war i lost.

    Mon petit chat [imprimé sur le set de table] a eu du lait, mais c'est sur sa patte qu'il l'a eu, sur sa queue.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'H arrie ar c'hochon bihan neuze krevet gant troad e vamm evel-se, ar re-se a vez tanav tanav o c'hroc'hen, ha feiz ma 'h arri un troad da stokañ diontañ [?] e vez krevet quoi.

    Haié hochon bien neuhé, kreuvet gan trwad i vamm vesé. Rézé vé tano-tano o hrohen. A fé, ma ’h ai en trwat te stokañ diontañ [?] vé kreuvet.

    Elle apportait le petit cochon à la peau percée par la patte de sa mère. Ceux-là ont la peau vraiment très fine, et si une patte vient la frapper, ça la perce.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 damen, amañ zo bet ur chevreuilh peogwir e welen roud e dreid hañ

    ['dɑ̃mən 'ɑ̃mɑ̃ zo bet ʃøvrœʎ py'gy:r 'wɛ:lɛn rud i drɛjtʲ ɑ̃]

    dame, il y a eu un chevreuil ici puisque je voyais la trace de ses pas

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

pav

  • 🔗 hennezh zo barrek da reiñ un taol-pav dit

    [hẽ:s so ’bɑrɛk tə rɛj nto:l pɑw dit]

    il [le chat] est capable de te donner un coup de patte

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Darn all fidambie ne vefent ket bell o tarc'hañ pav gant hennezh aze

    [daʁn'al fidãm'bie vefɛŋ kə 'bɛl 'taʁhã 'paw gã 'hẽːz ahe]

    D'autres, nom d'un chien, ne seraient pas longs à lui donner un coup de patte.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 pavioù

    ['pɑwjo]

    pattes

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi