Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

musicien

soner

  • 👂 🔗 Biniou, ya, ya, pa vije sonerien muioc'h solut quoi.

    Biniou, ya, ya, pé vijé zonêrien muoh solut quoi.

    Du biniou, oui, quand il y avait des musiciens plus costauds.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 kar-pell

    [kɑʁ'pɛl]

    parent éloigné

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

muzisian

  • 🔗 Ar muzisian na vije ket paeet kement ha bremañ, keroc'h eo peogwir daou pe dri a zo bremañ.

    Muzisieun vijé pèyèt pask kémeun vèl bréman, kèroc’h è pugur daou pé dri zo bréman.

    [myzisiən vi ʒe pɛjɛt paskemən vɛl bʁemã kɛʁox ɛ pygyʁ dow pe dʁi zo bʁemã]

    Le musicien n'était pas payé autant que maintenant, c'est plus cher puisqu'il y en a 2 ou 3 maintenant.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien