Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
année
bloavezh
-
👂 🔗 Bloavezh pe daou a gav din e oa dornet gant, gant... Penaos e vije... Ar machin da dornañ,
Blawes pé dow, gaf tin, oa dornet gan, gan... Penoz vijé... Machin de dornañ.
Un an ou deux, je crois, on avait battu avec... Comment... La machine de battage.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Ya bremañ un toullad bloavezhioù a zo (?) kemer d'ober... kolza (T. : ya) d'ober greun neuze quoi (T. : d'ober greun) da werzhañ goude quoi.
[ja bɔ̃m ˈtula blaˈweʒo zo stənɔ̃ ˈkomɛʁ doːʁ ˈkolza wid oː doːʁ gʁœː ˈnœe kwa də ˈwɛʁzɑ̃ ˈgude kwa]
Oui maintenant ça fait pas mal d'années (?) colza pour faire du grain que l'on vend ensuite.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
bloaz
Gwelet an temoù Lâred an oad ha Ar bloaz
-
🔗 ne gana ket nemet 'ba ur c'houlz ar bloaz
['gɑ̃:na kəd mɛ ba huls ə blɑ:]
elle ne chante que pendant une période de l'année [coucou]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù gozh a lâre « evit ar bloaz e vo ur bloaz brav, sec'h ha ne vo ket avel »
[rew'go:z lɑrɛ wid blɑ: vo blɑ: brɑw zeh a vo kəd 'ɑwəl]
les anciens disaient « cette année il y aura une année belle, sèche et il n'y aura pas de vent » [quand les nids de pies étaient très hauts]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar bloaz a-raok e oa troc'het ar foenn aze hag e oa tri... daou, daou gozh ha neuze unan bihan o serriñ muloded
[blɑ’rok wa ’trɔhə vwɛn ’ɑhe a wa tri dɔw dɔw go:z a ’nœe yn ’biən ’sɛj̃ mu’lo:dət]
l'année d'avant on avait coupé le foin là et il y avait trois... deux... deux adultes et alors un petit [renards] en train d'attraper des mulots
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met goude a-benn ar bloaz war-lerc'h, lañsadennoù adarre, hag e voutent adarre
[mɛ ’gu:de bɛn blɑ war’lɛrh ə lɑ̃sa’deno ə’dɑe a ’vutɛɲ ’dɑe]
mais après l'année suivante, des pousses de nouveaux [branches ayant été coupées au ras], elles poussaient de nouveaux
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi