Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

sens

tu

  • 🔗 war an tu fall

    [warn 'ty: vɑl]

    dans le mauvais sens

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 war an tu mat

    [war ty: mɑ:t]

    dans le bon sens

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha ne welez ket 'ma ket laket anezhañ en tu-mat

    [a 'wɛ:lɛs kəd ma kə 'lɑkə neɑ̃ ty'mɑ:t]

    et tu ne vois pas que je ne l'avais pas mis dans le bon sens

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e vez laket anezhañ war an tu 'h eo sañset avañs... da vont war-raok

    [rɛd ve 'lɑkə neɑ̃ warn ty: hɛ 'sɑ̃səd 'ɑ:vɑ̃s də vɔ̃n wa'ro:k]

    il faut la mettre dans le sens où elle est sensée avancer... pour avancer

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

sañs

  • 🔗 sañs mat

    sens mad

    [sãs mad]

    le bon sens

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 sañs fall

    sens val

    [sãs val]

    le mauvais sens

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Ha bepred, bepred 'nea ur grevadenn apeupre pemp santimetr pe c'hwec'h santimetr, dindan e gof, e-barzh ur sañs, ha un tamm bihan e-barzh ar sañs all.

    A bopet, bopet néa e greuvânn apeuprè pèm sañtimèt pé hwèh sañtimèt, dinan i gof, bah sañs, a ’n tamm bien bah sañz all.

    Et en tout cas, il avait une plaie ouverte d'environ cinq ou six centimètres, sous son ventre, dans un sens et un peu dans l'autre sens.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal