Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
aussi
ken
Gwelet an tem Ken
-
👂 🔗 Hini ebet ne oa ken vil evel e oa hennezh. Kar hennezh... Ne oan ket sur diwiñ, hañ.
Hini bét oa kén vil a oa heñs. Ka heñs... Oan ke zur diwiñ añ.
Aucun n'avait été aussi abîmé que celui-là. Car celui-là... Je n'étais pas sûre de moi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Nann, n'eo ket ken tev se amañ. Met se ne cheñch ket kalz.
Nann, n’è ke kén tèw zé amañ. Mè zé cheñch ke kals.
Non, il n'est pas aussi épais ici. Mais ça, ça ne change pas grand chose.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Ma 'mije bet gouvezet e oas o vont d'ober ur machin ken mat se din herie 'mije lavaret da X ha Y... Met penaos 'teus lavaret din bremañ-souden deus X ?
[ma mije be gu’veət was võn tɔːʁ ’maʃin ken ’mat se dĩ ’heje mije ’lɑːt tə X a Y... me̞ pənos tøs ’lɑːt tĩ bə’zõm døz Y]
Si j'avais su que tu allais me faire quelque chose d'aussi bon aujourd'hui, j'aurai dit à X et Y... Mais que m'as-tu dit tout à l'heure à propos de Y ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya kar ma vije bet alkol e-barzh ne vijent ket bet ken mat.
Ya ka ma vijé béd alkol bars vijènt ke bé kén mat.
Oui car s'il y avait eu de l'alcool dedans, ils n'auraient pas été aussi bons.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ar re-se a oa remorkoù ar memes tra evel e vez bremañ ivez, met ne oant ket ken bras.
Ré-hé oa reumorkcho mostra vèl vé brémañ ie, mè oant ke kén bras.
C'était des remorques comme il y en a aujourd'hui aussi, mais elles n'étaient pas aussi grandes.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 D'ar c'houlz-se e oa ar memes tra ivez ma kerez, met ne oant ket ken bras.
De houls-sé oa mostra ie ma kées, mè oant ke kén bras.
À cette époque, c'était pareil aussi, si tu veux, mais elles n'étaient pas aussi grandes.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Nann nann, ha ne oa ket hini ebet moarvat, e-barzh plañ da vezañ bet diforc'het ivez, met... ken fonnus all hañ...
Nann, nann, a oa ke hini bét, mahat, bah plañ de véañ bé divorhed ie, mè... kén vonnuz all añ...
Non, non, et il n'y en avait aucune, probablement, susceptible d'avorter, mais... Aussi vite hein...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Na lavaret din, me eo gwelloc'h din emezañ gwelet ac'hanout o vont da Lannuon, evit mont, evit chom e-barzh ar gêr emezañ, an dro-mañ emezañ, kar n'out ket ken yaouank ken. Feiz nann avat emezon-me, n'on ket ken yaouank ken, sur gouez dit avat . Ha evel se... Ah, n'eo ket emezañ, trankiloc'h e vin emezañ o welet... Se a oa fasil hañ, ne oan ket ar memes oad ken na mann ebet, d'akouchiñ ha tout se, anfin...
Na lât tin, mé ’h è wèlloh tin méañ gwéled anout von te Lannuon, wit mont... wit chom bah gêr, méañ, ’n dro-mañ méañ, ka n’ou ke kén yowañk kén. Fé nann hat moñmé, n’on ke kén yowañk kén, zur gwéch tit hat. A vesé... A, n’è ket, méañ, trankiloh vin méañ wélet... Zé oa vasil añ, oan ke momes noat kén na mann bét, d’akouchiñ a tout sé, añfin...
Il m'avait dit : je préfère te voir aller [accoucher] à Lannion que de rester à la maison cette fois-ci, car tu n'es plus aussi jeune. Non, dis-je, je ne suis plus aussi jeune, comme tu dis. Et comme ça... Ah, c'est pas pour dire, dit-il, je serais plus tranquille. C'était évident, je n'avais plus le même âge, pour accoucher et tout...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Div wech ar sizhun, apeupre e vije ribotet. A-blasoù e vije laosket pelloc'h, marteze e vije un tamm bihan muioc'h a amann, met... a-benn neuze ne vije ket ken mat ivez.
Diw wêch zun, apeuprè, vijé ribotet. Blaso vijé losket pèlloh, matéé vijé tamm bien muoh amann, mèt... Bènn neuhé vijé ke kén mat ie.
On barattait deux fois par semaine environ. Dans certaines fermes, ils le laissaient un peu plus longtemps, [comme ça] il y avait un peu plus de beurre, mais... pour alors il n'était plus aussi bon.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 zo ken gwazh all
[zo ken gwɑz'ɑl]
est tout aussi pire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken tomm all
[ken tɔm ɑl]
tout aussi chaud
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e oa ken gwazh all
[wa ken gwɑ'zɑl]
était aussi pire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken gwazh all
[ken gwɑz al]
aussi pire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken diaes all
[ken 'diɛz al]
tout aussi difficile
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken nebeud all
[ken 'nœbəd al]
tout aussi peu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken aezet all
[ken 'ɛ:zəd al]
tout aussi facilement
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken mat ha me
[ken mɑ:t a me]
[parle breton] aussi bien que moi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar pothouarn a oa ken du all
[pu'tu:əʁn viʒe ken dy ɑl]
la marmite était tout aussi noire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
ivez
-
👂 🔗 Ah ya. Sukr zo ivez ya, d'accord, uoù marteze zo ivez ?
A ya, suk so ie ya, d'accord, uo maté zo ie ?
Ah oui, il y a aussi du sucre, d'accord. Il y a aussi des œufs peut-être ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha brav e vez ar re-se hañ. Brav e vezont goude evel-se ivez.
A braw vé ré-hé añ. Braw vènt goudé vé-sé ie.
Et ceux-là sont beaux aussi. Ils sont beaux comme ça aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? 'To ket ken ? (Nann nann. Debret 'meus re dija.) Ya. Me 'meus graet ivez. Frank ivez.
Bé to tamm c'hoas ? Bé to tamm c'hoas ? To ket kén ? (…) Ya. Mé meus gwèt ie. Vrang ie.
Tu en veux encore un morceau ? Tu n'en veux plus ? (Non, j'en ai trop mangé déjà.) Oui. Moi aussi. Beaucoup aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Lavaret 'na ivez, an hini 'na c'hoant da chom er gêr 'na ket 'met goulenn ur paper... gant e dud quoi, ha neuze e oa kap da chom er gêr.
Lâ na ie, 'n ni na hoan te chom gêr na ke mê goul e paper gan i dut quoi, a neuhe oa kap de chom gêr.
Elle avait dit aussi que celui qui voulait rester à la maison n'avait qu'à demander un mot à ses parents, et il pouvait rester à la maison.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, me 'ma graet se ivez. Ya met me 'ma c'hoant d'ober.
Ya, mé ma gwè se ie. Ya mè mé ma hoan t'or.
Oui, moi j'avais fait ça aussi. Oui mais moi je voulais le faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Konduiñ an trakteur 'ma graet ivez. Peogwir Papa ne gleve ket ha n'houlenne ket mont gant an trakteur er-maez.
Konduiñ ’n trakteur ma gwèd ie. Pegur Papa glèwè ket, a n’oulè ke mon gan trakteur mès.
J'ai conduit le tracteur aussi. Parce que Papa n'entendait pas, et il ne voulait pas sortir avec le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.
A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.
Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Moc'h a oa ivez. Ya. Ya. Div... Petra a oa, div pe deir wiz, pe evel se, ha neuze moc'h bihan ha...
Moh oa ie. Ya, ya. Diw… Pra oa, diw pé dèr wis, pé vesé, a neuhé mox pïen ha…
Il y avait des porcs aussi. Oui, oui. Deux... Qu'est-ce qu'il y avait, deux ou trois truies environ, et des porcelets et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn 'nije roet boued d'ar re-se ha neuze me a oar petra 'nije d'ober, lakat plouz dindan ar saout a vije d'ober ivez ha neuze heu...
Bènn nijé roe bwét te ré-hé, a neuhé mé oar pra nijé d’ober, lake plous tinan zowt vijé d’or ie, a neuhé eu…
Pour quand il les avait nourries, et fait tout ce qu'il avait à faire, je ne sais pas, il fallait mettre de la paille sous les vaches aussi et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kit bepred da gomañs e-barzh heu... e-barzh ar park, me zo arri bremañ-souden ivez.
Kêt bopet de gomañs bah eu... bah park, mé zo ai bomzom ie.
Allez-y toujours commencer dans le champ. J'arrive tout à l'heure aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met e vez eizh eur deus noz a-benn 'h arri da c'horo goude deus noz ivez.
Mè vé eiz eur deuz noz bènn ’h ai de horo goudé deuz noz ie.
Mais il est huit heures du soir quand il arrive traire aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 me 'meus div pe deir blantenn aze 'ba ar c'hleuz aze ivez
[me mœz diw pe dɛ:ʁ 'blɑ̃ntən 'ɑe bah hlœ̃: 'ɑhe ije]
moi j'ai deux ou trois plants [de houx] sur mon talus là aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ya sur a-walc'h ivez hañ.
[ja zyˈwɑʁh iː ɑ̃]
Oui sans doute aussi hein.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 me ivez
[me 'ijə]
moi aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi