Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

neuf

nevez

  • 🔗 nevez-flamm int

    [ˌnewe'vlɑ̃m iɲ]

    ils sont tout à fait neufs

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 nevez-flamm

    [newe'vlɑ̃m]

    tout neuf

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ya, ya. Met anfin, bepred ne oa ket keit se e oa abaoe 'na bet e heskenn bepred. Ha honnezh a oa un heskenn nevez flamm. Nevez nevez.

    [ja ja mɛd ã'fin 'bɔpət wa kə 'kɛjtse wa bwe na bed i 'e̞skən 'bɔpət – a 'hõ wa ən 'e̞skən ˌnewe'vlãm – 'newe 'newe]

    Oui, mais enfin, ça ne faisait pas si longtemps que ça qu'il avait eu sa scie en tout cas. Et c'était une scie flambant neuve. Toute neuve.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 nevez-flamm

    néwé vlan-m

    [newe vlãm]

    flambant neuf

    Le langage figuré Emgleo Breizh Jules Gros page 87 : nevez-flamm, flambant neuf

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

nav

  • 👂 🔗 Ha feiz goude evel just e oa savet, debret lein war-dro eizh eur hanter nav eur, ha feiz, adeured a oa an deiz war-lerc'h aze.

    A fé goudé vèl-just oa savet, dèbe lèin war-dro èiz eur hanter, naw eur, a fé, hadeuret oa ’n dé war-lèrh ahé.

    Et ensuite, bien sûr, on s'était levé, on avait pris notre petit-déjeuner vers huit heures et demi neuf heures, et le lendemain c'était le retour de noces.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 betek nav u e tozv ar bik

    ['bekə nɑw y: dɛw ə bic]

    la pie pond jusqu'à neuf œufs

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bep nav bloaz a nav bloaz, a-benn neuze... a-benn neuze e veze bodoù evel-se warne

    [bob nɑv blɑ: nɑv blɑ: bɛn 'nœhe bɛn 'nœhe viʃe ɑj 'bu:ʒo vi'se warnɛ]

    tous les neuf ans, pour alors... pour alors il y avait des branches comme ça dessus

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 N'on ket kat en em gousket war serten eurioù (?) da... da nav eur pe dek eur aze.

    [ˈnɔ̃ːŋ kat də nɔ̃n ˈguske war ˈsɛʁtɛn ˈœʁjo də də ˈnɑvəʁ pe ˈdegəʁ ˈɑe]

    Je ne peux pas dormir à certaines heures, vers neuf ou dix heures.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien