Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
soigner
soagnal
Gwelet an tem Soagnal
-
👂 🔗 ar reoù gozh aze, me 'meus soñj, a soagne an dud gant plantoù
[rew go:z ɑɛ me møs ʃɔ̃:ʒ 'swɑɲɛ ndyt gɑ̃n 'plɑ̃nʃo]
les anciens là, je me souviens, soignaient les gens avec des plantes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'Ma ket 'met c'hoant da soagnal tud, ha 'h on amañ, emezon-me, e-barzh ar menaj e-mesk ar saout. Se n'a ket.
Ma ke mè hoan de soeñgnal tut, a ’h on amañ, moñmé, bah ménach, mèsk e zowt. Ze n’a ket.
Je ne voulais que soigner des gens, et je suis là, dis-je, à la ferme parmi les vaches. Ça, ça ne va pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ne oa ket roet din da werzhañ bepred. Koulskoude e oa lavaret din : « ma soagnez anezhañ, 'to anezhañ, e vo dit », met ne oa ket bet din ivez. Ne 'ma ket c'hoant da gaout anezhañ ivez met anfin...
Oa ke roet tin de wèrzañ bopet. Kouskoudé oa lât tin, ma soagnes néañ, to néañ, vo dit. Mè oa ke bét tin ie. Ma ke hoan de gâd néañ ie mèd añfin...
On ne me l'avais pas donné à vendre en tout cas. Pourtant on m'avait dit : « Si tu le soignes, tu l'auras, il sera à toi », mais je ne l'avais pas eu. Je n'avais pas envie de l'avoir non plus, mais enfin...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
dresañ
Gwelet an tem Dresañ
-
👂 🔗 Ha feiz neuze e vije dreset ar c'hochon bihan ha 'h ae da gêr gantañ. Met hini ebet ne oa bet marv war ma lerc'h. Ah nann, tout e choment.
A fé neuhé vijé drèset hochon bien a ’h ê de gêr gantañ. Mè hini béd oa bé marw war me lèrh. A nann, toud chomènt.
Et alors on [= je] réparait [recousait] le petit cochon et elle retournait à la maison avec lui. Mais aucun n'était mort après mes soins. Ah non, tous avaient survécus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 herie 'neus dreset ac'hanon
[’hɛje nøz ’dɾesəd ɑ̃w]
aujourd'hui il m'a fait souffrir [kiné]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi