Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Al liammadurioù

Tangi YEKEL, miz even 2016

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

Pa dremener evelton deus ur brezhoneg standard d'ur brezhoneg evel ma vez kaozeet gant ar vrezhonegerien e vez sachet evezh an den gant al liammadurioù. Ret eo din lâret n'em oa ket klevet komz nemeur deus se e-pad ma studioù er skol-veur. Ar « sandhi » 'ma bet klevet komz dioutañ, met prim-ha-prim ha dister 'na seblantet din. Daniel Doujet, bet studiet ar sujed en e dezenn « Parole, liaison et norme » (2009), zo ken souezhet all :

« Le problème est que l'enseignement du breton n'a pas pris cet aspect de la langue en compte. »

Koulskoude e klejemp plêal gante kalz muioc'h dre an avani e vez kavet stank en brezhoneg. Ken pouezus hag ar c'hemmadurioù ? Se an hini a soñj Daniel Doujet :

« Car si l'on pense qu'il est important, lorsqu'on évoque les mutations, de distinguer entre e *tad et e dad, seul ce dernier étant correct, on se demande pourquoi on considère qu'il est sans intérêt d'insister sur la différence entre kousket *teo et kousket deo, ce dernier seul étant correct également ['kuskəde] : l'impact sur la langue n'est-il pas du même ordre ? »

Daou rumm bras liammadurioù a gaver en brezhoneg. Ar sandhi vokalik evit ar c'hensonennoù e fin ar gerioù a-dal d'ur vogalenn, un hanter-vogalenn pe ur gensonenn likid. Ar sandhi koñsonantik evit al liammadur etre div gensonenn.

[^] 1. Ar sandhi vokalik

Sell aze ar sandhi vokalik displeget gant Jañ An Du (2012, p.32-33) :

« En liaison, quand une consonne sourde est placée devant une voyelle, elle se sonorise (ainsi, p se prononce b) »

Amañ dindan e kavfet skwerioù deus kensonennoù o vont war-dousaat dirak ur vogalenn, un hanter-vogalenn (l, m, n, r) pe ur gensonenn likid (y, w) :

pas amañ : paz amañ
ar vugale a cheñch hañ : ar vugale a cheñj añ
paotr yaouank : pod yowank
patatez nevez : pataz néwé

Hervez Doujet « n'eus ket nemedennoù d'ar mouezhiañ-se (dousaadur) evit ar yezhadurien (Hemon 1975, Favereau 1997 p163) ». Koulskoude avat hon eus skwerioù, evit gerioù bet emprestet digant ar galleg n'eus ket pell.

ur plas aze : e plas a
koad dous eo : koad dous è

A-hend-all e seblant dimp ar ger kas hag e derevadoù degas hag adkas mont war-dousaat pe war-galetaat deus an degouezh. Evit bremañ n'hallomp ket mont muioc'h war un tu :

kas dour : kaz dour
kas ac'hanout : kaz ãnout
kas ac'hanout : kas ãnout
te a gas anezhi : te gas nèy
degas a ran : diès e
hag eñ o kas ac’hanomp : ag eñ kas hanomp

Evit achuiñ gant ar sandhi vokalik-se, komzomp deus ar gerioù gant ouzhpenn ur gensonenn er fin. Pa vez ur gensonenn likid (l, m, n, r) gant unan divouezhiet e vez mouezhiet ar gensonenn diwezhañ :

… an hini a gont ivez : ... an hini a gond ivez
mont a ra met n'a ket pell hañ : mond e ra met n'a ket pèll hañ
Stank Nevez : stãng néwé
lart eo : lard è
tort e oa : tord wa

Bezañ zo un degouezh all e-lec'h ne vez ket heuliet ar reolenn. Arri a ra an nen da glevet un t kreistre gerioù oc'h achuiñ gant -ant hag ur vogalenn pe ul likid. Koulskoude e vez an nen o c'hortoz un dousaadur, peotramant ar son t-se o vont da goll. Ne welomp ket dre benaos esplikañ se :*

gant a ri : gant ri
santout a ran ar yenion e-giz-se : zant ran yénion visé
gant a ri peogwir ne oaran ket : gant e ri pugur oaran ket
santout a ran : zant rañ
Sant Eler : Zant Élèr (da geñveriñ gant Sant Erwan : Zad Érwan)

Evit ar pezh a sell gerioù gant div gensonenn galet er fin ne vez ket dousaadur ebet gwech ebet :

re dost out : ré dost out
mestr ar bizied : mêst e bizièd
trist an traoù : trist en trèw

[^] 2. Ar sandhi koñsonantik

Sellomp bremañ deus ar sandhi koñsonantik kreistre div gensonenn. N'ankouaomp ket avat ar reolenn-se bet displeget gant Jañ An Du (idem) :

« Les groupes de consonnes sont soit sourds, soit sonores, c'est une loi universelle : on peut avoir bd ou pt, jamais bt ou pd. Cela est vrai tant à l'intérieur des mots qu'en position de liaison. »

Leskomp anezhañ d'esplikañ penaos ec'h a en-dro ar sandhi koñsonantik :

« Quand une consonne sonore finale est suivie d'une consonne sourde ou l'inverse, les deux deviennent soit sonores, soit sourdes, selon des modalités variables. Deux consonnes sonores peuvent rester sonores, par exemple dans rod dreñ “la roue arrière” ou s'assourdir : rog “devant”, dit “à toi” : rok tit “devant toi”. »

Gant ar memes strollad gerioù e c'hall ar c'hensonennoù bezañ mouezhiet pe divouezhiet. Bezañ 'meus ur skwer lec'h ma klever ar memes frazenn, n'eo ket bet amañ evit ar sizhun, lâret gant daou den an eil war-lerc'h egile. Mouezhiet gant an hini kentañ, nè ke béd amañ wid zun, ha divouezhiet gant an eil, nè ke bé amañ wit sun.

A-wechoù neuze e vez mouzhiet ar gensonenn diwezhañ :

ret din goût hañ : rèd din goûd hañ
tout se : toud zé
cheñch a ra ya : cheñj ra ya

Gwechoù all e vez divouezhiet ar c'hensonennoù er sandhi koñsonantik. Hemañ an hini eo zo interesant-kaer :

hep dozviñ : hép tèwiñ
ur bannac'h gwin : ur bannac'h kwin
iliz Zant Laorañs : ilis Sant Laorañs
ur marmouz bihan : ur marmous pihen
bec'h e vez : béh fé
ev da hini : éf te hini

Sachet e vez evezh an nevez-vrezhoneger gant ar re-seouig. 'Ba ar memes frazenn e c'hall en em gavet ouzhpenn ur galetadur evel-se :

gwinizh ha patatez ha boued d'ar vugale : gwinis a patates a bouét te vugalé
pet gwezh zo bet lâret dezhañ : pét kwéch so bé lâret téañ
bep bloaz a vank gante : bop pla vank kantè
hennezh zo ordin o klask jeu deus e c'hoar : héñs so ordin o klask cheu deuz i c'hoar

Souezhet da vat omp o lenn dindan pluenn Daniel Doujet ha Francis Favereau e vefe dister a-walc'h an traoù-se er-maez deus ar C'hreiz-Breizh ha deus Bro-Wened :

« Elle [la provection par sandhi] est attestée dans l'ensemble de la Basse-Bretagne [...]. Mais elle est surtout productive, et même générale, en Poher, Pays Pourlet » (Favereau, 1997, p.163)

« Ce n'est pas une règle absolue. Même dans les régions coutumières du sandhi consonantique on ne le rencontre que dans un certain nombre d'expressions, parmi les plus courantes. » (An Doujet, 2009, p.18)

Ar c'hontrol eo dimp. Kavout a ra dimp eo ar sandhi koñsonantik an norm c'hoazh e brezhoneg Bro-Dreger. Ordinal e vez implijet. Estroc'h evitomp a lâr se, peogwir e weler e geriadur Jañ An Du pegen stank e kaver al liammadurioù-se. Mikael Madeg, eñ, a wel un disparti sklaer etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol :

« À l’Ouest (Léon et moitié de la Cornouaille), ce phénomène [sandhi] ne se produit que dans des expressions très courantes, perçues comme la somme de deux mots [...].
À l’Est de la Basse-Bretagne, en gros, le phénomène est beaucoup plus fréquent, beaucoup plus systématique, même si la transformation linguistique reste la même. » (Madeg 2010, p.102)

Techet omp da vezañ a-du gant e gaoz.

Evit ar pezh a sell ar gerioù o komañs gant un h c'hwezhet, sañset e vez kaletaet ordinal ar gensonenn a-raok :

memes hini : momes ini
chas hemañ : chas hémañ
tad hemañ : tat hémañ
kavet 'neus hennezh : kad 'neus eñs

N'eo ket ken sklaer an traoù evit ar stagell ha, dre an avani eo mud eo an h. Divouezhiañ an hini vez graet sañset, evel er skwerioù dindan :

pebr ha holen : pép a holen
ur miz hag eizhtez : mis ag eisté
saout ha moc'h : zaout a moc'h
eizh-ha-tregont : èis a trégont

Koulskoude e kaver skwerioù o tiskwel ar c'hontrefed :

lard ha fur : lard a vur
Barzh ha Boete : Barz a Boété
eizh-ha-daou-ugent : èiz a daou-ugent

Ezhomm zo da gomz amañ deus ar verb bezañ, techet da gaout a-raok dezhañ un h c'hwezhet en amzer a-vremañ.

me eo mat din : mé hè mat ti
evel omp : wèl hõm
deus ar gont eo : deuz e gõn hè
aze omp : ahé hõm

Pa degouezh se war-lerc'h ur gensonenn e vez divouezhiet honnezh :

propr eo : prop hè
libr eo : lip hè
ramp eo : rãmp hè
bet eo ar fakteur : bét hè faktieur

Da geñveriñ da skwer gant libr eo distaget « lib è ».

Kement ha komz deus se e sachfomp an evezh war tech stumm eo ar verb bezañ, en trede gour unan, da vezañ distaget « èw » dirak ur vogalenn all, hag-eñ e vez lâret « è » e peurrest an amzer :

n'on ket pelec'h eo aet : n'onn ke plèh èw èt
sur a-walc'h eo aet en tu all : zur wah èw èd èn tu all
… eo aet da dennañ patatez : èw èt te dènnañ patates
goude eo aet : goudé èw èt
me soñj din eo aet da goachañ 'ba 'r guizin : mé joñch tiñ èw èt te goach bah guizin
marteze eo aet da bisat : matéhé èw èt te biset
aet eo er-maez emezañ, met pelec'h eo aet ? : èd è mêz meañ, mèt plèh èw èt ?

N'eus ket nemet ar skwer-mañ evel liammadur etre bogalennoù, dimp da c'hoût. Ur skwer hon eus memes deus un « èw » distaget dirak un gensonenn galet :

n'eo ket posubl moarvat : nèw ke posub mahat

D'achuiñ zo d'ober gwelet daou dra hag a gavomp « drol » diwar-benn ar sandhi koñsonantik.

Da gentañ, nevez zo, bloaz zo pe c'hoazh an deiz-se ac'h a da « néwé so », « bla so » ha « ndé sé » er yezh komzet. Koulskoude e vezer o c'hortoz « ndé zé », « néwé zo » ha « bla zo ». Marteze e adkavomp dre galetaadur zo ha se ur roud deus ar z bet dispareset a-hend-all ?

An araogennoù abalamour da ha dam da a gaver en enne ur sandhi koñsonantik dic'hortoz da vat. Sell aze un toulladig skwerioù :

abalamour d'ar c'helien : blãm te hèyen
abalamour dezhañ : blãm téã
dam din : dãm t
dam da gaout : dãm te gat

D'achuiñ gant ma c'haoz e lârfen da heul Daniel Doujet eo al liammadurioù-se « ul lodenn a-bouez [deus ar brezhoneg] evit ar pezh a sell an distagadur ha gwerzhadurezh. » Gwir eo ne vezer ket gwall jenet pa ne glever ket anezhe. Koulskoude avat int unan deus perzhioù dibar ar brezhoneg ha dre-se talv ar boan esa saovetaat anezhe.

[^] Skouerioù ouzhpenn

[^] Distagadur an t goude an dibenn -ant

[^] Ar verb eo distaget « èw »

[^] Ar son h ouzhpennet d’ar verb bezañ

[^] Sandhi z / s

[^] Sandhi z / s dic'hortoz

[^] Sandhi j / ch

[^] Sandhi g / k

[^] Sandhi d / t

[^] Sandhi v / f

[^] Sandhi b / p

[^] Mouezhiadur an dibenn s / z

[^] Mouezhiadur an dibenn k / g

[^] Kaletadur ar gensonenn dirak h-

[^] Kaletadur ar gensonenn dirak ha

[^] Mouezhiadur ar gensonenn dirak ha

[^] Kaletadur ar gensonenn dirak h ar verb bezañ

[^] Mouezhiadur ur gensonenn dirak ur vogalenn pe ul likid

[^] Mouezhiadur t en dibenn -nt

[^] Sandhi ebet